Ar c’henta Miz Mari/Ar Verc’hez o vont da di Elizabet

Dizanv
troet gant Vincent Roudaut.
F. Hallégouët, 1868  (p. 51-59)



SEISVET DERVEZ


————
Ar Verc’hez o vont da di Elizabet


Ar Verc’hez benniged, o clevet gant an Eal e devize Elizabet ar joa da veza mam, ac i var an oad ac atao dizer, a zavaz diouz e fedenn, da vont da velet e c’hiniter, da ziscuez ar joa e d-oa, o velet ar c’hras en d-oa great Doue da Elizabet (da veza mam da sant Iann).

Tenn oa ar bale, ha diez an ent a- dreuz ar meneziou, ac eus Nazaret da di santez Elizabet, tostic da Jerusalem, oa un guall-bennad bale. Guir eo, Mari, ervez sant Bernard, n’en em gave ket diez ha ne sante ket poaniou ar mamou all pa vezont e tro da c’henel, o veza ma oa conceved e Mab dre ur burzud eb e bar ha dreist natur an dud all. Pa en em gavas Mari e ti Elizabet, e saludas anezi, ac ar zalud-se great gant ar Verc’hez en d-oe kement a vertuz da ober vad, ma lammas sant Iann gant e joa etre daou gostez e vam (ac e oe divar neuze pur diouz ar pec’hed orijinel). Ar Verc’hez a choumas var dro tri mis e ti e c’hiniter.


MIDITA


Ar bizitou mad


I


Ac a vurzudou e ti Zacharii, pried da Elizabet ! Sant Iann lakeat e stad a c’hras abars beza ganed gant e vam ; Elizabet carged a c’hrassou ; Zacharii bet mud, deuet ar parlant deza. Petra dennas kement a c’hrassou en ti ze ? Mari o tont enna, ac o lavaret eno ur gomz bennac. Pebez eur-vad eo beza bizited gant Mam Jesus !

Jesus en devize galled e-unan, eb e Vam, lacaat sant Iann e stad a c’hras. Neket falvezed ganta ober evelse. Perac ? Abalamour, eme sant Bernard, ma fell deza e teufe peb mad deomp digant Mari (evit enori evel ma tle, an ini en d-euz komered da Vam). Mari a zo eta evel ar c’han ma teu dreiza an oll c’hrassou da gaout bugale Eva.

O ! Mari, pebez enor deoc’h, ha pebez joa d’in-me, rancout ho caret, ac ho kelver d’am zicour ! E peleac’h e vizen brema, anez ma oc’h euz lakeat da zisken betec ennon ar pardon eus va fec’hejou : dreizoc’h, o va Mam, eo deuet betec ennon, evel dre ur c’han. Mari, comzit d’in-me ive, evel da Elizabet, ma clevin ho mouez, ma cargo va ene, evel ene Elizabet, grassou ar Spered-Santel. Allaz, bete vrema trouz ar bed a vouzare ac’hanon ; e garantez fall a vire ouzin na gleven ac’hanoc’h. Ne vezin mui ken caled : o va Rouanez, brema me ho silaouo a galon vad.


II


Ar Verc’hez a guitaas e c’hampric, e leac’h ma edo e-unan gant Doue, evit mont da zilivra Iann- Vadezour diouz ar pec’hed. Evel-se eo red-mad, avechou, lezel Doue evit Doue, evit ober vad dre garantez Doue. Mari a ieas da di santez Elizabet, evit senti ouz ar pez a lavare Doue dezi en e c’halon. Pe seurt sonj oc’h euz-c’hui o vont da un darn tiez ? Pet gveich ôc’h bet eat d’an tiez-se, eneb mouez an Aotrou Doue, a grie varnoc’h dont en dro, ac eneb clemou oc’h Eal-mad ? Ar Verc’hez o vont da di Elizabet, a iea da un ti n’oa nemet tud santel enna. Ar re a zarempredit c’hui, pe seurt tud int ? Mari a ieas da di e c’hiniter, dre vir garantez, gant an err da ober vad d’an eneou : gant pe seurt sonj, ac en aviz petra ez it c’hui d’an tiez da velet an dud ? Marteze evit coll an amzer, evel pa ve re aneza ; marteze zoken ez euz sonjou fall o cass ac’hanoc’h, Pebez coll, coll an amzer a zo da c’hounid ar Baradoz ! Grit bizitou mad, ac ar Verc’hez a vizito ac’hanoc’h gant madelez. Discuezit eûz ouz ar bizitou a denn d’ar pec’hed ; lizt a-gostez ar bizitou null, ha grit ar bizitou a dleer ober, en aviz ober evel ar Verc’hez.


III


Divar-benn petra e comze etrezo ar Verc’hez ac Elisabet ? Eus a Zoue ac eus a draou santel e vize ano ganto. Elisabet a zaludas ar Verc’hez evel Mam da Zoue. Ac a beleac’h e teu d’in-me an eur vad-ma, eme Elisabet, ma teu Mam va Doue d’am zi ! Mari a roe an oll c’hloar da Zoue, ac a antonas e c’hantic : Magnificat. Ha c’hui, petra a lavarit pa zit da velet unan bennac ? Pa gaozeit ouz an dud ? Mar lavarit comzou null, comzou vean, mar droug-prezegit, mar laoskit teodadou fall, pebez gaou ouzoc’h oc’h-unan, ha pebez dizenor d’ar Verc’hez, ouzpenn coll ar re a zo o silaou ! Ar Verc’hez ne gomze nemet evit gounid eneou da vont d’ar Baradoz, ha c’hui bugale da Vari, a zigorfe ho kinou d’o c’holl ! Petra a respontoc’h pa c’houlenno diganeoc’h an eneou ho pezo colled gant ho teodadou fall ? Abalamour d’an enor dleed d’ho mam en Ee, ac abalamour d’oc’h ene paour, diouallit ouz ho teod, ac evit na lavaroc’h nemet traou mad, bezit atao, evel Mari, gant Doue, ha Doue a vezo ganeoc’h.

Bugale da Vari, serromp cloz or ginou ac on discouarn d’ar c’homzou divalo. Al labous a anavezer diouz e gan, ac an den diouz e gomzou.


Bizitou sant Ligori.


Doue a felle deza e vise an aotrou sant Ligori ur c’helenneur braz da bep seurt tud, ac a reas deza tremen dre an tribuillou, ar poaniou spered, ar voall-zonjou. Eleac’h mont neuze da redet ama ac aount, da glasc compaïgnunezou ar bed, ez ee da ober bizit d’ar Verc’hez, ac e ro ar memez ali d’ar re all. Pa stourmo ar boan ouzoc’h, emeza, pa vezo nec’hed ho spered, pa c’hoarvezo ganeoc’h voall darvoudou, it da ober bizit d’ar Verc’hez, ac e easaio d’ho spered, e consolo ac’hanoc’h. Sant Ligori, ac en var an oad, a deue voall-zonjou deza eneb peb vertuz, mes e fizians e Jesus ac e Mari a ree deza caout ar gonid bep tro. A veichou e vise cleved, en noz, o lavaret : Va Jesus, ken dous, grit ma varvin, ken eget voall-ober eneb deoc’h. Mari, va mam dener, diouallit ac’hanon bepred ; rac, mar n’em zicourit, e c’hallfen ober voaz eget Judas. — Ar spont, ann disesper a venne, a vareadou, gonid varneza, ha neuze en em erbede stard ouz Jesus ha Mari. Ne ree bizit ebed d’ar Zacramant, eb trei ive ouz aoter ar Verc’hez, ac ober bizit dezi goude ober da Jesus. Setu eno ar bizitou guella. C’hui, pere eo a rit aliesa ?

————