Ar breur hag ar c’hoar (Kenteliou hag istoriou a skuer vad)

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Ar breur hag ar c’hoar.

A. Lefournier ha Ian Salaun, 1889  (p. 255-262)



Ar Breur hag ar C’hoar.
————

Setu ama petra leverer divar benn unan euz an dudchentil a voa condaonet da goll ho buez e kichen ker Alre tost da zantez Anna Vened.

An Aotrou cont Turgis, dijentil iaouanc eus a gichen Guenet, a voa etouez an noblans en em gannas e Kiberon evit ho roue. Destumet eno etre ar mor hag arme ar Republic, teir guech hag ouspen creoc’h evitho, e voue red dezo en em rei, pe vervel. Casset e vouent da Alre, ha laket evel bandennou denvet en ilizou a bere e voa gret prizoniou.

Eno e vouent condaonet d’ar maro, hag ac’hano e tennet eur vanden bemdez hag a gunduet da barc ar Verzerien, eleac’h ma ho lazet gant tennou. An dudchentil-ze a voa lod anezho pell a voa dindan an armou, hag ho zud en ho maneriou a voa nec’het bras gantho dre ne vouient ket peleac’h edont, ha ne recevent kelou ebet digantho.

An Aotrou Turgis en doa kuitet tri pe bevar mis a voa maner an Theix, eleac’h m’en doa lezet he vam, intanvez eur pennad a voa, he c’hoar euz ar memez oad gantha, hag eur giniterv dezan, minorez savet eno gant an Itron Turgis e kichen he merc’h. Abaoue ma voa eat en hent, ar c’hont iaouanc n’en devoa digasset kelou ebet d’he vam. Evelse calon ar vam gez a voa serret gant an nec’hamant couls ha calonou ar c’hoar hag ar giniterv.

Tremenet oa emgann Kiberon, hag an itron nag he diou zemezel n’o doa ket clevet pe a voa an Aotrou Turgis eno pe n’edo ket ; n’o doa ket clevet ken nebeut petra vije great oc’h ar brizonerien kemeret eno. An eil nosvez goude an emgann-ze e rea eun amzer spontus. An avel a soroc’he hag a lakea pep tra da stracal. Eur glao diluch a goeze ; tan ha curun a rea bep en amzer.

E maner an Theix, an Itron hag an diou zemezel a voa en eur zal, melconiet meurbet. Scrija a reant o clevet an amzer. Ar vam gez e devoa couls lavaret collet ar guelet kement a zaelou e devoa scuillet o sonjal en he map, gant aoun na vije digouezet droug gantha.

— Va map paour, peleac’h ema ? emezhi o clevet an ti o stracal gant an avel.

— Allas ! va mam, eme ar verc’h, ne allomp ket her gouzout, mes pedomp ar Verc’hez evithan. Va mam ger, dont a rai en dro ; Doue ne lamo ket ho map diganeoc’h.

— N’hoch eus recevet goal gelou ebet ? eme an nizez.

— Nan, eme an Itron, nan, va bugale. Mes ar pez am laz eo defot receo eur c’helou bennag, mad pe fall.

Neuze en em lakejont ho zeir d’an daoulin da lavaret an Ave, maris stella.

Eur mevel a deuas neuze er zal da gempen an daol evit coan. Ar mevel-ze a voa ed he amzer en ti ; fidel evel eun alc’huez. Caret a rea cals he vestrez hag he bugale, hag ep aoun ebet ec’h ellet fiziout peptra enha. Evelse ive e veze lavaret dirazhan ar pez ne vije ket credet lavaret dirag mitizien all. An Itron a c’houlennas outhan :

— N’oc’h eus clevet kelou ebet, Alan ?

— Kelou ebet, Itron ; ne ouzeur ket c’hoas petra vezo gret oc’h an dudchentil so prizonerien en Alre.

— Petra vezo great outho a gaf deoc’h, eme an nizez ?

— Petra vezo great ? eme ar verc’h ; ho lacat d’ar maro sur ; n’eus ket izom da c’houlen.

An Itron a iea ive da lavaret he ger ; mes ne devoue ket a amzer. Eun taol cloc’h a glefjont e dor ar pors, hag a lakeas ho c’halon da zridal, hag ho zeir e safjont ker buan en ho za.

— Va breur eo, eme ar verc’h iaouanc ; me hen anavez dioc’h an taol cloc’h. Ar c’hi ive pehini en doa harzet da genta a glevent o iudal gant ar joa hag oc’h ober lit d’an hini a voa e toul an nor.

Alan a ieas buan da zigeri, hag eur momet goude, an Aotrou cont Turgis a voa er zal e kichen he vam, he c’hoar hag he giniterv. N'em eus ket izom da lavaret pebez levenez a voue eno. An Itron a voa evel p’e divije collet he skiant gant ar joa da veza cavet he map. Rei a rea a bep seurt gourc’hemennou d’he merc’h, d’he nizez, d’ar mevel evit lacat poursach pep tra er maner en eun doare dereat da zigemeret ar c’hont iaouanc.

Pell a voa n’oa bet er maner pred ebet kel laouen ha ma voue coan an nosvez-ze. N’hor c’huitai mui, ha ne ket-ta ? a lavare bep en amzer an Itron d’he map. Hi hag he nizez ne zonjent ket hirroc’h evit er joa o devoa o velet ar c’hont iaouanc deut en dro d’ar maner. Mes e creiz al levenez-ze ar c’hont iaouanc he unan n’oa ket dinec’h avoalc’h, hag he c’hoar pehini a vele hirroc’h evit he mam hag he c’hiniterv, a vele avoalc’h an nec’hamant-ze scrivet var dal he breur. Ar breur hag ar c’hoar a voa ganet ho daou var eun dro, ha ker bras oa an henvelidigez entrezho ma vije bet diez anaout an eil dioc’h egile anezo panefe ho guiscamant. A hent all e vije lavaret n’o devoa nement eur memez calon hag eur memez ene, hag evelse brema ive ar c’hoar a zante en eun doare bennag ar pez a dremene e speret he breur.

Pa oa deut unneg heur, ar vam, goude beza laket he map da lavaret dezhi abenn diou pe deir guech kement a voa digouezet gantha abaoue m’oa eat euz ar gær, her pedas da vont da gousket. Rag, emezhi, izom avoalch oc’h eus da eana goude kement a dregas, a boan hag a nec’hamant oc’h eus bet en derveziou-ma. Ar c’hont a zaoulinas evit caout benediction he vam, ha neuze en em dennas d’he gampr. An Itron hag he nizez a ieas ive da gousket laouen bras. Mes ar verc’h iaouanc hag ar mevel mad pehini ive en doa, evel an demezel, santet e voa c’hoas eun dra bennag oc’h ober nec’h d’ar c’hont, ne zonjent ket mont da gemeret repos.

An demezel a ieas goustadic da gichen dor cambr he breur, hag ac’hano ep en em ziskuez dezan, her guelas var he zaoulin o pidi. Eul levr a voa etre he zaouarn, hag e save eun tamic he vouez. He c’hoar a dosteas he scouarn da zilaou, hag e clevas petra a lenne… Pedennou an agoni ! Ne devoue ket ar galon da vont da goms outhan, hag ez eas d’he c’hambr mantret. Eun nebeudic goude e teuas Alan da skei var he dor.

— Demezel gez ! Saveteit ho preur ! C’hui epken a ell hen ober.

— Petra zo ? Petra zo c’hoarvezet gant va breur ?

— Oh ! ma c’houfac’h, demezel baour ! Ho preur a ia d’ar maro ! An dudchentil kemeret e Kiberon so barnet d’ar maro er mintin-ma en Alre, ha varc’hoas da c’houlou deiz e vezint fuzillet !

— Ha va breur a dle mervel ive ?

— Ho preur so condaonet evel ar re all. Var he c’her eo lezet da zont da velet he vam. Mes roet en deus he c’her da vont d’ar maro varc’hoas vintin. He c’her ! demezel.

— He c’her ! he henor ! eme ar c’hoar gez ! Mes penaus he zavetei !

— An Aotrou Cont ne vanco ket d’he c’her. Gourc’hemennet en deus din derc’hel prest he varc’h hag he zihuna abenn peder heur. Me zo redet da di Gildas ar merour, hag hen en deus, en eur vouela, lavaret din ar pez a gontan deoc’h.

— An demezel a reas eur zonch hag a lavaras d’ar mevel :

— Va breur ne dai ket d’ar maro ; n’hen dihunit ket ; mirit na vezo trouz ebet en ti epad an noz ; me gemer an afer em c’harg.

— Miret a reot outhan da vont, demezel ?

— Doue n’en deus ket he zigasset d’am mam evit he lamet diganthi. It, ha grit ar pez am eus lavaret deoc’h.

Alan en em dennas, hag an demezel Turgis a ieas d’an daoulin evit pidi eur pennad. Goudeze e scrifas eur ger bennag var eun tam paper hag hen lezas var an daol. Troc’ha a reas he bleo hir ha caer hag ho destumas var an daol e kichen ar paper. Neuze pa gave dezhi oa cousket c’huec he breur, ez eas d’he gampr hag e kemeras he zillad. Teleur a reas eur zell varnezan en eur lavaret a galon kenavezo dezan. An den iaouanc a voa ken torret gant ar skuisder en devoa bet en derveziou araog, ma c’hallas he c’hoar ober he zro ep he zihuna. Deut d’he c’hampr, e lakeas an dillad soudart-ze, ha pa voa en em visket, oc’h ober eur zell er mellezour, e devoue evel aoun, ken henvel en em gave oc’h he breur. Mont a reas goudeze d’ar marchossi eleac’h ma cavas prest marc’h ar C’hont, ervez an urs roet d’ar mevel, hag ez eas en hent ep gouzout dare da zen.

Abenn ma teujot antronoz da gerc’hat an dudchentil evit ho c’has d’ar maro, edo an demezel en ho zouez eleac’h he breur. Mont a reas d’an dachen en eur bidi, he daoulagad izel, rag bez’ez oa unan eus ar guerc’hezet-ze pere, hervez Sant Ambroas, n’o dens ket aoun rag ar maro, mes o deus aoun rag eur zell. Ar gommunion e doa recevet an derc’hent a roe ners dezhi. Ne devoa aoun nemet rag eun dra, na vije dihunet he breur ha na deuje da viret outhi da vervel en he leac’h. Digouezet var an dachen, Escop Dol, pehini a voa etouez ar brizonerien, a roas an absolven diveza, hag an demezel a voue unan eus ar re genta discaret gant ar boulji.

Pemp heur anter oa pa zihunas ar C’hont. Spontet e tilam eus he vele, mes ne gave ket he zillad. Caout a reas eun habit all, hag he guiscas buan. Neuze e tigor an nor hag e caf ar mevel daoulinet var an treuzou.

— Pet heur eo ?

— Re zivezat eo, Aotrou Cont.

— Re zivezat ! malheurus, gouzout a rez petra gollan-me ?

— Ho puez, va mestr ker, a dliac’h da goll du-ze.

— Va henor ! kerc’h buan va marc’h araog ma teui va mam ha va c’hoar. Compren a ellez em oa choant d’ho guelet ; mes va ger am eus roet…

Kementse a voue lavaret a vouez izel, mes gouscoude an Itron a glevas hag a ziredas.

— Itron, eme Alan, dalc’hit-hen, pe ez a da vont d’ar maro!

— Va map, eme ar vam gez, en eur lamet gantha a dro vriat, ne di ket d’ar maro !… Mar marvez, me varvo ive.

Etre daou Alan a voa eat da gampr an demezel evit he gelver da zont da zicour he mam da zelc’her he breur. Mes caer en doa skei, den ne responte. Mont a reas er gampr, ha ne gavas den enhi. Ar guele n’oa bet den enha en noz-ze. Dont a reas en eur grial.

— An demezel ne ma ket aze ! Ne ket bet en he guele :

Buan ez ejont oll da gampr an demezel, hag an Itron Turgis a velas da genta ar bleo hag an tam paper. Cregi a reas er paper, hag e taolas eun taol lagad varnezhan, mes coeza a reas eus he za, hag ar map eo hel lennas. Setu ama petra voa var ar paper-ze :

« Va breur ker, ne varvi ket, ha savetet e vezo da henor. Chom beo, ha consol hor mam ; mir outhi da vouela re din ; hag hen a so dous din mervel evidhout ! Na me so eurus hirio da veza ken henvel ouzit ! Kenavezo, va mam ger ; kenavezo, va breur muia caret ; kenavezo, va c’hoar Adel ; en em velet a raimp adarre etre divrec’h an Aotrou Doue ! » « Mari. »

— Hag e lessen va c’hoar da vont d’ar maro ! eme ar C’hont. Hag en em ziframas eus a zaouarn he vam, hag hen en eul lam d’an traon gant an deleziou. He vam hag ar re all a ieas var he lerc’h. E dor an ti e tigouezas ar merour gantha. Hema a jomas sebezet oll hag a ieas var adren o velet ar C’hont iaouanc.

— Petra, c’hui, Aotrou ! C’hui a zo aze ? Ha piou ma eus-me ta guelet bremaic o coeza dindan ar bouliji, ho tillad gantha, hag henvel poch ouzoc’h ?

— Va c’hoar eo ! maleurus ma zoun ! Va c’hoar eo so maro em leac’h, maro evit va zavetei !

Ar C’hont a goezas semplet, hag he vam, e creiz he anken, e devoue ners calon avoalc’h evit chom en he za ha kemeret sourci eus he map, penher iviziken.

Ar C’hont a voue douget var eur guele en eur gampr cuz. Pa deuaz he anaoudegez dezhan, en devoa eun derzien ar grea. Ne rea nemet alteri, ha crial, o lavaret he lezel da vont ac’hano ; her galvet da vont d’ar maro ; e voa dlet, e voa red dezhan mont d’ar maro.

Ar memez dervez, da noz, Adel, an nizez, guisket evel eur plac’h divar ar meaz, a ieas, Alan, ar merour hag hi, da glasc corf he c’hiniterv. Goude beza clasket pell amzer etouez ar c’horfou maro, he c’hafchont. Delc’her a rea etre daouarn eur chapelet e doa bet guechall digant he breur ; Adel a zerras dezhi he daoulagad, hag a zestumas he c’horf gant ar brassa respet. Neuze Alan hag ar merour he dougas d’ar maner. Laket e voue er chapel, e troad an aoter, hag eno, epad pell amzer, e teujot da bidi evithi.

————