Mouez ar C’hleier

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Mouez ar c’hleier.

P. Le Goffic, 1866  (p. 34-40)


MOUEZ AR C’HLEIER


KINNIGED
Da EOSTIK Koad-ann-Noz
I.M. AR IANN


————


Eostig koand, er c’hoad huel,
Te gan meuleudi Breiz-Izel,
Me gar ivez, ma bro Arvor,
Gand he zae vrug, he c’houriz vor,
Mindu a zo eur c’hi leal,
Hogen ne oar nemet harzal.


MOUEZ AR C’HLEIER


————


War Don : Emgann ann Dregont.


Bim ! baon ! me zo strobineller ;
Me oar petra gan ar c’hleier,
Selaouid holl ho mouez zantel,
Ha sentit mad ouc’h ho c’hentel.

Bim ! baon ! baon ! kloc’h ann ofern-bred,
Lared a ra : « Hasted ! Hasted !
» Kalz ne zegwezond enn Iliz,
» Nemed enn hanter ann ofis ;

» Darn na reont nemed roc’hal
» Ha darn all (respet d’hoc’h), strakal,
» Trompillad gand o diou froen,
» Pe riboullad o c’horzaillenn.

» Ar botret lemm, dindan ho zao,
» A lugern ouc’h ar plac’hed vrao,
» Gand eur zell flemmuz, ar merc’het
» A lavar d’ezho : Kendalc’het.

» Iann Bitoch a glask, n’he spered,
» Penaoz ienna e vignouned,
» Lakaad enn he ialc’h eur bern kresk,
» Dre ar burzud ouz ar pemp Pesk.

» Ar persoun moal zo baroduz,
» E brezegenn zo moreduz,
» Ar zouben, hep mar, vo ienet,
» Hag ar patatez kaledet.


» Ar c’haner koz, Luk Totoro,
» A vlej vel eur c’hole taro,
» Emberr e walc’ho e gorzen,
» Fand a lardo c’hweg e groc’hen.

» Bim ! baon ! eunn eured pinvidik !
» Brall d’ar c’hleier ! C’houez d’ar muzik !
» Diou ialc’h bounner zo n’em bareet.
» Ki ha kaz a zo bazieoet !

» Furnez, gened, ha koantiri,
» Ne lakont kaoter da virvi,
» Ar madou-ze, zo madou paour !
» Azeulomp, hep-ken, al loue aour !

» Setu dimezi daou baour kez,
» Pillou ! druillou ! poan ! dienez !
» Mann da frita ! med paourentez
» Eleiz pilig ar garantez !

» Bah ! chaket a vo patatez !
» Laket hanter zour barz el lez !
» Doue a vev al loened mud,
» Truez enn devo ouc’h ann dud !

» Bim ! baon ! baon ! eur vadeziant !
» Ar bugelik, ma feiz, zo koant !
» Hag ouc’h e dad eo hanvel tre,
» Fri e baeroun ! n’euz koulskoude !

» Gand ann holen kriz,ma elig,
» Ec’h eo ruziet da vuzellig :
» Er vuez, enkrez ha daero,
» A gavi c’hoaz muioc’h c’houero !


» Mar bevez koz, war hor bern pri,
» Da ene c’hlan a vaztardi,
» Da galoun, liez, vo roged
» Gand drez ha spern, dre hend ar bed !

» Bim ! baon ! brinballomp a nerz-brec’h !
» Miket eo Pao-krog, ar c’hruk-sec’h ;
» Ognoun ! Kignoun ! A zruilladou,
» Ken a strinko eur mor daelou !

» Tad eunn tiad braz bugale
» A zo galved dirag Doue :
» Ann holl a wel, gand wir c’hlac’har,
» Ar c’hi a iud, warlerc’h ar c’harr ! »

— Bim ! baon ! Petra na leront ket
E kemend iez zo dre ar bed ?
Koulz ec’h eo d’in ’ta troc’ha berr,
Zard oun… vel eunn teuzer kleier !


————