Moullerez Ar Bobl, 1914  (p. 104-108)



Loden Doue


Eur gouel ar Rouaned e mare an Dispac’h


————


Pep tra a yoa sioul ha dienkrez en nozvez-ze e Kerdafred. Kedern, ar merour, a yoa azezet war skabel an oaled o tevi eur c’hornad butun da c’hedal koan. Tri pe bevar bugel a rea jolori endro d’ezan : lod a jache war e zilhad, lod-all a bigne war e zaoulin, ha kement-se evit kaout ar blijadur da lavaret d’ezan ez oa gouel bras.

— Tad ! tad ! ankounac’heat hoc’h eus… Hizio ez eus gouel ! a lavare Janedig.

— Ya, eme Louis ive, eur paotrig a bemp bloaz, hizio ema gouel ar Rouaned ! Mamm he deus great eur gouign gant bleud gwiniz ; lakeat he deus enni mel, hag eun dra bennak-all c’hoaz, eur…

— Arabat lavaret, Louis, pe hon tad a ouezo eveldomp ! a lavaras Gaïd, ar baotrezig dous.

— Plijadur a vo ! Plijadur a vo !… a lavare ar vugale o strakal o daouarn hag o tilammat d’an douar.

Pen Kedern a deuas da veza tenval.

Ar pez a lavare a rea d’ezan sonjal e traou a-bouez.

Edod neuze e mare gwasa an dispac’h, p’edo ar spont vras o ren war ar vro. Ne vije ket bet brao da dud Kerdafred beza tapet oc’h ober an disterra tra a c’helle digas sonj eus gouel koz ar Rouaned ; ouspenn peadra a yoa eno da veza barnet ha dibennet. An dispac’herien a yoa kris ha n’helled kuzat netra outo. Piou c’hoar ha n’edont ket zoken d’an ampoent oc’h ober o zro, hag o spia ar pez a read en tiez ? E abardaez an deiz-se, en-deün, o tont eus foar Foujer, Kedern en doa klevet tennou fuzul a-bell.

E galon a deuas da veza ankeniet pa zonjas e kement-se. Chacha reas ar vugale davetan hag e lavaras d’ezo a-vouez izel :

— Roït peoc’h, bugale ! Ma klevfed ac’hanoc’h ! Ar vugale a oe spontet d’o zro hag a yeas d’en em starda ouz o zad.

Gwelet a reant ez oa eur riskl bennak uz d’o fennou.

Gaïd hepken a gredas lavaret goustadik :

— Perak kaout aon pa ’z eo prennet ker mat an nor ?

— Aon am eus evidoc’h, bugale !

— P’eo gwir emaomp ganeoc’h !

— N’eo ket a-walc’h, emezan.

— O tad ! an dud fall ne gredint ket dont ; ha neuze, Doue a gar ac’hanomp ; hen hon diouallo dioc’h pep droug. Mamm he deus great d’eomp lavaret hor pedennou evit goulenn e skoazel.

Kedern a roas eur pok d’e verc’h :

— Doue ra viro ac’hanout, emezan. Poent eo d’eomp debri koan. Ouz taol, bugale !

Ar wreg he doa lakeat eun dousier wenn war an daol, ha war an dousier-ze eur podad chistr hag eur bara gwiniz da zigas c’hoant debri d’an dud.

Ha setu, p’edod o c’hedal an nebeuta, unan bennak o skei taoliou munut war an nor, hag e oe klevet eur vouez o lavaret :

— Digorit buhan, en han’ Doue ! An ozac’h a hastas mont da zigeri, hag e kavas dirazan eun den koz, gwenn e vleo, sounn c’hoaz evelato war e ziwesker, d’ezan eun dremm leun a vadelez hag a zousder.

— Aotrou person ker ! a lavaras Kedern mantret.

— Deuit tre, aotrou person, a lavaras ive Madalen, ar wreg. Deuit en ti, hag ho pezo ho lod eus kouign ar Rouaned.

Ar beleg a vousc’hoarzas.

— Siouaz ! va mignored, n’eo ket brao digemeret eun den eveldon-me. Pardonit d’in koulskoude mar dan en ho ti : kement a riou hag a naon am eus ! Skuis maro oun ivez o c’haloupat ar c’hoajou.

An aotrou persoun a azezas war eur skabel. Dare oa koan. Goude beza lavaret ar pedennou, ha goulennet. bennoz Doue war ar boued ez ead da gemeret, an aotrou person a yoa o kas eun tamm bara d’e c’hinou, pa oe klevet trouz tud o vale dirak an ti ha prestik goude e koueze taoliou pounner war ar paour kez dor.

— An enebourien ! eme an aotrou person. Lezit ac’hanon da vont daveto. Ne fell ket d’in ho pefe da baea ho karantez evidon. Digorit an nor !

— Biken, aotrou Person !

— Red mat eo koulskoude !

— Aotrou Person, gellet e vezo marteze savetei ac’hanoc’h. Deuit ! Deuit !

Ar c’houeriad a jachas ar beleg keaz warzu eun are hig a yoa en eur c’horn eus an ti hag a reas d’ezan mont ebars.

— Dreist-holl, eme an aotrou person, n’it ket da lavaret gevier ! Ne fell ket d’in, klevet a rit ? Ne fell ket. d’in prena va buez gant eur gaou !

Edo ar chas Gall o tivarc’ha an nor pa ’z eas an ozac’h da zigeri.

— Eur beleg a zo kuzet ama. a lavaras ar bleizi o yudal. E peleac’h ema ? Lavar buhan ! Ha diouall na lavarfez gevier d’eomp !

Ar c’houeriad a reas eun heja d’e skoaz hag a lavaras : Grit hervez ho micher !

— Asa ! lavar : E peleac’h ec’h eus kuzet anezan ? Da respont, mar deo gaouiad, a gaso ac’hanout d’ar maro, ha da dud ivez.

Kedern a zavas aon gantan ; dont a reas da veza drouk-livet, hag edo o vont da zempla. Kemeret a reas kalon evelato o sonjal n’edo ket ar mare da goll ar penn.

Ar gourdrouz a vije sevenet, her gouzout a rea ; an armou a lugerne en o daouarn a yoa c’hoaz rus gant ar gwad, da viana meur a hini anezo. Dont a reas sonj d’ezan eus komzou ar beleg : Ne fell ket d’in prena va buez gant eur gaou !

Kedern a ziskouezas an arc’h d’an dispac’herien hag a lavaras d’ezo :

— Aze ema !

An enebourien a daolas eur zell war an tamm koufr. Ar Breizad a lamme direiz e galon ene greiz ; e dud a varve gant ar spont ; den avat na roas da anaout a-ziaveaz ar pez a dremene en e ziabarz.

An hini a yoa e penn ar strollad muntrerien a yeas eur zac’had kounnar ennan :

— Petra ! Daoust hag oc’h ober gwap emaout ? Ni n’emaomp ket o klask eun toull gedon. Bun all a dle beza en da di, en eur c’hougn bennak.

— Klaskit anezan, a lavaras Kedern.

— Ne fell ket d’it hen diskouez ?

— Petra livirin-me d’eoc’h ouspenn ?

— A-walc’h eo, eme ar c’habiten ; mes malloz d’ar person mar tigouez d’eomp lakaat hor c’hrabanou warnan !

Ar zoudarded a glaskas dre an ti ; mes kaer o doe klask ne gavjont netra. Mont a rejont kuit o kounnari hag o sakreal war goust ar paour kez aotrou person.

— Tec’het a ra eur wech muioc’h eus tre hon daouarn ; souezus eo, rak kredi mat a reamp edomp war e roudou. Mes ne gollo netra evit gedal.

Eat oa kuit eta pelloc’h ar vandennad chas Gall. Ar beleg koz a deuas er meaz eus e doull kuz.

— Meuleudi da Zoue ! emezan laouen bras ; saveteet oun bet gant ar wirionez hoc’h eus lavaret. Holl avat e vijemp bet kollet mar ho pije lavaret eur gaou.

— C’houi a zo eur zant, aotrou person !

— Me a zo eur paour kez pec’her dare da vervel gant an naon, eme ar beleg oc’h azeza ouz taol. Mall bras eo d’eomp kregi e pred ar Rouaned.

— Setu ama loden Doue, aotrou person ; d’eoc’h eo ! Ra vezimp muioc’h en hon eaz er bloaz a zeu evit debri ar goan-ma ! Ni da vihana n’ankounac’haimp biken an nozvez trubuilhet-ma.

— Diskouezet he deus d’eomp penaos ema dourn Doue o tifen ac‘hanomp, a lavaras ar beleg. Meulomp da viken e hano santel ! Greomp atao hon dever, ha da c‘houde, ra vezimp etre daouarn an Aotrou Doue, ma rai ac’hanomp ar pez a blijo gantan.


————