Lajat, 1909  (p. 340-Ton)



AR GOGEZ


Chilaouet holl ha chilaouet,
Tran lar di re no
Eur zon a zo neve zavet
Tran la di ra lon la !
Tran lar di re no !

A zo zavet d’eur rum potred,
Ma vo ankouaet ar merc’hed.

Ar gwasan tra d’ar plac’hig kez,
Ez eo dimezi d’eur gogez…

Anveout a ran eur Pipi,
En pep souben eman e fri !

Eur potrig brao eo, war ma fé,
Kaozeal flour, gwaskan goude ;

Pipi-gogez, fe d’am douac’h,
Hennez a zo ha potr, ha plac’h !


A boan tec’het eus e wele :
— Kanet o deus ar yer hirie ?

Pipi d’ober tro ar c’hrewier :
— Eun dousen c’hoaz da vont en kêr !

Pa vezo ar zaout goroet,
Ec’h aïo warlerc’h da welet…

Mar ve chomet eun daken laez,
Ne vo ket brao bezan matez…

— Paneved-on, eme Bipi,
Aman e vefe eur c’hoari !

Ha kerkent da bod ar c’hoaven
E vezo groet eur weladen ;

Pa vezo al laez ribotet,
Dre losten Pipi vo zilet !

Neuze pa yel Pipi en kêr,
E vo gantan eur pez paner…

Amann, üo ha polizi,
Holl a vont gwerzet gant Pipi ;

Ken ma laro krennarded kêr :
— Setu c’hoaz eun digoavenner !


Evit ober e Yan-vravik,
Pipi a breno danve mik,

A breno traou d’ar vugale,
Dilhad ha botou koat neve…

Hag an arc’hant a vo dar wreg
Kontet piz, gwenneg ha gwenneg.

Dispign hep gouzout da Bipi
Na vezo groet ebarz an ti ;

Ha nag a zispign koulskoude,
Ezom ha red d’ober bemde ;

En despet da botr ar c’hoaven,
Fant a renko ober skoden…

Ha pa vo gouveet an dra,
Trouz ha bec’h, ha chao… Tra, la, la !

Evelse eman kont, tud kez,
Elec’h ma zo eur Yan-Gogez.

Kentel wirion ar zonig-man,
Chilaouet anezi breman :

Ar plac’h en ti, ar potr emaez,
Ma kerzo mad an tiegez !


An neb an eus ar zon zavet
A zo gwreg d’eur gogez daonet ;

Mes gant aon dimeus fest ar vaz
N’he laro ket he hano c’hoaz…

Mar c’hallfe bezan intanvez,
N’he dimefe ken d’eur gogez !


————


AR GOGEZ



\version "2.18.2"
\relative c'{
  \key d \major
  \time 2/4 
  a16 b cis d \autoBeamOff d8 d | e d4. | e4 fis | d8 e4. | d2 | \break
  \autoBeamOn d16 d fis e \autoBeamOff d8 cis | b a4. | b4 b | \autoBeamOn a8 b \autoBeamOff cis d | e4 fis | d8 e4. | d2 \bar "||"
}
\addlyrics {
  Chi -- la -- ouet holl ha chi -- la -- ouet, Tran lar di re no
  Eur zon a zo ne -- ve za -- vet Tran la di ra lon la Tran lar di re no!
}
\layout {
  indent = #00
  line-width = #150
}
\midi {
  \context {
  \Score
  tempoWholesPerMinute = #(ly:make-moment 100 4)
  }
}
\header { tagline = ##f }