Ar Zul goude ar Iaou-Bask
Enn deiz-ze Jezuz a lavaraz d’he ziskibien : Pa vezo deuet ar Paraklet a zigasin d’ehoc’h digant va Zad, ar Spered-ze a virionez a deu euz ann Tad, hennez a roi testeni d’inn-me, ha c’hui ive a roi testeni, abalamour emaoc’h ganen azalek ar penn kenta. Ann traou-ze am euz lavaret d’ehoc’h evit na viot ket re souezet. Rak, ann dud ho kaso euz ho c’houmpagnunez ; ha dont a rai zoken eunn amzer ma kredo pep unan, ouz ho lakaat d’ar maro, beza o labourat evit Doue. Hag evel-se a raint d’ehoc’h abalamour ne anavezont na va Zad na me. Mes, ann traou-ma a lavaran d’ehoc’h evit, pa zeui ar mare anezho, m’o pezo sonj am euz ho diskuillet d’ehoc’h.
Ar gentel-ma adarre zo tennet euz ar
brezegenn a reaz Jezuz d’he ziskibien
goude ar goan diveza. Seul ma tosta ouz
he dremenvan, seul freasoc’h e fell d’ezhan
diskleria ann trubuillou a c’hoarvezo
gantho. « Ann dud, emezhan, n’ho kounzanvint
ket enn ho c’houmpagnuneziou,
ober a raint d’ehoc’h guasa ma c’hellint,
hag hiniennou a vezo diskiant aoualc’h
evit kredi e plijont da Zoue ouz ho lakaat
c’hui d’ar maro. » Ne gavit ket ez oa aze
peadra d’ober d’ann ebestel falgalouni ?
Evit ar bed hag ann diaoul n’o defe ket
kalz a zervicherien ma c’houfe pep unan
pegement a enkrez hag a velkoni a zo
oc’h heulia kenteliou ann daou vestr-ze.
Hor Zalver n’en deuz ket aoun oc’h anzao
ar virionez hed a hed. Chomet enn tu
ganthan pe troet enn he eneb ann hini a
garo ; ne c’hoanta kaout enn he zervich
nemed tud a volontez vad.
Paneved ma ouient ann traou-ze, ann ebestel a c’helle beza nec’hed braz o velet penaoz oant digemeret. Ar furnez, ar garantez a brezegont e peb leac’h ; ne c’houlennont nemed ober vad d’ann holl ; hag e rear gual vuez d’ezho, hag e klasker ho lakaat d’ar maro ! Tro a vije bet, a dra zûr, da veza mantret gant kement-ze ha da gaout difizianz euz ho mestr. Mes, brema hi zo var c’hed euz ann holl drubuillou diskleriet d’ezho pell aziaraok, hag ho feiz e Jezuz-Krist a vezo startoc’h abalamour ma tiskuez anaout ker sklear ann amzer da zont.
A hent all, fur ha karantezuz evel ma’z eo, ne lezo ket ann ebestel ho unan da stourm ouz kroaziou ker pounner. Digas a rai d’ezho ar Paraklet, da lavaret eo ar Spered-Santel, d’ho laouennaat ha d’ho sklerijenna ; hag ezomm o devoa, e guirionez, da gaout skoazell euz ann env, rak, a berz ann dud n’o deuz netra vad da c’hedal. Pa vez plijadur, danvez ha kargou huel da rei, e kaver mignouned aleiz ; mes, ma n’oc’h euz nemed paourentez ha poan da ranna, neuze ann holl a bella diouzoc’h, evel ma tec’h ar guenneli ha darn laboused all araok ar goanv. Ar bed, hag ar re a gemer kuzul diganthan ne goumprenint biken e ve talvouduz beza guasket ha truibuillet ; goab a raint euz ar gentel-ma : Euruz neb a skuill daelou ! A be leac’h e vent-hi goest eta da gennerza eunn den enkrezet ? Nann, nann, na c’hortozit ket beza laoueneat gantho, pe c’hui o pezo meskount a dra zur.
Koulzgoude sant Lukas a ziskuez d’eomp ann ebestel o vont enn hent leun a joa, ibant apostoli gaudentes, hag ar penn kaoz euz ho levenez eo m’o deuz bet tro da c’houzanv evit hano Jezuz-Krist, o veza taolet er prizoun ha skourjezet dre urz ar Iuzevien. Dre ar burzud-ze ha kalz a re all e ro ar Spered-Santel testeni d’Hor Zalver ha d’he gelennadurez. O prezeg a vouez huel pa gemenner d’ezho tevel, o kerzet d’ar maro heb aoun na damant ebet, ann ebestel a vezo ive testou hag a c’heller kredi d’ezho pa lavarint oa ho mestr guir Vab d’ann Doue Holl-C’halloudeg.
Ann diskibien, ha gantho ar Verc’hez Vari, a jomaz deg devez er Gambr-lid, pell dioc’h trouz ar bed, o pedi guella ma c’hellent evit en em lakaat e stad da reseo ar Spered-Santel ; hag evel-se e ouent peurleuniet euz he c’hrasou.
Evidomp-ni, o velet ann nerz hag ar sklerijenn burzuduz a ro d’ar c’halounou, unanomp hor pedennou gant re ann Iliz ha kempennomp hon ene abenn gouel Pantekost, evit ma c’hello trede fersoun ann Dreindet diskenn davedomp ha renevezi enn hor c’henver darn euz ar burzudou a reaz enn ebestel d’ann deiz kaer-ze. Evel-se bezet great.