Moulerez Sant-Gwilherm, 1909  (p. 19-20)



AR GER
————


Ar ger ! o gir a laka da dridal
Ar c’halono c’hoaz kristen ha leal,
Ar c’halono a gar, en gwirione,
Ar vro e lec’h ’deve bet ar vue.

Pell-pell du hont, ar merdead breizad
A gav dudi pa zonj en ti e dad,
E bried hag e vignoned karet ;
Ar sonj-ze ’disten e boanio kalet.

Ar zoudard kez, divroet, ret d’ean
Doujan mestro a ve reut peurvuian,
Na gav kammed eur louzaouen henvel
Ouz an hini a ra sonj Breiz-Izel.

An divroad, ac’h a d’ar broio krec’h,
Red-mad d’ean gant labour e ziouvrec’h
Gonit bara, alïes a ’n em lar :
Pell diouz ar ger ’m eus ’met poan ha glac’har !


Hag an hini a renk, ewit bewan,
Pellât diouz ti ar re ’gar ar muian,
Gant levenez ’wel o tonl an devez
Ma c’hall, evrus, hadwelet e di kez.

Ar ger ez eo an ti ’lec’h ’ver ganet
Hag an iliz e-lec’h ’ver badeet,
Hag ar vered e-lec’h ’ve douaret
Ar gerent vat gwechal kement karet !

An hencho don ’ve bet darempredet,
Ar parko ’lec’h ’n eve an den c’houezet,
An traouienno hag ar c’hoajo tenval
’Lec’h ’n eve an den c’hoariet gwechall.

Ar ger ’widomp ez eo c’hoaz Breiz-Izel,
Gant ar mor bras o peilhat he rec’hel,
’He zourio koant ; he lanneier bleuniet ;
Neb n’he c’harfe, ’nefe kalon ebet !

Setu ar ger ’garomp a greiz kalon
Da c’hortoz mont d’ar ger veur, ker gwirion,
E-lec’h ’kavfomp evurusted dispar :
’Met dreist d’hon Breiz n’eus ket war an douar !

————