Cantic var an Exerciç [eus] [1] ar Gonfession,
Pe ar guir voyen d’en em dispos da ober ur gonfession vad ha d’en em reconcilia gant Doue dre ur guir binijen. Var an ton : Clevit evit mad, pobl christen.
[C]levit [2] entresoc’h, pec’herien,
Ha desquit oll ar guir voyen
D’en em lacat en graç Doue,
Ha da sauvetei hoc’h ene.
Evit en em lacat en stad
Da ober ur binijen vad,
Hac ur gonfession sincer,
Ar pemp tra-mâ so necesser.
Da genta oll gant dilijanç
Examina ho consianç,
Evit anaout an offançou
Hoc’h eus grêt enep hoc’h Autrou.
D’an eil er galon caout regret
Da veza Doue offancet ;
D’an trede, en em broposi
Na zistrot mui d’he offansi.
D’ar pevare entieramant
Confes ho pec’het humblamant
Hep nac’h netra gant nep seurt mez,
Hac o lesel peb digarez.
Goude-se ober, d’ar pempet
Quement a vezo odrenet
Gant ho confessour : er guis-se
En em lequeot en graç Doue
Mæs evit anaout ho pec’het
Ha caout anez[o] [3] guir regret,
|
Pemp tra so requis evit ober ur gonfession vad hac ur guir binijen.
|
|
En em adressit da Jesus,
D’he Vam, d’hoc’h æl, d’ar sænt eürus.
Evit quement-se ho peden
A reot, mar quirit, evellen ;
Mæs grit-hi gant attantion
Ha gant ur guir devotion.
|
Peden evit goulen ar c’hraç da anaout ha da regreti ar pec’hejou quent ar gonfession.
|
O va Jesus, me ho supli,
Roït d’in ar c’hraç da detesti
Ha da anaout an offançou
Am eus grêt deoc’h, ô va Autrou !
Allas, Guerc’hes, ne d’ounquet dîn
E cleffe ho Map quer ouzin,
Grit ma raï d’in anaout erfat
Va fec’hejou, hac ho c’hassaat.
O va Æl mad, va faëron quer,
Hac oll sænt, pedit va Salver
Ma roï d’am c’halon guir regret,
Ha guir sclerijen d’am Speret.
Amen.
En intention-mâ ive
Teir gueich ar Pater hac Ave
A so mad deoc’h da lavaret
D’an tri ferson eus an Dreindet.
|
Penaus e pec’her en teir fæçon enep an tri ferson ivez eus an Dreindet.
|
Rac enep Doue en tri ferson
E pec’hit ive en teir fæçon :
Dre infirmite, dre inoranç
Ha dre valiç pe arroganç.
Ar c’halloudeguez infinit
A Zoue an tad a offncit,
O pec’hi dre infirmite,
Deffot ha na resistit cre.
Offansi a rit ar furnez
Eus a Zoue ar Map ivez,
Dre ar pec’het a inoranç,
Faut deoc’h na heuliit ar brudanç.
|
Erfin dre valiç pa bec’it,
Dreist pep tra en em attaquit
Ouz ar vadelez eternel
A Zoue ar Speret Santel.
|
|
Neuse’ta piza ma ellot,
Hep faot en em examinot.
Var an dec gourc’hemen Doue,
Ha var rte an Ilis goude.
En em examinit ivez
Var an œuvrou a drugarez,
Var ar seiz pec’het capital
Hac ar pemp squiant natural.
Ar pemp squiant natural eo
Ar c’houez, ar vlaz, ar guel, ar c’hleo,
An touich pe an attouchamant :
Chetu eno pemp santimant.
Er fæçon-mâ et tleit guelet
Penaus hoc’h eus Doue offancet
Dre sonj, dre [go]ms [4], dre action
Hac ouspen dre omission.
Dre omission e pec’hit,
Ho teveriou pa neglijit,
Pa list ar mad hep he ober,
Hac en dleet deoc’h ha necesser.
Evit anaout guel ho pec’het,
Considerit pe leac’h oc’h bet,
Gant piou, p’en occupation,
Pe heur ha p’en occasion.
|
Ar voyen da examina erfat hor c’honsianç quent mont da gofes.
|
Goude m’hoc’h eus anavezet,
Guella ma illit ho pec’het,
Concevit en creis ho calon
Ur guir gueuz ha contrition.
Regretit hoc’h ingrateri
En andret Jesus map Mari,
Eo beten hoc’h andret quer mad,
O squilla evidoc’h he c’hoad.
|
Ar voyen d’en em excita d’ar c’hueuz ha d’ar gontrition eus ar pec’hejou quent ar gonfession.
|
|
Mar santi[t] c’hoaz criz ho calon,
Grit stard ouz Doue oræson,
Ma plijo gantâ e boucât
Dre verit passion he Vap.
Considerit eo ar pec’het
Ar brassa droug a so er bet,
Hac e ve guell en veo devi
Eguet na ve jamæs pec’hi.
Daou seurt a so unan marvel,
Hac un all pec’het veniel ;
Ar veniel a ra gaou bras,
Mæs ar pec’het marvel a laz.
Peguement bennac ma seblant,
Goude pec’hi marvelamant,
E veac’h leun a vuez ato,
Ez oc’h en hoc’h ene maro
Chasseal a rit eus oc’h ene
Dre ar pec’het marvel ho Toue ;
Jesus-Christ a zisenorit,
Hac a-nevez her crucifiit.
Mar mirvit en pec’het marvel,
Es eot sur d’an tân eternel
Da zevi hep soulajamant,
Ha d’arraji gant pep tourmant.
Rac-se deiz ar varn diveza
Jesus ho chasseo dioutâ
D’an ifern gant an dud collet
Hac an diaoulou milliguet.
|
Un act a gontrition goude beza consideret ar ræsonou diaraoc.
|
Va Doue, me a ene erfat
Ez oun bet ouzoc’h un ingrat,
Hac em eus cals hoc’h offancet,
Daoust peguer mad oc’h em andret.
Me am eus regret em c’halon
O c’hout peguer maleürus oun
D’ho peza, siouas , outrajet,
Va Doue, dîn da veza caret
|
Protesti a ran da dec’het,
Gant ho sicour, diouz ar pec’het
Ha diouz an occasionou
A so quiriec d’am dizurzou.
|
|
O veza en em examinet,
Hac ho pec’hejou regretet,
It gant ur guir devotion
Da ober ho confession.
Oc’h he commanç, grit sin ar groas
Gant feiz ha gant ur respet bras;
Goulennit gant humilite
Ar venediction ive.
Goude-se, hep hoc’h avertissa
Livirit bete mea culpa
Ar Confiteor a barfetet ,
En latin pe en brezonnec.
Lavaret gueneoc’h da guenta
P’eur ouac’h o cofes diveza;
Discleriit neuse gant fizianç
D’ho confessour ho consianç.
Livirit franc ar virionez,
Hep nac’h outâ netra gant mez :
N’ho pet quet aon d’en em accus,
Ha na zeut quet’d’en em excus.
Renoncit cren d’an drouc-speret
A laca he boan da viret
Na rac’h ur guir gonfession
Gant aon n’ho pe remission.
Confessaït ho pec’het epquen,
Hep lavaret drouc eus a zen :
N’en em daleit quet da gonta
Ar pez ne servij da netra.
Discleriit ar circonstançou
A chenj ar speç eus ho crimou
Hac ar re a zeu d’ho c’hrisqui
Ha memes d’ho diminui.
|
Penaus e tleer en em gomporti er gonfession ha goude ar gonfession.
|
Ouspen e renquit lavaref
Pet gueich boc’h eus grêt peb pec’het ;
An niver just ma na ouzoc’h
Livirit mui pe vianoc’h.
O veza gant contrition.
Grêt gueneoc’h ho confession,
Echuit ho Confiteor,
Ha selaouit ho confessor.
Evez bras e dleit da lacat
Da glevet quement ali mad
A roi deoc’h a-bers hor Salver :
Recevit-hi oll gant douçder.
Ha mar quef e ve a-propos
En profit hoc’h ene gortos
Hep rei deoc’h c’hoas an absolven,
Consantit gantâ hep anquen.
Rac ma na veac’h quet disposet
Da veza neuse absolvet,
Er c’hontrol beo d’hoc’h absolvi,
Na raë nemet ho condaouni.
Rac-se mar bez deoc’h ordrenet
Dont ur veich-all, na vanquit quet
Oc’h ober gant fidelite
Quement so dleet varben neuse.
Mar hoc’h eus nicun offanset
En he enor, pe desoblijet,
Grit dezan satisfaction.
Ha goulennit outâ pardon.
Mar hoc’h eus un dra quemeret
Pe viret hep ræson ebet,
E reot ho possubl d’he renta
D’he berc’hen, ar c’henta guella.
Mar d’oc’h dre valeur angajet
En occasion d’ar pec’het,
A-gren e renquit he zerri,
Hac en em bellât diouti.
D’ar fin, mar d’oc’h accustumet
Da gommeti nep seurt pec’het,
N’en em espernit en nep rra
Evit dont a’en em gourrija.
Goude receo an absolven,
Na vanquir quet d’ho pinijen,
Ha da implija ar remejou
Necesser ouz ho pec’hejou.
Chetu eno ar guir fæçon
D’ober ur guir gonfession :
Erguis-se en em lequeot en stad
D’ober ur gommunion vad. Amen.
CANTIC VAR GOURC’HEMENNOU DOUE
Ha re an Ilis, expliguet en ur fæçon ma vezo eas en em examina diouto da vont da gofes, hac a ve mad da lavaret ive bep mintin. Var ton an Tad Honore.
1. UN Doue epquen gant feiz adori,
Devotamant gant fizianç her pedi.
Hac her c’hari a galon dreist pep tra,
Na ne vanqui jamæs d’he servija.
2. En vean, en gaou, en droug nac hep justiç
Ne doui quet he hano en nep guis :
Hep blasphemou, gant respet he meuli,
Dai vœuou dezan hep dalea renti.
3. Tremen a ri ar sul hac ar gouel
En oræson hac en œuvrou santel,
Ha dindan boan da veza milliguet,
D’an deiziou-se nep labour ne ri quet.
4. Da dad, da vam, belec, mestr pe briet,
A enori, hep mancout d’ho c’haret,
Ha da renta dezo obeissanç,
Fidelite, respet hac assistanç.
5. Da vugale ha da servijerien
A instrui evel guir gristenien ;
Correction, justiç hac exempl mad
A roï dezo gant peoc’h, hep ho c’hassât.
5. Injur, venjanç, coler na cassoni
Ouz da nessa biquen na exerci ;
Mæs dont a ri a galon d’he garet
Hep disprijanç hac hep evi ebet.
6. Dre gourmandis, luxur na diegui
Diouall na deuez birviquen da bec’hi;
Nac ec’h ahdret, nac en andret re-all
Jamæs ne ri nep attouchamant fall.
7. Nep sort domaj da hentez ne ri quet,
Ha ne guemer he dra hep guir ebet :
Mar ec’h eus-hen dre zle pe dromplerez,
Bremâ-souden hen renti mar guellez.
8. A-enep den nep seurt fals testeni,
Gaou eleac’h guir biquen ne liviri :
Ne ri nepret jujamant temerer,
Na drouc-presec, na clevet he ober.
9. Œuvrou ar c’hic diouall na zeziri,
Nac en sonj vil memes n’en em bliji.
10. Madou re-all a-enep ar ræson
Ne soueti dagaout en nep fæçon.
1. CLevet a ri devot a-ben-da-ben
Sul ha gouel bers ato an oferen,
2. Oc’h assista en instructionou,
Hac o tec’her diouz ar goall c’hoariou.
3. Hac e tostaï gant guir devotion
En amser Basq ouz ar gommunion.
4. Iun a renqui bep bloaz ar vigilou,
Ar c’horaïs hac an daouzec diziou.
5. Na da sadorn, na da vener nepret
Ne zebri quic nemet deiz Nedelec.
6. An oll deogou; an oll prividiou,
Ha quement mad a dlez d’an ilisou
A baï ato hep faut gant lealdet,
Peautramant e vezi sur daounet.
Peden evit goulen ar c’hraç da observi erfat gourc’hemennou Doue ha re an Ilis.
TAd eternel, Doue oll-galloudec,
Ni ho supli, pa’z omp quen izomec,
Grit ma cresco en hon ene bemdez
An esperanç, ar feiz , ar garantez.
Roït deomp ar c’hraç, va Doue, da garet
Ar pez hoc’h eus deomp-oll gourc’hemennet,
Ma veritimp obteni ar repos
A brometit deomp en ho parados.
Ni her goulen dre verit ho Map quer,
Hon guir Autrou, Jesus-Christ, hor Salver,
A ren gueneoc’h en un Doue hepmuiquen
Gant ar Speret Santel da virviquen. Amen.
|
OMnipotens sempiterne Deus, da nobis fidei, spei et cariratis augmentum, ut mereamur assequi quod promittis. Per Dominun nostrum Jesum-Christum Filium tuum, qui tecum vivit et regnat in unitate Spiritûs Sancti, Deus, per omnia sæcula sæculorum. Amen.
|
CANTIC VAR UN ORÆSON,
Da veza recitet goude beza en em examinet mad da vont da gofes evit distrei ouz Doue, o c’houlen pardon ouiâ, herves an exempl eus ar map-prodig en Aviel, pehini so represantet amâ. Var an ton : Breiz-Izel, mam ar sænt.
EVit digant Doue
Obteni trugarez,
Ha pardon d’hon ene
Eus hor fallagriez,
Distrômp buan outâ
Gant resolution
Da ober dirazâ
Ur guir confession.
|
Leveromp a galon,
O tad carantezus !
Me so bet dall, poeltron,
Ingrat ha maleürus,
Da veza offancet
Quemenr ho madelez,
Pa dlien ho caret
Mui eguet va buez.
|
Me so bet ur prodig,
Pell diouzoc’h tec’het
D’ar vro diabolig,
Siouaz ! eus ar pec’het,
Eleac’h m’em eus bevet
Gant pep brutalite,
Ha m’em eus dispignet
Oll madou va ene.
O veza fouillezet
Va oll vad erguis-se,
Oun bet eta couezet
En peb necessite ;
Ne doun jamæs contant,
Geinet oa va speret,
Pa oan d’an ærouant
Esclav en em rentet.
O veza en em lequeat,
Siouaz, en he servij,
En deus ac’hanon great
Ato ur goall implij,
Rac da viret ar moc’h
En deus bet ma c’hasset,
Hac e carfen pelloc’h
Dibri eus ho boet.
Ar moc’h-se ne d’oant quen
Nemet an desirou
Hac ar c’hoant disordren
D’am plijadurezou,
O clasq satisfia
D’am inclination,
Hep ec’h allan beza
Contant en nep fæçon.
Hoguen pa’z on erfin
Deut enon va-unan,
O c’hout peguen indin
Oan tretet gant Satan,
Oun deut da lavaret :
|
Allas, pe en goall stad
Oun me en em rentet
O pellat diouz va zad !
A lod a vev contant
En servij va Doue,
Ha me nemet tourmant
N’em eus var va ene !
Ret vezo d’in sevel
Pelloc’h eus ar goal stad
A bec’hejou marvel,
Ha mont da gaout va zad.
Distrei a ran ouzoc’h
Bremâ’ta, va Jesus,
Gant fizianç vras enoc’h,
Pa’z oc’h quen truezus;
A galon prosternet
Dirac ho majeste.
Me ansao va fec’het
Gant guir humilite.
Anaout a ran erfad
Ez on en em rentet
Dirac ho taoulagad
Criminel bras meurbet,
Ha n’em eus meritet
Nemet ho cassoni,
Pa’z on bet effrontet
Hoc’h enep da bec’hi
Rac-se, va Zad divin,
P’am eus ho tileset,
Brema ne d’oun mui dîn
Da veza ho map galvet ;
Ma zretit hepmuiquen
Evel an distera
Eus ar servijerien
A zebr eus no para.
Va Doue, perac na de
Gant glac’har ha regret
Ranet va c’halon-me
|
D’ho peza outrajet ;
Penaus em eus-me bet
Ur seurt ingrateri,
Ha choui hoc’h ma c’haret
Hac hoc’h ma c’honservi ?
Maes p’hoc’h eus, va Jesus,
Ar maro gouzanvet,
Hac ho coad precius
Evidomp oll squillet,
Pardonit, me ho ped,
Pardonit d’am ene
A so bet deoc’h coustet
Quer ker, ô va Doue.
Pelloc’h em eus esper
Gant ho craç da viret
Ho lesen, va Salver,
Hep ho quitaat nepret,
O tiouall gant sourci
Diouz an occasion
A rea d’in consanti
Gant an dentation.
Roït d’in an abit ven
A voa collet guene,
|
Guisquit a-ben da-ben
Eus ho craç va ene ;
Liquit d’in ar bisou
Eus ho quir garantez,
Ma contractimp hon daou
Ur guir briedelez.
Roït dïn c’hoaz ar botou
Pe an nerz da guerzet
En ho courc’hemennou
Pell diouz hent ar pec’het,
Ha maguit va ene
Gant ho corf precius,
Evit ma vezin cre
D’hoc’h heulia, va Jesus.
Erguis-se, va Salver,
Goude ma oan maro
Dre ar pec’het marvel,
C’houi am ressuscito :
Goude ma oan collet,
Diouzoc’h o pellaat,
Ho pezo ma c’hafet
Gant joa en ho craç vad.
Amen.
|