Ar c’hemener tapet

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Ar c’hemener.

Emile Bouillon, 1890  (Levrenn II, p. 198-202)



AR C’HEMENER TAPET
____


      Tostaët da glewed, hac e clewfet canan
Eur zôn divertissant ’zo zavet er bloaz-man ;
      Zo grêt d’eur c’hemener iaouanc
      Pehini oa gwall friant.
Tapet ê ant he vestrès, p’oa oc’h ober al lez.
Ar plac’h-man a oa propric ’wit eur zervijerès :
N’em stipan re manific, ma plije ecselant,
Ha d’ar c’hemener iaouanc ispisialamant ;
      N’alle mont en neb affer na oa ker kent hac hi,
Ouz hi importunin. Eun deiz lavaras d’ezhi ;
— Me garrie, ma mestrezic, galloud ho tebauchi,
Cousked ganec’h eun nozvez, pa n’am eus grêt hini.

Me raïo d’ec’h eun habit, pewar pistol ouzpenn,
Ma dousic, ma c’harante, ebars en arc’hant gwenn.
      Ar plac’h a lavare, hep dont da em fachan:
— Comzo gwerzed ’zo fragil, n’allan ket em fian,
Mar dalc’hjen-me ann habit, hac ive ann arc’hant,
Neuze, nin rafe affer, kemeneric iaouanc...
Etre dec ha eunnec heur hec’h efomp da gousked,
Ann dorojo vo zerret, antren na allfet ket,
      Mes me a raïo moïenn
      D’ho chachan gant eur gordenn ;
      Ma guele zo huël braz,
      ’Bars ar peware estaj.
Neuze ’c’h a ar c’hemener, na joaüs mad, en kêr,
Ewit’ prenan eun habit deuz ar c’haëran mezer.
      An habit pa ê prenet,
      N’ eur zerviedenn ê paket,
      Gant ar pewar pistol,
      Sonjal oa zûr euz he dôl.
      Etre dec hac eunnec heur,
      Hen em gâf ar c’hemener ;
      He vestrès ’bars ar prennestr,
      Wit hen gortoz, ’zo chommet,
— Arsa ta, ma dous, ’mezhi, rèd a vô diwiscan
      Ho tillad, da gentan,
      Ewit ma vefet scanv. »
      Ar justaucorps, ar brago
      Ar boto hac al lairo,
      A zo lacad er baner ;
Ar plac’h ho zav pront en èr,
Neuze hen chach, gant poan vraz,
      Betec ann drived estaj :
      — « Ma daouarn ’zo sabatu ;
      Na ellan chachan mu.
      Mar na alles digrapan,
      Dit-te vô ar gwassan. »
      Hac hi o staga ar gordenn,
      Er prennestr, deuz ar varrenn.
      Ar prennestr neuze a zerras.
      Ar c’hemener a chomm en noaz,
      Epad ann noz cravastel,
      En he roched, er baner,
      O vriata ar voger.
      Tapet oa ar c’hemener !
      Ann deiz war-lerc’h ar beure,

      Pa zavas deuz he guele,
A distagas ar banor hac hen loscas da vale.
      Ha ma ’n efoa da dremenn
      Dre ru ar gigerrienn :
      Daro oa d’ar paour-kès noaz
      Beza debret gant ar chass !


____________