Ar c’hleier o tizrei eus a Rom

Gloada ar Prad. Rakskrid gant Dirlemm
Ti moulerez Sant-Gwilherm, 1909  (p. 113-117)



Ar C’hleier o tizrei eus a Rom


————


Gant bannou kenta heol c’houek an nevez-amzer, ar yeod a deu da c’hlaza, an deliou a wisk skourrou ar gwez, ar gwez-frouez a zo goloet a vleun hag a roio frouez kaer divezatoc’h ; zoken ar plant a jom glas epad ar goaný a zant eur voueden founnus, o gwad d’ezo, o pignat da nevezi o liou koz.

Klevet a reer er bodenno al lapoused o tisplega o zoniou laouen ; an dubeed, kustumet da jom tost d’ar gear gant aon rak ar gwall-amzer, a gred brema nijal uhel ha mont war ar meaziou da glask ear wat hag heol tom dindan an oabl glas.

Du-ze, en hent goloet a wez kistin, setu eur c’haz astennet, o tomma e gov en heol benniget.

Er penn pella eus ar vourch e kaver eun ti, doare brao d’ezan gant ar glazvez a zo tro-war-dro, ar bokedou, an henchou kempen goloet a drez munut. An ti-ze koulskoude ne vez morse laouen an dud ennan. Ha setu ama perak.

Eur wreg a dremen dirak prenestr ar zolieradur uhella, hag e klever trouz en ti-ze ker kustum da veza sioul. Rei a reer ursiou striz ; ne glever ken : « Taolit evez !… arabat ankounac’haat !… diwallit !… »

Setu tri den o tont er-meaz eus an ti : eur bugel, koant evel eun ealig, gant e zaoulagad glas, e zell gwerc’h, e vleo melen, e zrem speredus ; drouk-livet eo avad ar paour keaz paotr… ; daou zen-all a zo krog ennan, unan a bep tu ; kement a evez a daolont war ar c’hrouadur m’eo eas gouzout ez int e dad hag e vamm.

Mont a reont gant hent ar gwez kistin, ar c’hi ouz o heul, ken souezet o welet e vestr yaouank er-meaz, ma lamm, ma tilamm, o leuskel youc’hadennou a levenez adlavaret gant hekleo skiltrus ar c’haniou tro-war-dro.

Ar c’hlanvour bihan koulskoude a zo deuet buan da skuiza, ha setu ma c’houlen azeza, ar pez a reont prestik goude war yeod flour a zo en o c’hichen.

Ar paotrig a zo e kreiz ; an heol yac’h a deu da alaouri e bennad bleo melen, endra ma tremen dre benn e vamm ar c’homzou-ma lavaret gant al louzaouer : « Chom a ray beo mar gwel ar c’henta heol tomm… » hag e lavar da c’houde : « Ema dispak an heol, ha va Ivonig a vousc’hoarz outan. »

Ar Yaou-Gamblid e oa ; ha du-ze, dindan bolz an iliz koz, an aotrou person gant e vouez krenerez a gane :

— « Gloria in excelsis Deo ! »

Ar c’hleier a yoa holl e bole evel d’ar goueliou brasa.

— « Perak ’ta, va zad, e son kement ar c’hleier hirio ? »

— « O lavaret kenavo emaint ; mont a reont da Rom epad tri dervez. »

— « Ha da ober petra, va zad ? »

— « Ankeniet int ; ar mabig Jezuz a zo o vont da vervel, hag ez eont da Rom da zini e c’hlazou. »

— « E pe leac’h ema Rom, va zad ? »

— « Rom, va mab, a zo pell bras du-ze, pell bras, pell bras ! »

— « Penaos e reont neuze evit mont du-ze ? »

— « An elez a zoug anezo… »

— « A ! » hag o trei oc’h e vamm e lavaras : Deomp, mamm, eus da gambr ni a welo an elez o tremen. »

Gant ar mall bras en deus da welet ar sperejou eürus, setu ar bugel o kerzet war-zu an ti ; hogen, gant aon na zigouesche ket araok ehan ar c’hleier da zini, e ped e dud da vont buanoc’h ; hag int-i, ken eürus o welet ar vuez o lugerni en e zaoulagad, a asten o divesker evit digouezout kentoc’h.

— « Va zad, dougen ac’hanoun, pe e vezimp divezat. »

Hag an tad, oc’h e lakaat war e vreac’h, a gerz, a gerz buan ; hogen, daoust da-ze, e oa ehanet ar c’hleier da zini pa zigoueschont dirak prenestr an uhel.

— « Va zad, daoust hag eat eo ar c’hleier ebiou a benn brenna ? »

— « An elez, va mab, a ya buan, hag an iliz a zo tost : eat int dreist hor pennou. »

— « Mad, va zad, tosta va gwele oc’h ar prenestr ; me fell d’in o gwelet o tizrei. »

Hag ar vamm da ziwiska ar paotr, endra ma ra an tad al labour merket d’ezan gant e vab. Siouaz ! eat eo buan al levenez ebiou d’ezo ; an derzien a zo krog adarre er paotr kaez ; krena ’ra ken na strak e zent an eil oc’h egile, riou en deus.

Deuet eo an noz. Alteri a ra ar paotrig paour. « Ar c’hleier… an elez… Mabig Jezuz… mervel !… Va mamm… ar c’hleier… dizrei !… trouz !… Dizav ac’hanoun, va zadig, ma welin ar c’hleier… »

Kollet gante ar fizianz vat o doa bet, an tad hag ar vamm a c’hed an deiz gant kalz a enkrez, o lavaret e teuy marteze an alter da derri.

Nag hir e oe an noz !!!

Pemp heur a zonas pa zihunas Ivonig, e dal goloet a c’houezen. Kenta tra ’reas e oe goulen ouz e dad hag en n’oa ket dizro ar c’hleier.

Hag hep gedal respont e dad, ar paotr a c’houlennas da eva. Hogen, endra ma kinnige e vamm d’ezan da eva, houma a welas e oa a-benn neuze evel eur goabren war daoulagad he mab !

— « Echu eo gantan ! » emezi, oc’h en em deurel etre divreac’h he fried ; ha hi da ouela dourek. Kaout a rejont koulskoude eun tammig nerz kalon pa gouezas o zellou war skeuden hor Zalver stag oc’h ar groaz.

— « Hor Zalver benniget, dres d’an heur-ma, a yoa war e dremenvan, hag, evel ma welomp hor bugel o vervel, Mari, e vamm, a yoa glac’haret bras en e gichen. Ha ma ne c’helle-hi netra evit miret oc’h youl Doue da zeveni, penaos e c’hell femp-ni an disterra tra evit hon Ivonig ker ?… » Evel-se e komzas an tad.

Edont a bep tu d’ar c’havel pa darzas an deiz. An heol avat ne zispakas ket. Koumoul du a ledas an dristidigez war ar bed-holl.

Ar bugel a yoa en e basion… alteri a rea atao.

Digeri a reas e zaoulagad wardro eiz heur, hag o testum e holl nerz e c’halvas :

— « Tad !… Mamm !… » Leun a enkrez, an daou bried a stouas war ar c’havel…

— « Daoust hag ar c’hleier a deuio dizale ? »

— « Ne deuint ket c’hoaz, va mignon ; warc’hoaz hepken. » Hag e klaskas Ivonig sevel en e goazez ; oc’h asten e zivreac’higou, e lavaras :

— « O ! o !… setu i… emaint o tizrei !… Mont a ran d’o heul… Jezuz !… »

Pennig koant an eal a gouezas war skoaz e vamm ; kollet he devoa he mab er bed-ma,

Antronoz, goude beza sonet dazorc’hidigez[1] hor Zalver Jezuz-Krist, ar c’hleier a embannas maro Ivonig.



————
  1. Résurrection.