War sioulder eun noz-hanv,
Eun ezennig skanv, skanv,
Flour a dremene ;
Ma-unan em c’hamprig,
E-tal ma frenestig,
Me a hunvree…
Pa glevis o sevel,
Douget war an avel,
Eun diskan kaer, kaer,
D’e chilaou e chomis,
War ma fe, na glevis
Mouezig ken tener !
Ma c’halon a dride,
Ar vouez koant a gane
Ar C’housk, Breiz-Izel ;
Ganti hon bro garet
A vijet luskellet
Dous en he c’havel…
C’hoant am oa da c’houzout,
Hag ive d’anveout
Perc’henn ar vouezig,
Hag eus ma c’hampr kerkent
E teuis war an hent
Da glask an eostig.
— Arabad ober trouz,
Skoemp, skoemp eo al lapouz, —
Eme tud an ti,
Bez sioul mar karez
Klevet henoz ar vouez,
Arc’hoaz n’he c’hlevi…
Hag e chomis eno,
Kluchet war an treuzo,
Didrouz, dilavar ;
Ar vouez drant a gase
A draouien da vene,
Kanaouen dispar !
II
An de warlec’h da noz,
Kaer am oa bet gortoz,
Gortoz an eostig ;
An ezen a c’houee,
Ha me a hirvoude
Warlerc’h ar vouezig…
Siouaz ! ne dleen ken
He c’hlevet en draouien…
Breizadez diboell !
A drok evurusted
Evit poaniou-spered
Ar broïou pell, pell.
N’am oa ket he gwelet,
Koant oa, herve laret,
Mili he hano ;
Hi a roas eun de
Gened ha karante
D’eun tam krak-aotro.
En kêr an durzunel,
Gant aon ouz ar sparfel,
A hirvoud bemde…
Sonj he c’hanaouennou,
Peuc’h dinec’h he c’hoajou
A wask hec’h ine !
En he Bro, koulskoude,
E ve karet ive
Ar bleuniou lili,
Pa deulont o c’houez vad
El liorz eur Breizad…
O paourkez Mili !
|