Ar merdedi
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Ar Merdedi.
Selaouet holl hag a klewfet
Ur werz ’zo a newe savet,
Grêt d’ur vandenn martoloded,
’Oa war ar mor dôn ambarket ;
Seis vloaz war-n-ugent hi ’zo bet
Na war ar mor dôn ambarket ;
Ar bloaz diweza anezhe
Eo manket ar betail d’ezhe.
Hag ar betail pa eo manket,
Debri unan a d-eûs sonjet…
..................................
Ar mestr al lestr a c’houlenne
Digant he baj biban un de :
— Pajig, pajig, ma faj bihan,
Ha te a t-eûs debret da goan ?
— Na vô ket ’vel-se a vô grêt,
Ar blouzennig vêr ’vô tennet,
Ann hini ’n defo ar bêra,
Hennes ’vô debret da genta.
Ar blouzenn-vêr pa d-eûs tennet,
Da vestr al lestr hec’h eo digwêt.
— Aotro Doue, ha posubl ’ve
’Ve ma martoloded ma debrfe !
Pajig, pajig, ma faj biban.
Te ’zo dilijant ha buhan,
Kê d’ veg ar wernienn uc’hella,
Da c’houzoud pelec’h ’c’h omp ama.
Hag hen vont d’ann nec’h o kana,
Hag o tont d’ann traon o oela :
— En beg ar wernienn me ’zo bet,
Ha tamm douar n’am eûs gwelet ;
N’ ’m eûs gwelet met diou lestr vihan,
Hi leûn a voged hag a dan,
Stignet gant-hê gwelio ruz-gwad,
Seblant a vrezel, a gombad. [1]
— Pign c’hoaz d’ veg ’r wernienn uc’hellan,
Da c’houzoud pelec’h ’omp aman ;
Da c’houzoud pelec’h ’omp aman,
Homan ’vô ar wez diweza.
Hag hen ’vont d’ar krec’h o oela,
D’ann traon a teue o kana ;
D’ann traon o kana e teuas,
Ha d’he vestr kerkent e lâras
— Ma mestrig paour, em gonsolet,
Me gred ’omp en douar rentet ;
Me gred ’omp en douar rentet,
Tour Babylon am eûs gwelet.
Me ’m eûs gwelet tour Babylon,
Hag a glew ar c’hleïer o sôn ;
Hag a glew ar c’hleïer o sôn,
Me gred oar tro ’r procession : [2]
Me ’wel ma iontr ha ma moereb
O daou oc’h ober tro ’r vered…
...................................
Kriz a galon nep na oelje
War dour Babylon ’r zul da greis-de,
’Welet seis martolod ha tregont
’Tebarki ’sambles war ar pont ;
Tric’houec’h anhê ’c’houlenne boed,
Ar re-all ’c’houlenne bélek !
Person Babylon ’zo ’n den mad,
’N andret ar re glanv charitabl,
Hen eûs roët tric’houic’h nouenn
Kent lemel ’r stol euz he gerc’henn [3] !…
Kanet gant ur Martolod koz.
- ↑ Variante : Me a wel o tont ann Turked,
Hag ho goeliou gant-hê stignet ;
Stignet ho goeliou liou d’ar gwad,
Sur omp a vrezel, a gombad.
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Dre c’hras Doue hag ann Drindet,
Viktoar war-n-hê d-eûs goneet…
- ↑ Variante : Me ’wel a-c’hann tour Babylon,
Ha tri serpant war he fignon,
Hag ann dud ’zo bars ar vered,
Tro procession ’nn offern-bred. - ↑ Variante : Êt int ho zregont ’n ur poullad,
Doue da roï d’hé maro mad !