Ar c’hiz newe
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Ar c’hiz newe (Duhamel).
Pa oan dizul ar beure o vont d’ann offerenn,
Ha me’ clewet eun envnic o canan ’n eur wezenn.
Alarette lon la !
Na ma lâre ann envnic, ken coantic dre he iez :
— Wit ar bloa n’ vô ket êzet anveout he vestrès ;
’Wit ar bloa ’n vô ket êzet anveout ar merc’hed,
Rac, kercoulz paour vel pinvic, hol ez int dic’hizet.
Eur robennic ru velenn a vô rèd da gavet,
Eun davanjeric bihan hac hen turturaillet [1].
Eul lêro zeï violet a vô war he diouc’har,
Eur boto lêr marokin, hac hi carget a c’hloar.
Eur c’harcan aour pe berlès a vô en dro d’he gouc,
Ha dindan ann-dimezel eun hinviz lienn stoup ;
Ha dindan ann dimezel, eun hinviz lienn stoup,
A vô griet gant fissel, ha c’hoaz vô toul partout.
Ar zôn-man ’zo compozet gant eun denic iaouanc,
N’hen eus netra da vewan nemet he dammic poan.
Françoise Mao, Planiel.
- ↑ Tururuillet: garni de festons de tulle,