Al labourer o vont d’he dachenn

D. Derrien, 1902  (p. 104-105)



AL LABOURER
o vont d’he dachenn
————
————


Ann erc’h a zo deuet da deuzi,
Ha kerkent, enn holl prajou,
Ar ieot da zevel a-zrevi,
Da ziwann ar bokejou.

Al labourer, drant en he za,
A zigor dor he lojenn,
Hag al laboused, o kana,
Hen galv da vont d’he dachenn.

Al labourer ivez a gan,
Rag he galoun zo laouen,
O kerzet a-dreuz ar balan,
E mogidel ann draonienn.

Ar werelaouen lugernuz
A jom, beteg ar beure,
A jom, beteg ann Angelus,
Da goinmz d’ezhan euz he Zoue.

Da c’houlou-deiz, ann alc’houedez
A nij huel dreist ar meziou,
Pedenn al labourer ivez
A zao beteg ann Envou.


Ha nerzusoc’h gand ar bedenn,
Hed ann deiz, al labourer,
A labour kement ha daou zen,
Heb sonjal enn he skuizder.

Evel-se me lavar d’e-hoc’h :
Na d-it bikenn war-zu kear,
Rag n’ez euz den eurusoc’h
Eged al labourer-douar.


————