Ar marc’heg milliget

Moullerez Ar Bobl, 1914  (p. 109-117)



Ar marc’heg milliget


————


E Breiz-Izel, en eur c’hornig a venez Are ez eus eur chapel dindan hano St-Herbot, hag ar chapel-ze zo anavezet ha darempredet gant kalz a dud. E kichen ar chapel-ze ez eus ar pez a c’halver eur c’houez-dour hag a deu tud a-bell da zellet outan. Ar ster Ellez, goude dont eus an douar e Gun-Elle, e-troad menez Sant-Mikeal, a dreus Brenniliz ha Lokefred o vont war-zu Sant-Herbot. Ar ster a zo eno war eur blenen uhel, mes araok digouezout e Sant-Herbot e tisken en eun taol, diwar ar menez, en eun draonien pe stanken don don. An dour en em daol a gas, a lamm da lamm, a roc’hel da roc’hel, hed wardro eur c’hard eur bale, azalek ar beg betek ar goueled. Dreist-oll pa vez krenv an doureier, ne weler nemet eonen evel eul linser wenn ledan stignet o plega hag o tisplega azalek gorre ar menez d’an traon hag e klever eun trouz a laka da dregerni ar c’harter-oll. En daou du d’ar ster ez eus koat, ha gwelet a reer ive stank a-walc’h, oc’h diribin an dorgen zonn-ze, peziou rec’hel ha ne gretet ket mont tost d’ezo, rak dalc’hmad e sonjfet e vent o vont da riskla eus al leac’h m’emaint ha da ruilha da oueled an draonien.

Dindan unan eus ar rec’hel-ze ez eus eun toull, evel eur c’hao, hag e goueled ar c’hao-ze, don kenan, ez eus eun eienen a red an dour anezi en eur feunteunig eur pennad ac’hano. Hounnez oa gwechall feunteun Sant Herbot. Hogen, abaoue ma ’z eo digouezet ar pez ez eomp da verka ama, an eienen-ze n’he deus mui a hano ; he dour a zo milliget ; ar mesaer a dec’h diouti, ha ne fell ket d’ezan zoken lezel e loened da eva eus an dour-ze.

E kichen dor ar c’hao-ze ez eus eur mean-hir astennet e-touez ar c’hinvi ; dindan eur penn eus ar mean ez eus eur mean-all bihannoc’h. A-bell e kemerfet ar mean-ze evit eur mean-hir, evel a zo eleiz e Breiz Izel, mes a-dost e ve lavaret e ve eno war e c’hourvez eur marc’heg gant eur mean dindan e benn oc’h ober penn-wele. Hennez eo skeuden pe mean ar marc’heg milliget, a zav ac’hano a-wechou, a leverer, hag a glever oc’h hirvoudi. Setu ama penaos eo bet savet an histor-ze.

Eun amzer zo bet, hag an holl o deus klevet hano eus an amzer-ze, ma ’z ea, eus a Vro-C’hall hag eus an holl broiou kristen, tud a vandennou d’an douar santel, da vrezelekaat evit difen bez hor Zalver hag al leac’hiou all bet rusiet gant gwad Jezuz-Krist, pe bet santelleat gantan o vale dreizo. An duchentil dreist-oll a yea en hent, ar re da vihana anezo a yoa kristenien vat, ha pep hini a gase gantan muia ma c’helle eus e wazien, eus ar re ma en doa gwir warnezo. Setu petra c’halvet ar brezel santel pe brezel evit ar groaz, hag ar re a yea d’ar brezel-ze a c’halvet kroazourien, ha dougen a reant eur groaz e mezer war o dilhad. Ar Vretoned ne oent nak ar re ziveza o vont d’ar brezel santel-ze, nak ar re a ziskouezas ennan nebeuta nerz-kalon na nebeuta feiz, hag ar Sarazined, an dud divadez eus ar vro-ze o deus dalc’het sonj pell amzer eus an taoliou kaer great eno gant tud a Vreiz-Izel. En amzer-ze ez oa a-dost da Zant Herbot daou gastell hag a yoa o chom enno daou zijentil, daou varc’heg, ar marc’heg Ruskeg hag ar marc’heg Rusdal, hag an daou gastell a zouge pep hini anezo hano e berc’hen.

Ar marc’heg Ruskeg a yoa eun dijentil a lignez uhel eun den eus ar re wella, eur c’hristen kalonek, karet gant e wazien ha gant an holl. Ne vije ket bet brao er mare-ze mont da glask stourm oc’h kastell Ruskeg. Gwelet e vije bet hep dale labourerien-douar, mesaerien, pilhaouerien o kemeret, e defot gwell, pep hini e benn-baz evit mont da zifen an Aotrou. Ar vugale zoken, o tiouall an denved er menez, a vije eat d’an emgann gant o fenn-baz-dotu, kentoc’h eget lezel ober droug d’an hini a garient holl bras ha bihan. Kerkent ha ma oe hano da vont da zifen bez hor Zalver, marc’heg Ruskeg, evel eur c’hristen mat ma z oa, a oe unan eus ar re genta oc’h en em lakaat en hent, hag o testum eur vanden eus e wazien hag eus e vignoned da vont d’e heul.

Marc’heg Rusdal ne oa tamm henvel oc’h an dijentil mat hon deus komzet anezan. Rusdal a yoa eun den kris ha diboell. Kredabl oa bet badezet ; hogen, hag e vije bet divadez, n’en divije ket renet eur vuez dizuchoc’h, direoloc’h na gwasoc’h evit a rea. E wazien hag ar re a yoa dindanna ne dosteant morse outan nemet en eur grena. Beva a rea en e gastell gant eun toullad mevellou pe lakizien ken direol, ker kris ha ken divadez hag hen. Ne deant er meaz eus ar c’hastell-ze nemet evit skrabat ar pez a blije d’ezo : laeres ha laza a yoa evito eun ebat. Tec’het a reat dioc’h ar c’hastell evel dioc’h eun toull laeron. Abaoue ma oa eat an dijentil Ruskeg d’an douar santel, Rusdal en doa kresket c’hoaz e dorfejou, ha kresket oa ive dre ar vro ar strafuilh hag an enkrez a yoa razan. Rak, e c’hellit kredi, Rusdal n’oa ket eat da zifen bez hor Zalver ; eun den eveldan n’oa ket great evit dougen ar groaz, na bale dindan banniel Jezuz.

E kreiz e zizursiou, e kreiz an ebatou euzus en em blije enno, Rusdal a yoa bepred eun dra o kriniat e galon ; an youl d’en em venji, ar gasoni en doa oc’h an dijentil Ruskeg. Kounnari a rea o sonjal ez oa an dijentil-ze karet gant an holl, endra ma’z oa hen kaseat gant holl dud ar vro. Roet en divije e ene, ha meur a hini, mar en divije bet da rei, evit gallout en em zizober, evit gallout en em venji eus e enebour. Ar gounnar, ar warisi-ze her c’hrinie noz-deiz. Dalc’hmad her c’hlevet o lavaret : « Piou am venjo-me war hennez ? Piou en distrujo ? Piou a roi d’in-me tro da ziskar warnezan va c’hounnar ha va malloz ?

Evel a welit, an ifern a yoa e kalon ar marc’heg hag an ifern a respontas ive a-benn eur pennad oc’h an youl-ze eus e galon kaledet. An droug-spered a gavas da gas d’e zikour unan hag en doa eur galon ker kris hag hen. Eun nosvez ma edo Rusdal en eun dourel eus e gastell, e rea eun amzer skrijus ; an avel a yude, ar gurun a groze, al luc’hed a zidarze hep ehan, hag ar marc’heg direol a doue hag a lavare bep eun amzer :

— Piou a zistrujo va enebour ?

— Me ! eme eur vouez o respont eus ar meaz.

Ha kerkent e tigor dor an dourel, hag eun den en em gav en e zav dirak Rusdal, ober a reas eur skrijaden, hag e lavaras :

— Te ? Piou out-te ?

— Sorser Lannedern, Korrig, ho prasa mignon.

— Sorser Lannedern ? Mat, daoust pe te zo den, pe te zo diaoul, mar grez va labour, bez deuet mat !

— Hen ober a rin.

— Ha petra zo red d’ober ?

— Dont d’am heul.

— Da beleac’h ?

— Da feunteun Sant Herbot.

Rusdal ne blije nemeur d’ezan klevet hano eus ar zent na mont wardro o chapeliou.

— Petra, emezan, ha ne ve ket kouls mont eleac’h-all ?

— Aon ec’h eus Rusdal ? Mar ec’h eus aon, chom aze, mes me lavaro ez out eur marc’heg digalon.

— Me… aon ! bale e leac’h ma kiri, n’eo ket Rusdal a jomo warlerc’h…

— Ni welo.

— Pe zeiz eo red mont ? Da be heur ?

— Henoz, brema dioc’htu. Selaou !

Ha kerkent e klevfchont horolaj ar c’hastell o sini hanter-noz. Ar sorser a gontas an daouzek taol hini da hini, a vouez uhel, ha pa en devoa kontet an daouzekved taol e lavaras :

— Alo, setu ar mare ; mar deus gwad en da wazied, deus war va lerc’h !

Evel daou lapous noz, pe daou ziaoul o klask tud da zamma, ez ejont ac’hano, buhana ma c’hellent, a-dreuz al lann hag ar brug, e-trezek feunteun Sant-Herbot.

Araok mont larkoc’h, lavaromp petra oa an hini a yoa deut.da gerc’hat Marc’heg Rusdal, hag a lavare oa e hano Korrig pe sorser Lannedern.

Korrig, evit gwir, a yoa ganet e Lannedern. E vamm a yoa eur gristenez vat, hag he divije e ziorroet evel m’eo dleet ma vije chomet beo gantan. Siouaz ! dont a reas ar maro d’ezi pa oa c’hoaz bihan he mab. Korrig a oe neuze dilezet, rak e dad, hag a garie re ar picheradou, en em lakeas neuze da rener saout ha loened-all, evit kaout tro evel-se da vont dalc’hmad eus an eil kear varc’had d’eben, ha da derri e zec’hed aliesoc’h, hag e lezas e vab d’en em denna evel ma karje. Korrig en doa spered, mes evel n’en doa den na da gemeret soursi anezan na d’e gelen, en em roas d’an droug. Evel eur parkad ed doareet brao da genta, ma na vez ket c’houennet, ma na vez kemeret soursi ebet anezan, a deu al louzeier fall da zevel ennan ha da c’hounit var an ed mat ; evel-se e c’hoarvezas gant ar paotrig-ma. N’en devoa den evit hen difazia pa vanke, ha gevel-se an droug a deuas e ber amzer da c’hounit en e galon war ar mad. E dad ne roe d’ezan nemet gwall skouer. Pa deue d’e di goude beza bet diou pe deir zizun o vale, pa gleve tamall eun droug bennak d’e vab, en em lakea d’e vazata, hag eun dervez e skoas gantan gant kement a grisder, ma tec’has Korrig ac’hano en eur douet ne deuje mui biken war-dro e dad na d’an ti eleac’h ma ’z oa ganet. Neuze ez eas da veva er c’hoajou, gwech ama gwech ahont, en toullou dindan ar reier, hag ac’hano ez ea da c’houlen an aluzen, pe da laëres, dioc’h ma kave tro. Pa oa deuet da veza den a-walc’h, en em lakeas da ober similherez, ha tud ar c’harter o doa aon razan her galve sorser Lannedern.

Korrig a ouie pebeus kasoni en doa Marc’heg Rusdal oc’h Marc’heg Ruskeg. Gouzout a rea e tlie an dijentil digouezout er gear, distro eus an douar santel, goude beza brezelekeat eno gant kalon evit bez hor Zalver. Ha setu perak oa deuet da gerc’hat Rusdal evit taga an dijentil Ruskeg araok ma tigouesche en e gastell.

Korrig ha Rusdal a yea eta a-brez, evel m’on eus lavaret. An noz a yoa tenval-zac’h ; lammet a reant er poullou dour ; steki a reant oc’h ar reier ; ar skourrou gwaz a fouete d’ezo o drem ; o dilhad a yoa treuzet gant an dour bil a rea. Rusdal a yoa eat ker skuiz ma na c’halle mont ken.

— Ehanomp eun neubeut, emezan.

— Ehana ? eme ar zorser o laosker eur c’hoarzaden c’houez.

— C’hoarzin a rez, den fall zo ac’hanout, oc’h va gwelet skuiz maro !

— C’hoarzin pe vervel, eme ar zorser ; bete vrema, Rusdal, n’ec’h eus bet nemet ebat ; ma n’hellez mui c’hoarzin, n’ec’h eus ken nemet mervel.

— Den fallakr, te da vihana ne c’hoarzi mui ! Hag ar marc’heg a yea da dreuzi Korrig gant e gleze. Mes hema a yeas en eul lamm pell dioc’h Rusdal, hag a lavaras adarre en eur c’hoarzin :

— Klask a rez va laza, Rusdal ; mes neuze, ha da venjans ? Neuze e fell d’it lezel Ruskeg didrouz ?

— Biken ! ha pa rankchen…

Ne gredan ket merka blasfem ar reuzeudig.

— Ma, neuze, dalc’h mat da zont d’am heul.

Etre daou oant digouezet e kichen feunteun Sant Herbot, er c’hao dindan ar roc’hel.

— Ehan brema eur pennad, eme ar zorser, rak bremaik ez pezo ezom eus da nerz. Ha neuze, n’ec’h eus ket lavaret c’hoaz pegement a aour ec’h eus sonj da rei d’in. Me ne garan ket labourat evit netra, hag ar zervich a rentan d’it ne deo ket dister.

Rusdal n’en doa ket bet c’hoaz an amzer da respont, pa weljont eur c’houlaouen dindanno e goueled ar draonien, e-touez ar gwez.

— Henhont eo ar marc’heg Ruskeg ? eme Rusdal.

— Hen e-unan, eme ar zorser ; ema war varc’h ha daou vevel en e raok, eul letern ganto.

Marc’heg Rusdal ne c’hortoz ket hirroc’h. Ar warizi, ar gasoni, ar gounnar, an egar o virvi en e galon, en em daol a benn-herr d’an traon evit en em strinka war e enebour. Hogen, pelloc’h edo dioc’h goueled an draonien evit na zonje d’ezan, hag evel daoulagad e gorf ne welent ket muioc’h evit daoulagad e ene, ez a da steki oc’h eur roc’hel, ha diwar ar roc’h-se e ruilh a roc’h da roc’h beteg an traon, hag e koez flastret etre treid marc’h an dijentil Ruskeg.

An dijentil mat a lavaras d’e zaou vevel sevel an den-ze, hag hen e-unan a ziskennas diwar e varc’h evit sikour an hini a wele astennet eno maro war an hent. Hogen, pebeus souez ha pebeus spont o devoe pa weljont n’allent ket e zevel hag oa troet ar c’horf maro e mean ! Neuje e weljont ive eun all o tont da gregi e korf ar marc’heg maro : sorser Lannedern oa ; ha pa welas petra oa deut e vignon da veza, e laoskas eur youc’haden skrijus, hag e tec’has ac’hano evel eun den diskiant. Hag e gwirionez, troet oa e spered, ha mervel a reas hep dale, skoet hep mar gant dourn Doue.

An dijentil Ruskeg a drugarek aas neuze Doue c’hoek da veza e zifennet oc’h an daou zen fallakr-se.

Korf ar marc’heg eat e mean eo a zo eno dirak ar c’hao ma hon eus komzet anezan, hag hen henvel a reer Ar Marc’heg Milliget.


G. M.


(Tennet diwar Feiz ha Breiz, 23 mae 1868).


————