Enn eur goaremm alaouret
Gant bleun melen al lann,
Ar c’honikl a zo ganet
Etre daou skourr balan ;
Puchet ez eo ken braoik
War eur gwele raden,
Hag he benn zo ken koantik
Gant daoulagad melen !
Her gwelet rann a-wechou,
Kerkent deuet ar beure,
O redet er c’hrinennou,
Ken seder ha ken gae !
Mad a ra lammet, c’hoari,
P’en deuz, evit netra,
Ar ieot tener da zebri,
Ar gliz evid eva.
Euruz epad c’houeac’h miz,
E-kreiz he rouantelez,
En deuz bevet e frankiz,
Heb anaout ann enkrez ;
Hogen eunn dervez, siouaz !
Evit-han pebez gwall,
Enn he goaremm pa glevaz
Eur rumm chas oc’h harzal
Brema n’eo mui ken kuzet
E-touez ar bodennou,
Ar chas ho deuz hen c’houeset
Em’int war he roudou ;
Dreist ar c’hleuz, evit tec’het,
E lamm er wenodenn,
Kerkent ez eo diskaret,
Maro-mik, gand eunn tenn.
Ema war daol ar c’higer
Ar c’honikl, evit-mad,
Astennet he zivesker,
Tenval he zaoulagad ;
Achuet en deuz da lammet,
Hag e-verr, evit koan,
E vo poazet ha fritet
War ar billik-vihan.
|