Ar c’henta Miz Mari/Breuriez ar Verc’hez
F. Hallégouët, 1868 (p. 270-279)
Er bloaz 1563 e oe saved e Roum, en enor d’ar Verc’hez, ur Vreuriez, anved Congregation, ac a deuas da veza ar penn eus a galz a re all. An Iliz a roas induljansou braz d’ar vreuriezou-ze. Ar Gardinalet, ar brinset eus ar bed, a oe mall ganto lacaat o ano e Breuriez ar Verc’hez. Neket e Roum ebken, mes ive dre ar bed-oll, betec en Indez, e savas Breuriezou (Congregationou) en enor d’ar Verc’hez.
Ini Dillingen (ebroan Allamaign), a goumansas er bloaz 1574. An Tad Rem eo a lacaas ar Vreuriez-se eno, un den bruded e meur a leac’h, abalamour d’e zantelez vraz, ac abalamour m’en d-oa calz a sclerijenn evit anaout an traou da zont ; m’en doa gveled, ouzpenn ur vech, ar Verc’hez ; great anaoudegez, ha bet evel mignouniez, epad e vuez, gant an Anaoun eus ar Purgator. Ar re a lacaas o ano eno e Breuriez ar Verc’hez, a ziscuezas, ed-ar-vech, un devosion dener d’ar Verc’hez, cals a druez ouz an Anaoun. ac a aket en oll deveriou christen ; ac ar Verc’hez e d-euz bet discuezed dezo e c’harantez, o-h ober burzudou en o c’hever, ac o lacaat anezo da gaout grassou caër epad o buez ac en eur ar maro. (Eno ive, evit doare, e scolach Dillingen, e oe great da genta Miz Mari, en doare ma reer brema, er bloaz 1724, o lenn ar c’hentellou a zo el levric ma.)
Epad ar vuez, ac ez eo caer beza e Breuriez ar Verc’hez ! An Ini ne lez morse eb recompans an disterra servich, pegen caer recompans a roi d’ar re a glasc meur a c’hiz d’e enori ! Credi a reer ne d-aï da goll guir zervicheur ebed da Vari. O ! pegen euruz oun-me ta, da veza unan eus e bugale ! Pegen trist e ve va buez var an douar, mar ne veen e Breuriez ebed d’ar Verc’hez ! mar n’em befe perz ebed er pedennou a reer dezi noz-deiz ! Pegen trist e ve va doare, mar em bê mez o-h ober dirag an dud ar pedennou a reer e Breuriez ar Verc’hez ? A guassoc’h e ve c’hoas, mar dizenorfen anezi gant va buez fall.
En eur ar maro, pegen euruz eo an nep a ve e Breuriez ar Verc’hez ! Evel ur vamm dener, e toussaïo e boan deza, e raïo deza beza patient, e pellaïo diouta an Erevent, an droug sperejou, ac e tiscuezo deza pegen dous eo mervel, mont divar an douar d’ar Baradoz ! Ar Verc’hez, evel a lavar sant Jerom, a deu da zigemeret eneou e zervicherien, pa vezont en o amzer diveza. O ! abalamour da Zoue, santez Mari, Mam Doue, ac atao Gverc’hez, n’am lezit ket va-unan en eur va maro ! — Bezit dizagrin, servicheur Mari, en oc’h eur diveza, ho prassa joa e vezo beza servicheur da Vari.
Goude ar maro, pegen caer e vezo c’hoas beza bet e Breuriez ar Verc’hez ! Gant nebeutoc’h a encrez ez ear dirag tribunal ar barneur ; rac ar Verc’hez a gass deza eneou e servicheurien. Rag petra om befe-ni aoun, pa eo Mari on alvocadez dirag Jesus e Mab ! Ouspen-se, ar re a vezo e Breuriez ar Verc’hez, a zo easoc’h dezo diouall ouz tan ar Purgator, dre an Induljansou. Pebez joa dezo, sonjal ez euz Induljans vraz, en eur ar maro, o lavaret an daou ano, Jesus ha Mari. Bugale Mari a vez ive dousseed, diverred o foaniou er Purgator, gant ar pedennou a reer evito, er Vreuriez ; ac ar Verc’hez a gass aliez an Elez, ac a-vechou e tisken e-unan er Purgator, evit distana d’e zervicheurien, terri nerz ar flammou (ervez Denez Chartreuz). Mes, ho bezit sonj, evit caout ar chansou euruz-se, eo red delc’her mad d’ho pedennou, beza aketuz da c’hounid an induljansou. Gvelit petra oc’h euz great bete vrema, nemet guell e ve ganeoc’h mont da leski er flammou. Ar re a zo o c’hortoz pedennou diganeoc’h, diouallit n’ho pe o ancounac’heat, diouallit na vec’h ancounac’heat ive d’ho tro, e poaniou ar Purgator. Mar dizonjit ar re all, Doue a zo just, lacaï dizonjal ac’hanoc’h ive, ha ne zilaoufe nemeur ar pedennou a ve great evidoc’h.
Trugarecaït Doue evit ar c’hrass oc’h euz bet da veza var roll bugale ar Verc’hez, ha dalc’hit mad d’e Breuriez bet’r maro. Lacaït ho poan da c’hounid Induljansou, ac ho bezit truez ouz ar re a zo eat eus ar Vreuriez d’an Anaoun.
E Plestin, var dro pemp leo diouz Montroulez, e oa ur verc’h tri bloaz var-n-ugent, Mac’harit Lucas, clanv a-stoc var e guele abaoue seiz vloaz, seized maro e izili, eb doare ebed da barea. Caër a oa clasc remed d’e c’hlenved, nemet voassaat ne ree. An deiz diveza eus a viz Mae 1852, evid cloza Miz Mari, e c’houlennas beza douged d’an iliz, da bedi dirag aoter ar Verc’hez ; ac e covesaas, ac communia ; ac e choumas ur pennad amzer da bedi dirag tron an Itron-Varia miz Mae. Pa oe scuiz, e oe cassed en un ti tostic d’an iliz. Eno e c’houlennas Miz Mari, ac ober ur pennadic lenn enna. Setu ma santas evel ur beac’h pounner o vont divarnei ; ac en em lacaas da drei ha distrei e fenn, da finval e zreid o cass ac o tigass anezo ; ar pez ne oa ket evit ober bete neuze. — Emaoun pare, emezi ; e-berr er pardaez-ma ez aïn da brocession Miz Mari. — An ini a oa var e zro, a dennas ar zonj-se eus e fenn ; nemet ma lezas anezi da zevel evit mont da gaout ar prenest, da zellet ouz ar brocession. — Pa edo ar brocession o vont a-biou d’an ti, eme Vac’harit, e cave d’in e velen ar Verc’hez o c’hoarzin ouzin, ac e santen em boa bet va goulenn, e oan pare. — An tronoz, o veza ne zonje den ebed penaoz edo an dro gant Mac’harit, e lavaras : — Ne fell ket dezo credi ez oun pare ; me zo o vont d’en discuez dezo sclear ac aned. — Ac i sevel eus e guele, gvisca e dillad, e-unan caer, eb nicun d’e zicour ; ar pez n’e doa greet seiz vloaz a oa ; ha disken gant an derezou d’an traon. E zud a redas en aviz rei scor dezi, arpa anezi da zisken eus ar zolier : — Lîzt ac’hanon, emezi, pare oun. — Tud e zi, o velet anezi drant en e zav, a oa souezed maro, ac an amezeien a zirede o clevet ur seurt burzud. Ha Mac’harit a-fo d’an iliz dirag aoter ar Verc’hez, ac ac’hano da gaout e c’hovesor, a oe ken souezed ac an oll, o velet Mac’harit eb e flac’hou (eb e branellou). D’ar zul varlerc’h, ac a oa sul an Drindet, ervez ur c’hiz coz, oa procession e Plestin. Mac’harit Lucas a zougas ar Verc’hez, nemet ma lezas un all da gemeret e flass, abars fin ar brocession, ac ez eas da heul, ur c’houlaouen en e dorn, ac an oll o daoulagad o para varnei. Eus ar parreziou divar-dro e teuas tud, a foul, da velet Mac’harit Lucas, pareed cloc en un tôl, e fin Mai 1852, goude beza bet seiz vloaz issill braz var e guele.
Tenned divar ul lizer scrived gant an A. Graet, person Plestin ; ac cleved ive gant unan eus parrez Plouziri, an A. R., a oa d’ar mare-ze o choum e kichen Plestin.