Gwechall goz, eur vaouez a chomas intañvez gant tri grouadur. Tapet e drizek vloaz gant ar mab hena, e vamm a lavaras d’ezañ :
« Ma, va faotrig kaez, poent eo d’it, marteze, mont da c’hounit da vara. »
« Mat, va mamm, warc’hoaz kenta ez in. »
Ar vamm a reas eur wastellenn neuze, hag a droc’has anezi etre daou damm.
Hag antronoz, p’edo he mab o vont en hent, hi d’ezañ :
« Kae, Per. Setu amañ gwastell evidout. Pe seurt tamm az pezo ? An hini bihan, gant va bennoz, pe an hini bras, gant va malloz ? »
« Feiz, » eme Ber, « an hini bras gant n’eus forz petra. »
An tamm bras a zo roet, hag heñ kuit. E vamm a daol he malloz warnezañ neuze.
Hag ar paotr kuit ken seder ha tra. Bale a ra betek an noz. Skuiz eo neuze, hag heñ d’azeza e-tal eur feunteun.
« Amañ, » emezañ, « e vezin brao. Dour am bezo da drempa va zamm gwastell ennañ. »
Kerkent, setu eur baourez koz en e gichen.
« Per, » emezi, « ro eun tamm d’in en an’ Doue. »
« Nag en ano Doue, nag en ano n’eus forz petra, tamm n’az pezo, gwrac’h koz ! N’em eus ket re d’in va-unan. »
« Mat, » eme an him goz, « gwelloc’h e vije bet d’it, koulskoude, rei an tañva d’in. »
« Pe mat, pe fall am eus graet, ne ran ket a foutre kaer ! »
Kousket a ra Per eno, hag antronoz e kerz adarre gant an hent, hag e tigouez en eun tiegez bras.
« Petra ’glaskez ? » eme ar mestr d’ezañ.
« Beza kemeret da vevel ganeoc’h. »
« Labourat mat a rez ? »
« Mat a-walc’h. »
« Te a chomo ganin neuze. Troc’ha a rin da benn ouzit avat ma ne zeu ket da vat ganez ar pez a roin d’it da ober ! »
Ha koania a ra Per, goude beza graet marc’had gant ar penn-tiegez ; ha kousket a ra goude.
Antronoz ar perc’henn a gas anezañ d’ar c’hraou hag a ziskouez d’ezañ daouzek gwilhou alaouret.
« Ar re-mañ, » emezañ, « az pezo da ziwall e-kerz an deiz. Diouz an abardaez e tigasi anezo en-dro amañ. Ma vank unan hepken e vezi dic’houzouget ! »
Hag ar merour d’e labour.
« Gagn ! » eme Ber. « Kollet oun ! Diwall ar gwilhaoued-mañ ne c’hellin biken ! »
Gwir a lavare, ar paour-kaez ! Ar gwilhaoued a nijas du-mañ du-hont. Ha digas anezo d’ar gêr ne c’hellas ket Per. Ha dibennet e voe didruez…
Ar bloaz war-lerc’h. Paul, an eil mab, a yeas kuit ivez. Evel e vreur Per, kemerout a eure an tamm gwastell bras, hag e vamm a daolas he malloz warnañ. Evel gant e vreur ivez e tigouezas gantañ : ne roas tamm d’ar baourez ; karget e voe da ziwall ar gwilhaoued, ne voe ket evito, ha krouget e voe…
« Alo, Yannig, » eme ar vamm, eur bloaz da c’houde, « mall eo d’it mont da c’hounit da voued ivez. »
« Hag ez in, mamm ger, pa ’z eo ret. »
« Setu amañ daou damm gwastell. Pe hini anezo az pezo ? An hini bras, gant va malloz, pe an hini bihan, gant va bennoz ? »
« O ! mamm, roit an hini bihan d’in gant ho pennoz. »
« Mat, va mabig kaez, va bennoz a roan d’it. Ha pedi a ran an Aotrou Doue d’az penniga ivez. »
Ha Yannig en hent. E-doug an deiz e kerz, hag e tigouez e-tal ar feunteun ma oa chomet e zaou vreur da ziskuiza en he c’hichen. Dizale, setu ar baourez koz o tostaat.
« Yannig, » emezi, « ro eum tamm d’in, en an’ Doue. »
« A galon vat e rannin ganeoc’h, moereb. »
Hag ober a ra e-giz ma lavar.
« Da drugarekaat, » emezi, « ha Doue d’az pennigo ! Te a zo o vont da vevel, neketa ? Mat, prest e vezi e-kichen eun ti bras. Di ez i da glask labour. Setu amañ petra a vezo roet d’it da ober : mesa daouzek gwilhou. Da zaou vreur a zo bet eno ivez, ha n’o deus ket gellet ober o labour, ha dic’houzouget int bet. Te avat, peogwir out bet mat em c’heñver, dal amañ eur c’houitell d’it. Gantañ e c’helli dastum ar gwilhaoued en da gichen, ha senti a raint ouzit. Arabat d’it rei ar c’houitell da zen ebet avat, n’eus forz petra ’vefe kinniget d’it evitañ, rak n’az pefe ken neuze nemet ar maro da c’hedal.
« Bennoz Doue d’eoc’h, mamm goz. »
Hag hi kuit. Ha Yann, kerkent ha ma c’houlaou an deiz antronoz, a ya war-du an ti bras. Ar mestr a zo war an treuzou, hag heñ da Yannig :
« Petra ’glaskez ? »
« C’hoant am eus e rafec’h koumanant ouzin, mar plij ganeoc’h. »
« Petra out gouest da ober ? »
« Trizek vloaz n’oun ken c’hoaz, aotrou. Eus va gwella a rin, koulskoude. »
« Mat e komzez. Greomp marc’had hon-daou eta, ha marc’had leal. Ma n’out ket evit ober ar pez a c’hourc’hemennin d’it, e vezi dibennet. »
« Ha ma ran anezañ ? »
« E vezi paeet ker mat ha ma kari. »
Antronoz, mintin mat, e tigorer ar c’hlud, ha setu an daouzek gwilhou da nijal er-maez.
« Diwall ar re-ze, Yannig, ac’h eus da ober betek an abardaez, ha digas anezo en-dro ivez, » eme an tieg.
« Mat, » eme Yannig. « Ken’ emberr neuze. »
Hag heñ gant ar gwilhaoued. A-benn eur pennad e c’houez en e c’houitell, ha setu al laboused en-dro d’ezañ.
« N’it ket re bell diouzin, » emezañ d’ezo.
Hejal a reont o fenn e-giz da lavarout : « Ne daimp ket kennebeut. Bez disoursi. »
Da greisteiz e tigaser e lein d’ezañ, ha chom a ra e-unan gant ar gwilhaoued betek an abardaez-noz. Neuze e tap e c’houitell, e c’houez ennañ, hag int da zont d’e gavout ha da vale dirazañ, evel eur vandenn gwayed ! (gwazi).
Mantret eo tud an tiegez ouz e welout o tont gant al laboused.
« Graet mat eo da labour, » eme ar mestr.
« O ! n’eo ket diaes ivez. »
Koania a ra Yann, hag an ozac’h d’e wreg :
« Penaos en deus graet ? »
« N’ouzon dare avat. Gouzout a rankimp. Ma kasfemp hor merc’h warc’hoaz da welout ? »
Hag, antronoz, e ya ar verc’h da gas lein da Yannig.
« Penaos, » emezi, « e c’hellez mirout outo da vont kuit ? »
« Gant ar c’houitell-mañ. Sell. »
Hag e sut, hag ar gwilhaoued a zo holl en e gichen.
Hag ar verc’h d’ar gêr, hag e tispleg kement-se d’he zad ha d’he mamm.
« Kaout ar c’houitell a rankin, » eme ar vamm.
Deuet Yann gant ar gwilhaoued, ar mestr a c’houlenn outañ prena ar c’houitell digantañ.
« Ne werzin ket anezañ, » eme Yann.
« Ma ! » eme ar wreg outi he-unan, « kousto pe gousto, ar c’houitell-se am bezo. »
Hag antronoz ez a he-unan da gas e lein da Yann.
« Mont mat a ra ganez, Yannig ? » emezi.
« Ma ’z a ker mat ganeoc’h, mestrez ? »
« Penaos e virez ouz ar gwilhaoued da vont kuit ? »
« Gant ar c’houitell-mañ. Me a c’houez enni, ha raktal e teu al laboused d’am c’havout. »
Hag ober a ra kement-se.
« Gwir eo, » eme ar vaouez. « Evit pegement e roï ar c’houitell d’in ? »
« N’emañ ket da werza. »
« Ugent real a roin d’it evitañ. »
« Ne roin ket anezañ. »
« Hanter-kant lur ? »
« Ne roin ket anezañ. »
Hag hi d’ar gêr. Heñ a zastum ar gwilhaoued hag a ya ivez.
Antronoz, ar verc’h adarre a zigas e lein da Yann.
« Va mamm he deus lavaret d’in dont, » emezi.
« Mat, » eme Yann, « Hegarat tre out em c’heñver. »
« Ya, neketa ? Ar c’houitell a roi d’in ? »
« Ne roin ket. »
« Me a roio kant lur d’it. »
« N’az pezo ket anezañ. »
« Selaou mat : daou-c’hant hag eun dra ouspenn. »
« Petra eo ? »
« Aotre da bokat d’in e-pad eun eur penn-da-benn. »
« Ro d’in ar pez a zo ouspenn da genta. »
« Mat. Kemer kement a gari. »
Tremenet an eur (berr eo kavet, na petra ’ta !), ar verc’h a lavar da Yann :
« Dal daou-c’hant lur, ha ro ar c’houitell d’in. »
« Ne roan ket avat, » eme Yann.
Hag hi d’ar gêr, ha lavarout d’he mamm penaos he deus graet ha manket war he zaol memes tra.
Hag ar wreg d’he gwaz :
« Ma ! Hennez, ar Yann-ze, a rank mont kuit ac’han, c’houitell hag all ! »
Pa ’z eo digouezet Yann, e lavar ar mestr d’ezañ :
« Kae kuit ! »
« Graet em eus va labour, » eme Yann, « pelec’h emañ va fae ? Lavaret ho poa d’in e vijen paeet ker mat ha ma karjen. Daou sac’had aour a rankan da gaout, hag ar gazeg c’hell da gas anezo ganin. »
Roet int d’ezañ, ha Yannig a zistro d’ar gêr. Eürus e voe e-pad pell hag hir amzer… Setu petra eo kaout bennoz eur vamm ha beza trugarezus e-keñver ar re baour.
Ar Bobl,
c’houevrer 1906.