Ar c’henta Miz Mari/Sant Joseph nec’hed

Dizanv
troet gant Vincent Roudaut.
F. Hallégouët, 1868  (p. 59-67)



AN EISVET DERVEZ


————
Sant Joseph nec’hed


Ar Verc’hez a oa abaoue tri miz, o tougen Jesus, pa zistroas eus a di Elisabet a Nazaret. Eno sant Josef ne anaveze ket c’hoas ar mister braz, ne vouie ket c’hoas edo ar Verc’hez o vont da lacaat var an douar Salver ar bed. Sant Josef en em gavas nec’hed. Anaout a ree santelez e bried, mes ne oa ket evit gouzout penaoz displica ar pez a vele gant e zaoulagad. Ma reas e zonj da zispartia diouz e bried, ebtrouz ebed, eb e goall-vruda etouez an dud. Neuze e teuas un Eal da ziscleria deza ar mister braz : Josef, mab da Zavid, eme an Eal, n’ho pezit aoun ebed evit delc’her ganeoc’h Mari ho pried : rac ar pez a zo ganed enni, a zo bet furmed gand ar Spered-Santel. Lacaat a raï er bed ur Mab, e rooc’h deza an ano Jesus, da lavaret eo Salver, rac ê eo a zavetei e bobl en eur e zilivra diouz e bec’hejou.

Evelato, ervez darn eus an Tadou Santel, Josef a oa sur avoalc’h e d-oa conceved Mari dre vertuz ar Spered-Santel, ha no zonje pellaat diouti nemet abalamour ne gave ket deza oa din da veva gant ur Verc’hez ken santel, ken tost da Zoue. Evel sant Per, divezatoc’h, o lavaret da Jesus-Christ : Va Mestr, pellaït diouzin, me zo ur pec’heur.


MIDITA


Poaniou an dud vad ac an droug-sonjou


I


Pebez nec’h, pebez poan spered da Josef ha da Vari ! Mari a vele e fried nec’hed divar e fenn, ac e-unan e vele oa tro da zroug-sonjal anezi, da rei dezi brud fall ha d’e c’hass eus an ti. Piou en devize galled sonjal e vize bet ar seurt encrez ac ar seurt tevalizen-se on un ti ken santel ! Piou en devize sonjed en devize roed Doue ar seurt poaniou-ze, d’ar re a gare evel ma care Mari ha Josef ! Doue a fellas deza eno rei tro dezo da ziscuez en o buez ar vertuziou tenna, ar re a c’houlenn ar muia calon ac ar muia nerz. Doue a felle deza ive o lacaat e stad da gaout diganta c’hoas a c’hrassou caer. Ar poaniou braz, a zo mercou da anaout ar re a zo muia cared gant Doue ; peb christen a dle eta, pa stourmont outa, soubla humbl d’e volontez.


II


Mari a c’halle pellaat divarni ar beac’h pounner-se, o tiscleria da Josef ar mister braz. Tevel a reas, evit lezel Doue e-unan da viret e enor dezi. Ama Mari a zesco deoc’h beza humbl, cuzat ar pez a rafe calz a enor deoc’h dirag an dud. Guell eo tevel, evel Mari, eget en em zevel ac ober re a zigorou. Ar Zent a zo bet voall-zonjed anezo ive : mar c’hoarvez ar memez tro ganeoc’h, tavit (na zavit ket re ho mouez diana). Sant Josef ne reas rebech ebed d’e bried, ne oe cleved o clem e nep leac’h. Mar sonjas lacaat e bried d’e guitaat, e tioualle atao na lacaze brud fall ebed da zevel anezi. Sant Josef, ama, a lavar deoc’h gouzav sioul ho poaniou, eb o bruda, o tiscuez atao dousder ha patiantet. Diouallit ive na veec’h re vuan da zroug sonjal eus an dud ; ha lacaït evez na rafec’h dezo coll o ano mad ac o enor. Ar bed, siouaz ! a zo leun a zroug-prezegerez, ac a veac’h e veler unan bennac o tistrei o brud vad d’an dud, goude beza great dezo e goll. Marteze ez aï eleiz d’an Ivern evit ar pec’hed-se.


III


Pa edo Mari ha Josef en o brassa anken, Doue a gassas un Eal da rei da anaout da Josef mister an Incarnasion (Mab Doue conceved e cof sacr ar Verc’hez dre c’hras ha dre vertuz ar Spered-Santel). Doue a lez a veichou e vignonet da goueza er velconi, mes ne fell ket deza lezel anezo da vancout dindan o beac’h. Pa vancan dud dezo, e tigass e-unan sicour dezo eus an Ee. Setu eno pez stad a ra eus ar re a en em lez da veza cassed ha digassed ganta, ervez e volontez.

Va Zalver carantezuz, guelet a rit va zristidigez, an devalizen a zo var va spered, ac a laca aneza ken diez. O ! mar clefen ac’hanoc’h o lavaret d’in ivez e goeled va c’halon, evel da sant Josef : — Bez eb aoun ! — Pebez joa da sant Josef pa glevas ar gomz-se gant an Eal ! Mes, pebes glac’har en devize o veza ma oa bet tost deza drong-sonjal eus a Vari ! Pegement e santas e resped o creski pa velas edo Mam Doue en e di !

Evit ober plizadur d’ar Verc’hez, bezit devod da Sant Josef. Pedit aneza ive evit ma tiouallo ac’hanoc’h diouz an droug-sonjou, an droug-comzou. Mari eo a gass an dud bete Jesus ; mes Josef eo a gass eassoc’h an dud da gaout Mari.


Ur c’hreg e bro Sina


Ar poaniou spered, ar zagrinou, an droug sonjou a stourm aliez ouz peb seurt tu. Neket souez, abaoe m’en deuz ar pec’hed tenned evel malloz an Aotrou Doue var e grouadurien. Sant Josep ac ar Verc’hez o deuz bet o lod eus ar poaniou-ze. Evelse e vouezont petra eo poan, ac e c’haller, gant fizians, en em eberdi outo : truez o devezo ouzomp. E bro Sina oa ur c’hreg, e doa kement a boan gant e goaz, kement a zroug a oa etrezo, ma venne aliez mont d’en em laza. E c’hovesor a lavaras dezi lacaat e fizians er Verc’hez, ac caout atao ganti ur chapeled. Ur miz goude-ze, ez eas da gaout e c’hovesor. — Va zad, emezi, ho-bezit truez ouzin ! trist eo va doare. Mar d-oun beo c’hoas, mar n’emaoun ket brema doun-doun en ifern, ne ket me eo em euz mired. Avoalc’h em euz greet evit mervel : eved em euz poezon. Poan vouzellou, distôler, dislonca poezon, setu tout ar pez a zo c’hoarvezed ganên. Ac a veich oun het en ent, en aviz mont da veuzi ! Ac atao, un dorn e cuz am dalc’he var bord ar ster. — Ac e leve, e voele, ar baourez keaz. Caout a ree dezi oa null dezi pedi, oa daoned. Evelato, e talc’he mad d’e chapeled, a veze atao ganti. O clevet se, o clevet e talc’he mad d’e chapeled, ar missioner a velas e pe leac’h edo an dalc’h, en doa miret ouz Satan da zont da benn anezi, ac e lavaras dezi mont humbl ha devod da zaoulina eharz treid ar Verc’hez. Senti a reas, ac e troas da vad ouz Doue, gant fizians en e drugarez, ac e tanvaas, pelloc’h, ar joa a zo etouez ar poaniou c’huerva er vuez-ma, d’ar re a zonj er joaiou a zo er penn all, ac a glasc biza dezo.