Ar Vran hac al louarn.

◄   An Egl hac al Leön. Ar Vran hac al louarn. Al Leön, an Oc’h hac ar C’hole.   ►



FABL 13.


Ar Vran hac al Louarn.


Eur vran, o pourmen dre ar bed,
E devoa cavet eun tam boed,
Ma re eun drous vras er voeen,
Ar prey-ze ganti eus e fenn.
Al louarn, o tremen enno,
A zistroas zeder en dro.
Doue da conservo ep poan,
A lavaras, otro ar vran.
Lavaret a rêr dre ar bed
Ez out duoc’h evit ar peg,
Mæs ennes so eur brut indign :
Mèn a qeo guen evel ar sign,
Caëroc’h memeus evit an erc’h ;
E maint pell tout var da lerc’h.
Mèn dremene amàn gant mal,
Hac eus da glevet o huchal,
Ez oun distroët da sellet,
Ma oun ganet rejouisset.
Mar dê da voes qen excelant

Evel ma zeo da blun brillant,
E c’heller hardi lavaret
Ez out roue al lapoucet.
Ar vran a gemer eun tam stad
Eus a gomso qen diliqat :
Dre ma voa enni cals a don
En em brepar cana e zôn.
Digeri a ra e beg franc ;
Ar prey d’an traon en eun istant
Al louarn a voa o sellet,
Na ne voa qet manet cousqet,
A lammas gantàn gant e vin
Hac a eclate o c’hoarzin ;
Ar vran droug-contant ha mezeg
Demeus ar c’holl e devoa bet.

Sans moral.


Divoallet eus fals-meulerien
Pe e fourront ennoc’h ar yen.
Cauzeal a raint manific,
Mæs vit tenna d’ho frofit ;
Ha p’ho devo gred qement-ze,
E raint c’hoas ho fompad goude.
Lemet an ourgouil eus ho penn
Hac e c’haï quit ar flaterien.


————