P. Le Goffic, 1866.
◄   Distro ar Zoudard e Breiz Ar Zoudard Fougeer Mouez ar C’hleier   ►


AR ZOUDARD FOUGEER


————


FANTIG ANN DURKEZ, greg ar marichal


Sellit ! Sellit ! Ar briz-aotrou !
Penaoz e lugern he voutou !
Eur ribod blevek war e benn,
Keid ha losd eur big e chupen !


Diskan.


Kis ! Kis ! ma c’hi, d’ar briz Breizad !
Beac’h da gof-kar ar renead !


JANNED WIN-TOMM, amiegez.


He vleo zo ranned ha flouret,
He voustachou ruz zo peget,
Stumed e giz da higennou
Evit pesketa kalounou.

Diskan, Kis…

MARGOD HIR-LANCHENN, hostizez.


Eur c’houriz glaz enn e gerc’hen,
War he zaoulagad diou werenn,
Ouz he chaden grizillonou,
War e grabanou manegou.

Kis…


JAKETA FLEMM-RUZ, fournierez.


Kaozeal a ra kraouennek,
Distaga ra peziou gallek,
E dad a zo monsieur mon père !
E vamm, mar plich ! madame ma mère !

Kis…


ANN ITROUN K. L., skolierez.


Beteg al loudourenn he c’hoar,
A zo brema, mamzelle Victoir !
Ma aotrou n’eo ’met un vieil âne !
Ha me, une fichue bazane !

Kis…


METIG AR WIBER, kouezerez.


He dad, eur c’hakouz a ligne
A gign markenned a zoare,
He vamm a rastel, enn hent braz,
Gand he c’hrabanou, fiez glaz.

Kis…


KATO FRI MINAOUED, greg ar c’here.


He c’hoar, foei ! a zo leanez
E leandi ar Patatez ;
Ha gweled hon deuz ann aotrou,
He roched louz meaz e vragou.

Kis…

LOEIZA MITAOUIK, leanez.


Ne zalud Persoun na Kure,
Vel eur pagan e tou Doue,
Ne gred ket, tamm, d’ann Diaoulou,
D’ar Bugel-Noz, na d’ann Teuzou.

Kis…


MADALEN RAN, TAN, PLAN, gwreg ann tabouliner.


Seiz vloaz eo bet zoudard brudet,
War Dour Malakoff n’euz kludet,
Ha paneved n’ouzonn petra
E vije kabiten brema.

Kis…


MARTINA BAM, BAON, greg ar c’hloc’her.


Ato ! Zoudard ! eur zoudard kaer !
Zoudard (resped d’hoc’h ann talier) !
Ar marmouz biskoaz n’euz gwelet !
Med tan ar gegin, enn oalet !

Kis…



N’enn deuz gweled enebourien
Med war zu gin ar vedalen ;
Ma n’euz lazed eunn enebour
N’euz-han beuzet gand eunn tenn dour.

Kis…


MIKELIG BEG-MEL, plac’h majorez.


Mestrezed a lavar, n’euz bet,
Ken na wie pelec’h lammet,
Ha ranket n’euz skampa dre laer,
Pe vijend deud d’he heul d’ar ger.

Kis…


JOBENNIG AR C’HAOR, danserez kounnaret.


Ouc’h ar vombard ra eur sutell,
Ouc’h ar zac’h biniou, eur porc’hel,

Danserien ha danserezet
A zo eur stroll zaout penn follet !

Kis…


ANN HOLL C’HOMEREZED ENN EUR VOUEZ.


Harao ! War-n-han, prim a-c’halen,
Koz kemenerig ! brouder c’hoen,
Kerz da glask da grinolinou,
Da strinkerez ha da louzou !

Kis ! Kis ! ma c’hi, d’ar briz Breizad !
Beac’h da gof-gar ar renead !


————