Ar c’henta Miz Mari/Cantic d’ar Verc’hez
F. Hallégouët, 1868 (p. 282-284)
Santez Mari, Mam Doue, e pep
amzer Gverc’hez,
Jesus a zo va Roue, ha c’hui va
Rouanez ;
Evel ma z’eo va Barneur, bezit va
Fatronez,
Ac evidon dirazan, bezit Alvocadez.
Etouez ho servicherien, plijet ganeoc’h
va receo ;
Meurbet eo dous ho servich, servich
ar bed c’hoero ;
Rac-se oc’h abandouni, kuitat ho
Preuriez ;
A ve redet gant malheur, d’en em
goll da james.
Eus va fers e prometan, ne rin ne
livirin,
Netra eneb d’oc’h enor ; biken ne
bermetin,
Na ve den sujed d’in-me, ken ardiz,
ken ingrat,
Da offansi Mam Jesus, ur Vam ken
dous, ken mad !
Evit galloud enori an ano a zouget,
A Vam a visericord, gvir Vam
Salver ar bed ;
Me a bromet soulaji ar beorien
afflijed,
Dre ma zint oll ar memprou eus
ho Map binniged.
Epad va buez em ceuvrou, va zicourit
bepred ;
Dreist peb tra var va maro, n’em
abandounit ket ;
Dre ho taouarn d’am Zalver, presantit
va ene,
Sur e zin d’ar Baradoz, var ho
lerc’h goude-se.