Ar c’henta Miz Mari/Litaniou e brezonek

Dizanv
troet gant Vincent Roudaut.
F. Hallégouët, 1868  (p. 301-306)



LITANIOU AR VERC’HEZ


E BREZONEC


————


Aotrou Doue, oll-c’hallouduz,
Ac eb muzul trugarezuz,
Guelet a rit peger zempl ômp,
Rac-se bezit truez ouzomp.


C’hui, Jesus-Christ, Salver ar bed,
Distroit ouzomp, ni ho ped,
Selaouit ouz on pedennou,
Roit deomp on goulennou.

Doue an Tad, zo or C’hrouer,
Doue ar Mab, zo or Zalver,
Ac ar Spered-Santel ive,
Trindet Santel en un Doue.

Sellit gant truez ouzomp oll
Evit ne d-aï nicun da goll ;
Ennoc’h c’hui eo e esperomp
Rac-se bezit truez ouzomp.

Santez Mari, Mam da Zoue,
C’hui eo a bedomp-ni goude ;
Gverc’hez santel ar Gverc’hezet,
Mam Jesus, ra vezo meuled.

Mam ar c’hras ac ar zantelez
Mam bur-oll evel an Elez,
Pedit evidomp deiz a noz,
Evit ma z-aïmp d’ar Baradoz.


Mam chast, a neat a bep pec’het,
Mam bepred dibec’h-caër choumed,
Mam oll-din euz or c’harantez,
Ur vam leun a bep caërentez.

Mam d’an ini zo or C’hrouer,
Mam d’an ini zo or Zalver,
Pedit evidomp deiz a noz,
Evit ma z-aïmp d’ar Baradoz.

Gverc’hez oll fur a din meurbet,
Gverc’hez zo da veza meuled :
Gverc’hez a zo ken gallouduz,
Gverc’hez fidel, trugarezuz.

Mellezour a vir zantelez,
Leac’h choazed gant ar gvir furnez.
Pedit evidomp deiz a noz,
Evit ma z-aïmp dar Baradoz.

C’hui eo a ra or joauzdet,
Ennoc’h ema mad ar spered,
Ennoc’h ema e vir denzor
’Vel en un lestr din a enor.


Lestr sacr ac a scuill er galon
Carantez a devosion,
Pedit evidomp deiz a noz,
Evit ma zaïmp d’ar Baradoz.

Rozen er Baradoz cuzed,
Tour David, gant olifant grêt,
Arc’h allians, ur palez aour,
Dor an Nê d’ar bec’herien baour.

Verlaouen, stereden an deiz,
Pareans ar glanvourien geiz,
Pedit evidomp deiz a noz,
Evit ma z-aïmp d’ar Baradoz.

C’hui eo a deu da gonsoli
Ar re a zo er velconi,
C’hui zo refuch ar bec’herien,
C’hui eo sicour ar gristenien.

Rouanez ouc’h d’an oll Eled,
Rouanez ar Batriarchet,
Pedit ovidomp deiz a noz,
Evit ma z-aïmp d’ar Baradoz.


Rouanez an oll Brophetet
Ac an Ebestel benniged,
Rouanez an oll Verzerien
A confessoret al lezen.

An oll Zent ac ar Verc’hezet,
Rouanez dibec’h-flamm croued,
Pedit evidomp deiz a noz,
Evit ma z-aïmp d’ar Baradoz.

Oan Doue, crucified,
A effas pec’hejou ar bed,
Ni ho ped oll, dre ho mirit,
Aotrou Jesus, on pardounit.

Oan Doue, crucified,
A effas pec’hejou ar bed,
Selaouit on pedennou-ni,
Abalamour d’on pardonni.

Oan Doue, crucified,
A effas pec’hejou ar bed,
C’hui a vel pegen sempl ômp,
Rac-se, bezit truez ouzomp.


Jesus, clevit on pedennou,
Jesus-Christ, grit on goulennou
Evit ma z-aïmp d’an Euruzdet,
Oc’h euz oc’h-unan deom prened.

Pedit evidomp, mam Jesus,
Ma viritimp beza euruz
Oz e velet er joauzdet
Ervez m’en deuz deomp prometed.


finvez.