Ar miliner hac he vatès
Didostat da glewet hac e clewfet canan
Eur zonic divertissant, ’zo zavet er bloaz-man,
Grêt d’eur miliner iaouanc hen defoa bolante
Da gousked gant he vatès, — consideret en ze !
Ar miliner a lâre, eun de ’oe, d’he vatès :
— Mar cares dont er vilinn da gousked eun nozwès,
Me ray dit en arc’hant gwenn pewarzec pistolet,
Ha, mar na ves ket contant, eun habit violet.
Margodic a lavare d’he mestrès, en de-se :
— D’in-me a zo prometet cant scoet deuz ho leuve ;
Na cant scoet deuz ho leuve a zo d’in prometet,
Ha mar keret ho gônid, d’ec’h-hu ez int gleet.
— Penoz ’ta, eme ar vroeg, hec’h alfenn ober ze ?
Robardic, deuz ma c’homzo, ma mouez anavefe.
— Eur marc’had divizion etrezomp a zo grêt :
Hen a barlanto ouzoc’h, na larfet gir a-bed.
Robardic a lavare d’he vatès, an noz-se :
— Deuz ho kened, Margodic, eur joa vraz am eus me ;
Deuz ho kened, Margodic, me am eus eur joa vraz,
Ha, pa ve ’n tan er vilinn, me n’ rafenn ket a gâz !
Kement a gontantamant am eus deuz ho kened,
Ken a garfen-me warc’hoaz douarin ma fried !...
Robardic a lavare d’he vewel, en noz-se :
— Ma mewellic, emezhan, zaves-te a lec’h-se ;
Na zaves-te a lec’h-se, ha deus duman timad,
Davont da vêt ma matès, me ’m eus hi faët mad.
Ar mewel a lavare d’ar vatès, en noz-se :
— Euz ho kened, Marodic, eur joa vraz am eus me ;
Euz ho kened, Margodic, me am eus eus joa vraz,
Ha pave ’n tan er vilinn, na rafenn ket a gâz !
— Me na n’ on mui Margodic wit na out-te Robard,
Me eo ar vilinerès, ha te ’zo eur paillard !
— ’Trô Doue ! ’me ’r miliner, me eo ann trompletan,
Am eus kerc’het ma mewel ewit ma doganan !
— Hac ann Diaoul, emezhi, a oa en toul da c’houc :
Mar na oas-te ket dogan, ewit breman hec’h out !
Me ’c’h â breman da Gallac, pe d’eur gêr bennaket,
Da brenan d’am matezic eun habit violet ;
Da brenan d’am matezic eun habit violet,
D’am mewel am bô eun tog, ha d’am goaz eur bônet !