Ar miliner
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Ar Miliner.
Eur miliner iaouanc, euz a vilinn Lojo [1],
A gichenn chapel Pezr, — goûd a ret he hano, —
Hac hen deveus sonjet, dre m’hen defoa sujet,
Da Scriva he hunvre en eur zôn vrezonnec.
Eun noz, goude ma c’hoan, me oa bet o vale ;
Dre chossel ma milinn, na me a dremene,
Pa glewis o canan eur vouezic trionfant,
Evel mouez ann eled, ’vont gant ann dour courant.
Pa oan êt em guele hac o tont da repoz,
(Me gred oa tremenet ann heur a hanter-noz.)
Eur vouezic sansoni
Deuas d’am difunin...
Biscoaz a gaëroc’h graz
Ma lagad na welas ;
O weled ma mestrès, rouanès deuz ann env,
Gant he air gracius, he bisaj dizro d’in,
’N he dorn, eur boket lavand,
En he greiz eun diamant,
En giz d’eur mezelour :
Hen teurel res en dour.
Na da daou de goude, da gewer ar mintinn,
Me gafas ar boket en poull-rod ma milinn,
Hep caver nep chanchamant,
Dre nerz ann diamant,
O vont gant ann dour courant...
- ↑ Moulin en Trézélan (Côtes-du-Nord)