Ar c’hloarec fripon

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Ar c’hloarek fripon.



AR C’HLOAREC FRIPON
____


Coantic ec’h ê ma mestrès, ha caër evel an dour,
Luc’hi a ra hi bisaj evel eur mezellour.
Ha me o c’houlenn out-hi, dre ma oa plac’hic coant,
Ha hi lojfe eun nozwez eur c’hloaregic iaouanc.
Hi o laret d’in disken, disken ha dont en ti :
— Credin ran a zo moyen evit ho repui.
Ha me o vont gant-hi dindan eur boud spern-gwenn,
Ben ma deuiomp ac’hano ’mamb troadet eur rozenn (bis) ;
Hac a zo padet out-hi ar spaz a nao miz crenn.

   — Me hâ brema da Baris, da boursu ma studi ;
’N han’ Doué, minorezic, reit eun dra bennac d’in !
— Ha me vonet d’am armel, o roi d’ez-han cant scoet,
Eun dousenn mouchouero, ter pe beder roched ; (bis)
A-baoue, ma daoulagad na d’eus-han ket gwelet.
Ne allan mont da Baris, ne allan mont da Rom,
Dalc’het on gant ar c’hloarec, er gêr a rencan chom ;
Ne allan mont da Baris, ne allan mont neb-tu,
Dalc’het on gant ar c’hloarec da granchad el ludu.

   Pa oa ar vinorezic oc’h ober he c’hanvou,
Oa ar c’hloaregic iaouanc er prennestr o selaou.
— Tawet, ma minorezic, plac’hic a humor-vad,
Rac mar d’è bew ar bugel, aman e-man he dad.
Cant scoet en penn ar c’hawel d’hen lacad ruskellad,
Cotillon d’ar vagerès ha mezeren d’ar mab.

______________