Ar miliner laer
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Ar Miliner laer.
Zelaouet hol, ha zelaouet
Eur zôn ’zo nevez gomposet.
Discan
O laer miliner
Laer, laer, laer,
O laer miliner
Miliner laer.
D’eur miliner laer hec’h eo grêt
’Hia d’ho zi da laeres merc’hed
O laer miliner, etc.
Pa oa eru en toul ann nor,
Na grede ket goulenn digor.
O laer miliner, etc.
Na grede ket goulenn digor,
N’he rae nemerd scrapat ann nor.
O laer miliner, etc.
Ma lâre darn a dud ann ti :
— It da digeri ’n nor d’ar c’hi.
O laer miliner, etc.
Fanchon a wie ann tenor
Deuas da digeri ann nor
O laer miliner, etc.
Tad Fanchonnic a lavare
D’ar miliner, eun deiz a oe :
O laer miliner, etc.
— « Digasit Fanchonic d’ar gêr,
Me ho paeo en arc’hant scler.
O laer miliner, etc.
— Fanchonic n’e naï ket dar gêr,
Na vô carget d’ezhi he faner
O laer miliner, etc.
Na vô carget d’ezhi he faner
Contrel da hini ar merser.
O laer miliner, etc.
Ar merser a zoug war he chouc,
Fanchonic a zougo araoc.
O laer miliner, etc,
N.M. Ar Braz.