Ar c’hloarec hac he vreur labourer

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Ar c’hloarek hag e vreur labourer.

Emile Bouillon, 1890  (Levrenn II, p. 202-208)



AR C’HLOAREC HAC HE VREUR
LABOURER
____


   Distoufet ho tiouscouarn, na da glewet eur zôn,
Pehini ’zo bet zavet, n’hen da ket hep rêzon ;

   ’Zo grêt d’eur c’hloarec iaouanc ha d’he vreur labourer
Ho deus plantet eur rozenn en ti eur milinet.

   Mamm ann daou bôtr dizoursi a oa eun intanvès
Hac ho c’hassas d’ar vilinn, goude coan, eun nozvès ;

   Na ma laras d’ar c’hloarec : « Blamit ar miliner,
Rac ouz a bep eureuvel ’c’h a ganthan ann anter. »

   Pa arrujont er vilinn, hac hi goulenn malan,
« Mar plij ganec’h, emezhe, ewit hon oblijan. »

   — Pe-seurt ê ho sac’hadou, eme ar miliner ?
— Ed-du, eme ar c’hloarec, ha neuze eureuvel. »

   P’hen defoa ar miliner laket ann ed er gern,
Hec’h ês ar c’hloarec dindan, al labourer war-benn,

   ’Wit ampich ar miliner da gass ganthan he droet.
Setu kenta finesse a eure ar c’hloarec.

   Pennherès ar miliner, diouz he vroeg kentan,
c’halwas he zad en ti, hac a laras d’ezhan :

   — Ho ! bezet sonj, emezhi, pa valfet ann ed-du,
Beza bleud d’ober crampouz, mar cavet lec’h pe du.


   — Na gredan ket, emezhan, am be na bleud na brenn ;
E-man ar c’hloarec dindan, al labourer war benn.

   — Tawet ma zad, emezhi, m’ho c’hasso a lec’h-se.
Hac hi tistagan ’r c’hezec, ho leuskel da vale :

   Hac hi retorn d’ar vilinn, o lâret d’ar c’hloarec :
— Poent ê d’ec’h, ’mezhi, goazed, mont warlerc’h ho kezec !

   — Ho ! lest-int, ’me ar c’hloarec, n’ant kel e-mès ar vro ;
Pa vefomp prest de zamman, eun tu nin ho c’havo.

   Setu ann eil finesse a eure ar c’hloarec,
Oc’h amari ’r zac’hadou, goude ma oant malet,

   Ober eur chachet fissel war bep-hini an-hè.
War zinn kerc’hed ho c’hezec, e sortijont neuze.

   Ar plac’h a iès gant eur jarr da wit bleud d’ar zac’had :
Pa welas ann amaro, hac hi lâret d’he zad :

   — Rèd a vô stagan ar sac’h en pign ouz eur ordenn,
Hac hen pilad gant eur vaz, a ust d’eul linsel wenn.

   Ar bôtred a oa scuizet, na oant ket êt pell-meur,
Ha mont ar c’hloarec iaouanc o lavaret d’he vreur :

   — Zilaou, ma breur, emezhan, n’oun petra ’meus clewet.
Me gred ’man ar miliner o vac’hatan he vroeg.

   Hi o retorn da zellet, dre eun foul oa en nôr ;
Na gredjont ket gant ar vez goulenn out-he digor.

   — Lèz-int, eme ar c’hloarec, na chomfomb ket e-mès;
Pa eo gôbret hon zac’had, nin ’m omp lod ar c’hrampoès.

   — ...Zellet aman, miliner, penoz ez omp glebiet !
Bet omp dre-hol o vale, ha collet hon c’hezec.

   Tefall eo, deuz ar gwassan, ha pell omp deuz ar gêr :
Fenoz a rencfomp lojan en ho ti, miliner.

   — Ma joa, ’me ar miliner ! Beza ’zo tri guele :
Ma roeg ha me en unan, ma merc’h en egile,

   Ha setu aze eun all ha na ve den en-han.
’C’h êr breman d’ober crampoés, hac a pô da goanian.

   Pa oa debret ho c’hoanio, hac hi vont da gousked ;
Ar c’hloarec a diroc’hè, mes dre he vizied,

   A welas ar bennherès oc’h ober diou grampoenn,
Hac o pacan eur roched en eur bonet lienn.

   Amourous ar bennherès a glefoa, en noz-se,
Dont da em divertissan gant-hi, en he guele ;


   Met ar c’hloarec a zantas, a iès da doul ann nor,
Scoas dousic warnezhi, hac hen defoe digor,

   Ar bennherès a zonje, pa zigorras ann nôr,
Oa ann hini ordinal a c’houlenne digor ;

   Hac hi o laret d’ezhan : « Deut en ho cuele prest,
Ha pa pô debret ho coan, guisket ho roched fresq.

   Amourous ar bennherès eun neubeudic goude,
Pa oa ar c’hloarec ganthi, a erruas ive,

   Homan, a sonje ganthi oa ar c’hloarec iaouanc,
O teurel en he visaj cazi leiz he fot-cambr.

   Mont a eure ac’hane, hep dour a oa fachet,
En eur leuskel mil malloz war galon ar merc’hed.

   Gwalc’hi rencas he dillad kent mont dirac he dud ;
C’houez ar c’hristen, peurvuia, a gustum beza put.

   Pa difun al labourer, hac hen o font e-mès,
Na ma santas oa he vreur en cambr ar bennherès.

   Ha zellet ar finesse eure al labourer
Da dromplan he vreur cloarec ha groeg ar miliner !

   Pa retornas d’he wele, e tigass ar c’hawel
A gichenn guele ’n ozac’h, hep difunin ’r bugel,

   Er c’hoste all d’ann oaled, da gichenn he hini.
Eun neubeudic da c’houde, ar vroeg o tifuni.

   Mont eure ar vagerès e-mès, da em êzin,
Hac a oa c’hoaz morgousket pa retornas d’ann ti ;

   Troublet oa he zantimant da vroeg ar miliner,
Ma ’c’h es, diouz ar c’hawel, da vêt al labourer.

   N’oc’h eus ezom da c’houlenn, pa oa êt da vèt-han,
Hac hen hen efoa dessign da em divertissan :

   Al louarn pa dap eur iar, n’hi losq ket da redec ;
Eun den en tal eur feunteun na vir ket he zeched.

   P’hen efoa ’r c’hloarec iaouanc kemerret he gonje,
Deuz a gambr ar bennherès a deuas d’he wele.

   Arru en tâl he wele, a gafas ar c’hawel,
Hac hen ’vont er c’hoste-all, da vèt ar miliner.

   Setu tromplet ar c’hloarec, gant he hol finesse,
Pa eo diouz ar c’hawel e choasas he wele.

   Hac hen commans da c’hromman ar paour kès milinèr.
— Difun, ma breur, emezhan, poënt ê d’imp mont d’ar gêr.


   Me na eo ket o cousked a ran ma zollio caër,
Me a zo bet en noz-man gant merc’h ar miliner,

   Hac am eus bet diganthi eur roched lienn moan,
Ia, ha crampoès üoët ha lès caoulet d’am c’hoan.

   — Jarni ! me ar meliner, terrupl out iffrontet,
Goude da ’fallagriach, mar deo gwir da lâret,

   Ewit ma mez, emezhan, dont c’hoaz da gontan d’in ;
Breman am bezo rèzon deuz da iffrontiri.

   Ar vroeg, gant al labourer, ha da zevel he mouez :
— Foei ! penoz, ’mezhi, breudeur, n’hoc’h eus-hu ket a vez ?

   — Para ! ’me ar miliner, aze hec’h out ive ?
Mâleur d’ann hini dapin, pa golfenn ma buhe !

   Ann neb welje ar c’hloarec hac he vreur labourer,
Ho dillad tre ho diou-vrec’h, o fourcan dre ’r rivier,

   Hac hi en noaz o redec, nemet ho rochedo,
Heb clasq na tog na bonet, na boto, na lêro !...

   N’hoc’h eus micher da c’houlenn, eure ar miliner
D’he vroeg ha d’ar bennherès, dansal, hep caout zoner.

   Arajin rê ’r miliner, o welet e oa bet
Al labourer, en noz-se, er guele gant he vroeg.

   C’hoas e peas boutaillad ar paour-kès miliner
D’ar c’hloarec, evit tewel, ha d’he vreur labourer.

   En amzer he vroeg kentan, hen efoa bet brud vad :
Den a-bed na c’houll clewet a ve hanvet danvad.


____________