Digeriñ al lañser pennañ
Marvailhoù
Geriadur Brezhoneg-Galleg 1876. Pajennoù 431 da 444
◄   Ar paotr Laouik hag ann aotrou Doue (Gab Milin) Treiz Plougastel   ►


AR PAOTR LAOUIK
HAG ANN AOTROU DOUE


E Plougerne gwechall-goz e voa o choum eunn intanvez hag e devoa tri baotr, iaouankik ho zri c’hoaz. He goaz, labourer douar, a voa maro, ann den keaz, oc’h ar boan. Ne voa ket gwall bell abaoue c’hoaz, ha brema, evel a c’hellit kredi, ann intanvez paour-ma e devoa dienez muioc’h evit ne devoa bet araok ; ne veve hi brema hag he bugale nemet dioc’h kaloun vad ar gristenien ho devoa truez out-hi. D’ar c’houlz-ze, ann dud a voa mad oc’h ar paour, hag hed ar weach int bet, evit doare, enn hor bro.

Goude daou pe dri bloaz. paotr kosa ann intanvez pa voe great he baskou gant-han ha p’en devoe paket he drizek vloaz, ann holl tro-war-dro a lavare d’he vamm e voa mall braz d’ezhi lakaat anezhan da ober eunn dra pe zra euz he gorf.

Ann intanvez-ma a wie ervad e voa gwir kemend a lavare ann dud d’ezhi, hag eunn dervez hag hi mont ha komz oc’h he vap ha lavaret d’ezhan e voa diwar eur mare mez d’ezhan choum da veva diwar ann aluzenn, ha bez’ e tlie mont brema da labourat evit gounid he vara. — Ne c’houlennann ket gwell, va mamm, hag o

c’hortoz edonn ma komsjac’h ouz-in

diwar-benn ann dra-se evit mont da vale bro, rak marteze e vezinn eurusoc’h evit choum dre ama. — Kea, pa gavi mad mont. eme he vamm, me ne virinn ket ouz-id ; karet em bije avad rei d’id eur gwennek-bennag ha n’em beuz liard na diner evel a ouzoud. N’es pezo eta, va map, nemet eunn tamm bara. — Mad ! va mamm. eme ar paotr ; marteze a-benn ma vezo debret, em bezo kavet eunn tamm-bennag all. Hag ar paotr neuze ha lavaret kenavezo d’he vamm ba d’he vreudeur, hag enn hent.

Eur pevar dervez-bennag a reaz gant he vara, ha ne zebraz ket leiz he gof bep pred ; ne zebraz nemet evit beva ha choum enn he zav. War benn ar pevare dervez, dioc’h ar pardaez-noz, ar paotr, ne wie nag hent na gwenodenn, a en em gavaz e-kreiz eur c’hoat. O welet ann noz war he gein hag hep gouzout da be leac’h mont, ar paotr a gerz evelato araok enn eur lavaret : — Marteze e kavinn ti dre ama. Setu m’en doa lavaret gwir, rak a-benn eur pennadik goude hag hen ba gwelet eur goulou dira-z-han. Tostaat a ra oc’h ar goulou, hag en em gaout hep dale dirak eur maner. Hep marc’hata tamm, he-man dioc’htu a sko war ann or. Eur plac’h a zeu da zigeri : — Piou oud-te, paotr, a c’houlenn hou-man out-han ? — Me, eme-z-han, a zo eur paourik keaz n’en deuz na ti na netra d’am golei nemet toenn ann noz ; pevar dervez zo ez ounn eat euz ar gear, en em gavet ounn er c’hoat-man d’ar pardaez hag e karfenn kaout digor, ma ve gallet, rak ne d-eo ket ebad beza er-meaz, ker ien ha ma’z eo anezhi. — Netra avad, eme ar plac’h. Mad ! deport eur pennad, me ia da c’houlenn digant ar mestr ha da loja a raio.

Hag ar plac’h ha mont, ma lavaraz ar mestr d’ezhi digas ar paotr enn ti ha rei d’ezhan eunn dra-bennag da zibri. Bez’ e c’hellit kredi ne voe ket lent ar paotr da vont ebarz pa voe lavaret d’ezhan, ha ne reaz ket a bismigou ivez evit staga gant ar pez a voe lakeat a-zira-z-han, rak pellik a voa n’en devoa ket bet leiz he gof.

Epad ma’z edo o tibri, ar mestr a ziskennaz oc’h traon hag a c’houlennaz ouz ar paotr piou a voa hag euz a beleac’h e teue. — Me, eme-z-han, a zo mab eunn intanvez paour euz a Blougerne, ha pevar dervez zo ounn eat euz ar gear gant asant va mamm da glask gounid va zamm, pa’z ounn en em gavet enn noz-man er c’hoat a zo aman. — O klask labour emoud ’ta, eme ar mestr ? — Ia da, ne c’houlennann ket gwell. — Mad ! mar kerez e choumi ama hag es pezo kant skoed er bloaz evit da goumanant ; e vezi bevet ha gwisket ouspenn. Evit ann dra-ze ne vezo ket braz al labour az pezo da ober. Me am beuz aze eunn azen em c’hraou, n’es pezo nemet mont da gas anezhan da ober eur bale, pell a zo n’eo ket bed er-meaz, ha pa vezi diskuizet a-benn daou pe dri dervez ama, ez i gant-han. Arabad e vezo d’id avad sacha morse war he gabestr ; lezel anezhan a ranki da vont el leac’h ma karo, rak mar tennez war he benn m’her gouezo abred ha neuze me da laosko da vont kuit ha n’as kemerinn mui. Brema gra evel a giri. — N’ho pezet aoun e-bed, eme ar paotr, ober a rinn ar pez a fell d’e-hoc’h. ne d-eo ket diez.

Sada breman ar paotr. debret mad he goan gant-han, ha kaset da gousket enn eur gwele plunv. Morse c’hoaz n’en devoa kousket enn eur gwele ker boug ha ken kunv.

Antronoz he-man, Paol he hano, a zavaz goude beza kousket bete pell ann deiz, ha pa voe diskennet ouz traon, ar plac’h a lavaraz d’ezhan kempenn dillad ann aotrou hag he voutou ivez. Paol a reaz dioc’h-tu, ha pa veze peurc’hreat he labour, bep tro e choume da zellet ken a lavare adarre ar plac’h d’ezhan ober ann dra-ma pe ann dra-hont. Tri dervez a dremenaz eno er c’hiz-ze ; d’ar pevare, ar mestr a c’halvaz anezhan d’he gaout : — Asa, eme-z-han, va azen a zo a-ze skuiz enn he graou ; bevet mad eo evit gwir, evelato ne d-eo ket a-walc’h, rak o veza ne d-eo ket bet pell a zo er-meaz, e tle beza sounnet he zivesker out-han. Te avad, va faotr, a zo diskuiz brema, laka ’ta ann dibr war he gein hag ar c’habestr a gavi er c’hraou enn he benn. Sad’ ama d’id eur vouchenn vara gwenn, daou lur gik-moc’h hag eur

voutaillad win, rak marteze ann azen-ma, o veza n’eo ket bet pell a zo er-meaz, ne falvezo ket d’ezhan distrei
d’ar gear fenoz. Dre-ze e lavaran d’id

c’hoaz lakaat evez mad da choum hep sacha war e benn ; n’eus forz e pe-leac’h ez aio, lez anezhan da vont atao ; ma n’her laoskez ket, me a c’houezo ha da gaso kuit. — Ober a rin, aotrou, eme Baol. Hag he-man neuze, goude lavaret kenavezo, a bign war gein he azen hag a ia ac’hano.

Al loen-man, laosket da vont, a ia war he ourzig, evel ma voa boaz ; ne choum e neb leac’h avad, bale a ra atao, hag evitan da vont goustadik, en devoa great evelato eur pennad mad a hent a-benn kreisteiz, pa en em gavchont paotr hag azen, gant eunn den paour keaz koz daou-bleget ha kroummet beteg ann douar, he varo hirr ha gwenn-kann evel eunn duillad lin. Ann hini koz, dioc’htu ma welaz ar paotr Paol, e vara dindan e vreac’h gant-han, a dostaaz en eur lavaret : — Eunn tammig bara, mar be ho madelez, abalamour da Zoue ? — Rei a-walc‘h a rafenn eunn tamm deoc’h, den koz, eme Baol, ma c’houfenn pegeid e ve va azen oc’h ober e dro ; dre na c’houzounn ket ha dre n’am beusz bet dienez a-walc‘h beteg-henn, ne garfenn ket kaoud adarre, hag e kavann gwelloc’h choum heb rei tamm e-bet d’e-hoc’h, den koz, bete gouzoud. — Mad ! va faotrig, kenavezo neuze !

Hag ann den koz ha mont kuit, eunn druez he welet.

Ann azen a valeaz ato heb choum da ehana e neb leac’h. Eat pell ac’hano, ec’h en em gavchont dirag ar mor, hag ann azen ha diskenn dioc’htu enn aod, ar paotr war e gein ato ; souezet-maro e voe, pa welaz anezhan o vont er mor. — Emichans, eme Baol, ne d-aio ket pell ebarz, evit-han da veza sot, rak beuzet e ve. Ann azen-ma a iea, a iea ato, ha dare e voa da vont war neunv, pa zavaz aoun gant ar paotr : — He-man, eme-z-han, a zo sot, ann azen-man d’ann aotrou, ha mar lezan anezhan da vont da heul he benn, e vezo beuzet ha me ivez gant-han. Mar fell d’ezhan mont da veuzi, me ne fell ket d’in, ha gwelloc’h eo gan-en tenna war e benn ha beza kaset kuit. Gwaz a ze ! — Hag ar paotr Paol neuze hag ober eur zachadenn grenn war benn ann azen a zistroas dioc’htu war e c’hiz hag a ieaz war-eeun gant-han dre ann hent ma voa deut.

Azen ha paotr distro, ar mestr a ziskenn d’ho c’haout hag a lavar da Baol : — Amzent oud bet ouzin, ha breman, evel am beuz lavaret d’id, ez i kuit ac’halen, rak tennet es peuz war benn ann azen ; anez, ne vije ket distro ken abred. — Gwir eo, eme Baol, sachet em beuz war e benn o veza ma’z ea re zounn er mor ; beuzet e vije bet ha me ivez gant-han.

— Mad ! eme ann aotrou. Sad’ aze kant skoed a zo da goumanant, hag ann dillad am beuz roet d’id hag a zo gan-ez. Kea brema d’ar gear pe e leac’h all ; te raio da c’hiz. Evid-oun-me n’em beuz mui ezomm e-bet ac’hanoud hiviziken.

Setu ar paotr ha kemeret e gant skoed, ha d’ar gear gant-ho, heb lavaret zo-ken bennoz Doue. Pa en em gavas er gear, ne voa netra en ti, na gwennek na bara. Prenet e voe dioc’htu peadra da veva, hag endra ma padaz arc’hant Paol, ne voe ket a ziouer. Etretant ar paotr a lavaraz d’he vamm ha d’he vreudeur petra a oa c’hoarvezet gantan penn-da-benn. — Me, eme-z-han, a voa en em gavet mad eno, ha choumet e vijenn bet c’hoaz panefe ann azen a voa bet roet d’in da lakaad da vale. Ann aotrou en doa lavaret d’in e voa arabad tenna morse war he benn, hag evelato me am beuz great hag a zo bet kaset kuit evit ann dra-ze.

— Te, eme e vreur eil gosa, a zo bet eunn diod, ha mar kar va mamm va leuskel-me da vont ivez, me a raio kement tra a vezo lavaret d’in gant ann aotrou-ze, rak ne gredann ket e ve eunn dra ziez choum hep sacha war benn eunn azen, pa vezer war e gein. — He-man, a reat Bastien anezhan, a lavare ann dra-ze dre na ouie ket petra voa bet c’hoarvezet gand e vreur, rak he-man n’en doa ket ansavet e voa bet eat ann azen er mor gant-han.

Sada neuze hag ar vamm ha lezel he eil mab kosa da vont enn hent ivez d’he dro. Bastien a ieas evel pa lavarfet war roudou e vreur Paol, hag a-benn tri pe bevar dervez, muioc’h pe nebeutoc’h, ec’h en em gavas ivez er c’hoat dioc’h ann abardaez ha mont da c’houlenn loja er maner. Evel e vreur e

voe degemeret ha lavaret d’ezhan gant
ar mestr choum, mar karje, da gas ann

azen da vale.

A-benn pevar dervez abaoue ma’z edo er maner, e voe kaset da vale he azen, gant difenn mad great d’ezhan adarre choum hep sacha war e benn. Eur vouchenn vara gwenn, eur voutaillad win hag eur pez kik-moc’h da zibri enn hent a voe roet d’ezhan evel da Baol, ha setu ar paotr Bastien o lavaret kenavezo ha kuit, a-c’haoliad war e azen. — En em gaout a ra ann den koz da c’houlenn eunn tamm bara digant-han ivez ; Bastien avad a lavaraz d’ezhan : — Bez’ ho-pezo eunn tamm, tad-koz, enn distro e-verr, m’am beuz bet re. Da c’hortoz me a ia enn hent gant va azen. — Hag ac’hano.

Ann azen a ia, a ia ato, a gerz etrezeg ar mor hag ebarz heb marc’hata pa en em gavaz enn aot. Bastien, nec’het o welet e azen, a lez anezhan da vont evelato. Eat e voa pellik dioc’h ann aot ha tostik e voa da vont war neunv, pa grog aoun e Bastien na ve beuzet. Eur zachadenn a ra war benn ann azen, hag he-man a zistro dioc’htu d’ar gear.

Ar mestr, war c’hed anezhan, p’her gwelaz o tistrei ken abred, a lavaraz : — Ne d-eo ket bet pell da dro, paotr, m’eus aoun n’as pe sachet war benn da azen. — Ia da, aotrou, eme Bastien, great am beuz. — Mad ! sad’ aze neuze da gant skoed, ha kea kuit, me n’am beuz ezomm e-bed ac’hanoud mui. —  Hag ar paotr d’ar gear, hep trugarekaat kennebeud hag e vreur, he gant skoed en he c’hodell gant-han. Pa en em gavaz e Plougerne, e voa debret ar c’hant skoed kenta heb na voa choumet na gwennek na netra. — Mad ha brao ar stal c’hoaz gan-e-omp, eme Bastien ; sada kant skoed all ; endra bado ar re-man, e vezo boed da zibri !  — Ma voe kerc’het kement tra a voa ezomm da gaout. E-pad ma’z edont gant o fred, ar map kosa a lavaraz d’he vreur : — Ahan ’ta ! me gave d’in e tliez beza furoc’h evid-oun ; ne d-oud ket bet, me wel. — Nann da, hevel tro, evit doare, a zo en em gavet gan-e-omp, eme ann eil. — Mad ! eme Laouik, ar iaouanka euz a dri baotr ann intanvez ; neuze, mar kar va mam va lezel-me da vont ive brema d’am zro, e vezo gwelet ha distrei a rinn-me ker buan. Me gav d’in e rinn n’euz forz petra a vezo lavaret din da ober. 

— Te, eme ar vamm, a zo kalz re iaouank c’hoaz evit mont keid all dioc’h ar gear ; sad’ aze n’es peuz nemet eiz vloaz c’hoaz. — N’eus forz, va mamm, va list atao da vont ma vezo gwelet ha ne rinn ket gwelloc’h evit va breudeur; evit c’hoant ober am beuz. — Penaoz e rafez-te, Laouik, ker bihan ha ken dister ha ma’z oud ? — Gwir eo, va mamm, ez ounn bihan ha dister, evelato arabad eo d’e-hoc’h lavaret n’ounn ket den a-walc’h evit mont di, rak ar re vihan a c’hell aliez kaout penn ha kaloun kement hag ar re vraz, ha muioc’h zo-ken a-wechou. N’eo ket lavaret a zo a-walc’h er bed-man, ober a zo gwella, ha me, va mamm, a rank mont, ha pa ne ve nemet evit diskouez n’ounn ket eur gaouiad. — Mad ! mad !, eme ar vamm, pa fell d’it mont war-lerc’h da chans, kea, Laouik ; Gwell eo d’it ive marteze evit choum ama da vervel gant ann naoun. 

Setu Laouik neuze o kimiada dioc’h e vamm hag e vreudeur, hag enn hent, err war-n-han, endra c’helle ar paotrig keaz. Eunn tamm bara du a voa eat gant-han ivez e korn he c’hodell evel gant e vreudeur. Kerzet a ra brema dre ann hent ma voa eat Paol ha Bastien ; kaer avad en devoa astenn gant tiz e zivesker bihan ha skei mibin gant he zaou droadik enn hent, e voe pelloc’h o vale evit na voa bet he vreudeur. En em gaout a reaz evelato gant ar maner, noz-du anezhi, ha ker skuiz ouspenn ma voa bihan. Ne c’hellaz ket tizout na tost zo-ken beteg morzol ann nor. Petra a ra neuze Laouik ? Kregi enn he votez-prenn ha darc’hai gant-hi da c’hervel unan bennag. Ar plac’h a ziredaz d’ann or hag a voe mantret o welet eur paotrik ker bihan all. — Petra a glaskez, bihanik, eme-z-hi ? — Beza lojet, m’ho-pefe ar vadelez.  — Kredi a rann e vezi. Deuz atao ebarz, me a ia da c’houlenn digant va mestr. — Hou-man, eat d’al laez, a lavaraz d’ezhan : — Ouz traon du-ze ez eus eur paotrik bihan ha iaouank flamm a zo deut da c’houlenn digor.  — Gortozit, eme ann aotrou, ma’z inn va-unan da welet petra eo. — Hag hen ha diskenn ; ha pa welaz Laouik ec’h anavezaz raktal e voa eur paotrik mad.

— Plac’h, eme ann aotrou, kenta a zo
da ober eo rei d’ezhan da goania gwella

ha ma c’hellot, rak ezomm braz en deuz ar paourik keaz, me wel ! Ha pa vezo debret mad he goan gant-han, e kasot anezhan d’he wele, rak skuiz eo ivez hag ezomm da ehana a dle da gaout.  — Ar plac’h a reaz affo kemend en devoa lavaret ar mestr d’ezhi. Laouik a zebraz natur he goan en eur drugarekaat Doue hag ann aotrou a voa ker mad oc’h ar re vihan. Eat d’he wele, ar paotr a zelle enn-dro d’ezhan hag a gave ebad beza gourvezet eno e-touez ar plunv. — An aotrou-ze, eme-z-han, a zo pinvidik-mor, evit doare ; gwell a ze, rag mad eo ivez oc’h ar re baour, ha me a gav d’in e ra mad ann aotrou Doue rei danvez d’ar re a zo truezuz ha karantezuz oc’h ar re reuzeudik. E-pad ma troe ann traou-man war e spered, gwella ma c’helle, Laouik en em roaz da gousket ha ne zihunaz ken na voe antronoz vintin. Dioc’h-tu ar paotr a ra eul lamm er-meaz, en em wisk hag ouz traon.

Pa’z eaz Laouik er gegin, edo eno ar plac’h, ar pod gant-hi war ann tan. —  Bremaik, eme-z-hi, e rankann mont da gerc’heat keuneud. — Da beleac’h, eme Laouik. Lavarit d’in, ha me a gerc’ho deoc’h. — Aze emint er porz, gwelet a rez, eme-z-hi enn eur ziskuez d’ezhan. — Mat eo, Me a ia da gerc’had kement hag ho pezo ezomm, ha pa ve da garga toull ar geuneudok e ve. — Ma voe laouen ar plac’h ; na petra ’ta !

Pa voe echu al labour-man gant Laouik, e c’houlennaz oc’h ar plac’h petra e devoa c’hoaz da ober. — Pa c’houlennez, va faotr, eme-z-hi, aze ez eus bouteier-ler ha dillad louz da gempenn, mar kerez. — Deut anezho d’in, eme ar paotr, ma welinn. Hag ar plac’h ha rei ar bouteier hag ann dillad, a lavare da Laouik. — N’eo ket diez, eme-z-han, ann traou-ze da netaat.  — Gra, va faotrig, pa fell dit. —  Ha setu Laouik dioc’htu da staga gant he labour ; hen ober a reaz hag ober mad zo-ken heb beza pell c’hoaz, rak he-ma, pa rea eunn dra, n’eo ket ober ann neuz eo a rea. Setu ma plije kennan d’ar plac’h.

Ar mestr a ziskennaz eur pennad goude d’ar gegin hag a c’houlennaz oc’h ar plac’h : — ac’hanta ! penaoz e kavit-hu ar paotr-man ? — He-man, eme-z-hi, n’eo ket tamm ebed hevel oc’h ar re all a zo bet ama ; ar re-ze a voa traou didalvez e-skoaz he-man, petra-bennag ma voant kosoc’h, brasoc’h ha galloudusoc’h evit-han. Sad’ aze ez eo bet o kerc’hat keuneud din leiz ar geuneudok hag en deus kempennet e berr amzer ho poutou hag ho tillad d’e-hoc’h ; eur paotr euz ar re genta eo, ha mar kendalc’h enn eur vrasaat, e vezo eunn den anezhan, hag eunn den euruz c’hoaz, a zo gwell. —  Kredi a rann, eme ann aotrou, evit ann tres a zo war-n-han. Plijout meurbed a ra d’in ivez ; grit stad anezhan muia ma c’hellot, hen derc’hel aman a rin pelloc’hik evit ar re all da welet. 

A-benn tri dervez goude, ann aotrou a c’houlennaz oc’h Laouik, a gleve o kana en eur labourat : — Asa, va faotr, n’em beuz lavaret netra e-bed d’id c’hoaz ; ha c’hoant az peuz da choum ama gan-en evit kaz va azen da vale pa vezo red ? — Ia avad, aotrou, ha mar fell d’e-hoc’h derc’hel ac’hanoun, ha pa ne ve nemet evit va boed, e venn laouen. Me n’ounn ket braz c’hoaz ha dre-ze n’ounn ket kennebeud evit ober gounid kalz ; va boed a ve a-walc’h da gaout. — Ne d-eo ket, eme ann aotrou ; me a ro atao kant skoed c’hobr d’ar re a zervich ac’hanoun e-pad bloaz hag e-pad eunn dervez. Kant skoed as pezo eta, ha boetet ha gwisket e vezi ouspenn. Evit kement-se n’es pezo da ober nemet mont gant va azen er-meaz ha lezel anezhan da vont el leac’h ma karo hep sacha morse war he benn. Goude warc’hoaz ez i gant-han da ober eunn dro ; gra da bak a-benn neuze. 

Deut ann deiz da vont, ann aotrou a ro da Laouik ivez, evel enn devoa roet d’he vreudeur, eur bara gwenn, eunn tamm kig-moc’h hag eur voutaillad win. — Kalzik a draou a roit d’in, aotrou , eme ar paotr. — N’es pezo ket re, rak marteze ann azen (skuiz pell a zo en e graou), ne zistroio ket enn deiziou kenta-ma d’ar gear. Dre-ze, ez eo red ez pe boed da zibri enn hent, mar c’hoarvezfe d’ann azen choum pell da ober e dro. —  Pa fell d’e-hoc’h, aotrou, me a ia d’ho c’has gan-en. — Ia, kas anezho gan-ez, ha gant a ri, diwall a-vad oc’h ar pez am beuz kemennet dit. — Kit atao,

aotrou ; ne rinn ket. Bezit heb aoun
rag ann dra-ze, rak ha pa dlefenn

koll va buez, e vezo great hervez ho lavar. Kenavezo, aotrou, eme Laouik, a lammaz, en eur c’hoarzin war gein ann azen hag a ieaz ac’hano raktal.

Setu breman ann azen o vont atao heb ehana morse, ha Laouik war he gein a gane hag a zute beb eil, o leuskel anezhan da vont. Kaloun hor paotr a dride enn e greiz o klevet dre ma zeu al laboused o kana ivez a-zioc’h he benn. Ann amzer a voa kaer, ann heol a bare kel lugernuz oc’h ann douar, ma lavare Laouik ennan he-unan : — Me a vezo euruz brema eur pennad mad, hag atao, gwella zo, a gredann, o veza m’am beuz kavet eur mestr euz ar re wella ; eaz eo ober hervez a lavar, ha pa ve diez, ober a rinn ; paeet ha bevet mad ounn gant-han, perag eta neuze ne zentfen ket out-han ? Al laboused bihan a glevann o kana n’ho deuz ket muioc’h evidoun-me ; nebeutoc’h a draou o deuz zoken, hag evelato ez int laouen hag e trugarekaont Doue. Evel-d-ho a dleann da ober hag ober a rinn.

Enn eur lakaat ann traou-man ha kalz a draou all war e spered, Laouik a voa en em gavet gant ann den koz kroummet war-zu ann douar hag eunn druez he welet, ker koz ha ker paour ha ma voa. — Eunn tamm bara, enn hanv Doue, mar be he madelez, va faotrig ? — Ia avad, eme Laouik, bez’ ho pezo, rak me n’am beuz ket ankounac’haet ez ounn bet paour hag em euz bet naoun d’ar c’houlz ma’z edoun e ti va mamm, o veva diwar ann aluzenn. Neuze e kavenn mad bara ar gristenien ho deveze truez ouz-in hag oc’h va mamm. 

Endra ma lavare Laouik, ann azen a voa choumet a-zav. Ar paotr a grog enn he vouchenn hag a ziskolp eur pennad mad anezhi da rei d’ann den koz. Rei a reaz d’ezhan c’hoaz eur peziad mad euz e damm kik hag eur banne sounn a win. — Bennoz Doue war da benn, paotrik bihan, eme ann hini koz o vont kuit. — Trugarekait ive va mestr hag ann Aotrou Doue, eme Laouik. Doue en deuz roet peadra d’am mestr, ha va mestr en deuz roet d’in-me, gant e galoun vad, ar bara, ar c’hik hag ar gwin ho peuz bet lod anezho. — Hag ann azen enn hent adarre, ha war he gein Laouik o kana a-bouez e benn evel eul laouenanik. Ne voa ket eat pell ac’hano ma voe souezet, a-greiz kana, o welet edo he vara hag e win enn o bez evel araok. Distrei a ra da zellet war e lerc’h, hag o welet ann den koz troet e gein gant-han o vont kuit goustadik, Laouik a c’halvaz anezhan da zond d’he gaout : — Deut ama, den koz, eme-z-han, ha me a roio c’hoaz eunn tamm all d’e-hoc’h, rak bez’ em eus aoun eo bihan ann tamm ho peuz bet. — An hini koz a zistroaz hag a lavaraz d’ar paotr : — Bennoz Doue d’id, va faotrig, A-walc’h am eus bet digan-ez. Kea gant da hent ; en em gaout a ri el leac’h ma’z oud bet kaset gant da vestr, mar peuz fisianz e Doue. — Eo da, eme ar paotr Laouik. Fisianz am eus e Doue, fisianz n’am c’haso ket da goll gant va azen emichans. 

Ne lavare ket a c’haou, evel a vezo gwelet diwezatoc’h.

An azen a gendalc’he da vont goustadik ha war e ourzik evel araok, heb dale e neb leac’h. A-benn ma voe bet eur pennad o vale er c’hiz-man, ec’h en em gavaz enn aot, ha Laouik diwar he gein a zelle hed-ha-hed ar mor oc’h ober ann dro d’ann douar evel eur c’helc’h braz ha ledan. — Nemet Doue, eme-z-han, den ne oar pegen doun eo, hag evelato, war a lavare va mestr d’in, en deiz all, ne d-euz greunenn dreaz enn-han na d-int anavezet gant Doue, ha mar karfe, na vent galvet gant-han dre o hano. Doue, a lavare c’hoaz va mestr d’in, a wel ar re vihan koulz hag ar re vraz ; penaoz goude ne ve ket a fisianz enn-han ?

Krog e spered doun en traou-man, Laouik n’en devoa ket taolet kalz a evez oc’h he azen. he-man a voa diskennet en aot hag a voa o vont er mor, pa zeuaz ar paotrik enn-han he-unan : — Va azen, evit doare, eme Laouik, en deus c’hoant en em walc’hi ; evel a garo e raio, ha pa falvezfe d’ezhan treuzi ar mor zoken mar kred ez eo kre a-walc’h. Me a laosko anezhan da vont hep kaout aoun ; derc’hel mad d’ezhan a rinn avad rak hep-d-han n’ounn ket den ac’hanoun va-unan (a beleac’h e venn !) da vont keid all. Lavaret ez euz d’in e voa arabad sacha war e benn, ha sacha ne rinn ket, rak mar bez beuzet me a

vezo ivez.

Setu breman ann azen eat doun er mor ; neunv a ra, ha Laouik sonn war he gein, a grog stard enn e voue : — Kea atao, va azen, el leac’h ma fell d’id mont, ha ken na vezi skuiz. evid-oun-me, me az lezo da vont. — A-benn eur pennad ma voa al loen o neunv, e kavaz d’ar paotr ec’h izelea ann dour dindan-han ; hag ober a rea evel a grede, rak se ne voe ket pell ma welaz ann azen o vale war eunn hent braz e-kreiz ar mor a zigore dre ma’z ea hag a zerre war e lerc’h. Laouik a voe mantret gant kement-man, hag a lavare enn e spered : — evit doare, ann azen-man ne d-eo ket evel al loened all, pa faout ar mor enn he raog evit ober eunn hent d’ezhan. — Neuze hor paotr a zell piz dra ma’z ea hag a wel, a-benn eur pennad mad, eur pez rod vraz, brasoc’h evit rod eur vilin, o trei gant err war ann hent hag enn-hi tachou lemm, aotennou, kountellou, begou filsier hag a bep seurt binviou da drouc’ha. — ’M-eus aoun, eme Laouik, ne d-aimp ket pelloc’h, rak mar d-a ann azen evit tremen enn tu all d’ar rod-ze, e vezo trouc’het a-besiou ha me ivez gant-han. mad ! n’euz forz a ze, mar d-a ebarz, me a ielo ive, hag, evel a garo Doue, a vezo ! — Hag ann azen heb distrei tamm diwar he hent ha mont atao etrezeg ar rod vraz. Dre ma tosta, ar rod a dro gant muioc’h a err, hag ann azen en em gaout gant-hi ha mont war he benn e-kreiz ar rod a dro gwaz eget biskoaz, hag a bik anezhan enn he vruched, enn e dalier hag enn e zivesker, ha Laouik ivez enn e benn, enn e skoaz hag enn e zivreac’h. Evelato ne voe ket braz ar boan ho devoe ho daou, rak ann tachou, aotennou hag all, a dorre dre ma stokent enn-ho, heb ober, koulz lavaret, drouk e-bed d’ezho. — Mad eo, eme ar paotr. Me gave d’in e vijenn bet lazet ama, ha padal n’ounn ket bet toullet gwasoc’h eget gant beg eur spillenn pe eunn nadoz. he-man, ann azen man, a oar gwelloc’h evid-oun-me petra eo ar rod-man, evit doare ; ha c’hoaz e lavar ann dud ez eo ann ezen loened sot. Evid-oun-me, ne zavinn ket gant-ho hiviziken war ann dra-ze, rak me wel ervad, gwella em beuz da ober, eo leuskel atao va azen da vont d’al leac’h ma karo. — Ne voant ket eat gwall bell ac’hano ann daou-man, ma klevaz Laouik iud ha kri fors ; sellet a ra enn-dro d’ezhan hag hen ha gwelet eunn den, e viz gant-han enn tan. Krial a rea ma voa spountuz e glevet. Pa voe deut ar paotr war-nez rei da glevet d’ezhan, e lavaraz : — Perak, mar ho peuz-hu kemend a boan, e talc’hit ho piz enn tan ; Tennit anezhan kuit.  — Ann den ne lavaraz grik, nemet iudal atao : — Diotoc’h e rank beza hen-nez evit va azen me, eme Laouik o vont kuit. Ma vijenn-me bet enn he leac’h, me n’am bije ket lakaet va biz enn tan !

Goude ann dra-man, marteze war-n-hed eunn hanter-leo ac’hano, Laouik a welaz eunn den all e-kreiz ann tan war greiz e gein, kroazet e zaouarn gant-han hag o c’hoarzin etrezek ann nenv. — Sad’ ama eur vro avad, eme Laouik, hag a zo traou burzuduz enn-hi ; a-hont eunn den hag a gri fors, ha n’euz nemet eur biz d’ezhan enn tan ; hag ama eunn den all a zo gourvezet e-kreiz eunn tantad-tan hag a c’hoarz etrezeg ann env. Biskoaz kemend-all !

Enn eur zonjal enn traou-man hag epad ma laboure stard spered Laouik da c’houzout petra voant, ann azen a voa en em gavet dirak eul lannek vraz a voa ebarz eur pez bandennad saout ha kel lard, mac’h heje ar c’hik out-ho, ha koulskoude el lannek-ze ne voa enn-hi d’ar zaout da beuri nemet koz tammou bruk treud, ha rouez c’hoaz ; goloet e voa penn-da-benn a vein hag a gerrek. Ar zaout evelato a voa lard-toaz evit eur c’henaouad-bennag a gavent eno. — Bro ar burzudou a zo aman, eme Laouik ; kement tra a welann a-zeou hag a-gleiz am laka mantret. Me glaoustrfe ne dremen ket kalz a dud dre ann hent-man.

Pelloc’h eunn draik bennag, ar paotr a welaz enn eunn draonienn eur pez bagad saout all, hag ar re-man treut-kaign, evit-ho da veza enn eur prad mad ha ken huel ar geot enn-han, na welet ket divesker d’ar zaout. Ken treud ha ker signac’h e voa ar zaout, m’en em lakeaz Laouik da c’hoarzin o welet anezho oc’h heja gant ann avel ; ne oant, evit lavaret mad, nemet eur spez a zaout.

Laouik a lakea enn e spered ar vagad saout-man e-kever ar re genta, hag e voa nec’het ha nec’het, a c’hellit

kredi, gant saout lard enn eur
warennad vein, ha saout treut enn eur prad

mad. — Dindan ann dra-man, eme-z-han, e tle beza kuzet eunn dra-bennag hag a zo enn tu-all d’am spered, rak n’ounn ket evit dont a-benn da anaout petra eo.

War gement-se, ann azen ne choume ket a zav ; mont a rea atao war he ourzik hep choum da zellet e neb leac’h ; evit doare n’en devoa ken preder nemet mont gant e hent. Laouik, hen avad, ken touellet gant ar burzudou a wele, ne dize ket kaout naoun, leun e gof gant ann traou a wele ; n’enn devoa bet na sonj nag amzer da zibri tamm abaoue ma voa eat euz ar gear.

Goude beza bet evel-se eur pennad brao o pleustri diwar-benn ar zaout lard hag ar zaout treut, ec’h en em gavchont, ann azen ha Laouik, dirak diou garrek vraz o tont d’en em steki ann eil oc’h eben evel daou vaout oc’h en em ganna pe o tourtal ; tan a strinke diout-ho evel dioc’h diou gurun o strakal. — Allaz ! eme Laouik, mar d-a va azen beteg eno da glask tremen e vezo great hor stal d’e-omp hon-daou ; evelato, red eo kaout fisians e Doue. Beteg-hen omp en em dennet brao eus a gement zo c’hoarvezet gan-e-omp, hag aman ez aimp brao ivez emichanz heb nemeur a boan. Ann diou garrek en em stoke atao war ann hent hag ann azen a iea ivez atao etrezek enn-ho evel pa ne vije bet netra dira-z-han. Penn ann azen a ia e-kreiz etre-z-ho, hag e gorf goude beteg e lost a voe paket (eur pouchad anezhan) ken a zivogedaz eunn draik enn tan diout-han, darbet d’ezhan kregi ebarz.

— Poent e voa tremen, eme Laouik, ha ma vijemp-ni bet paket e-kreiz, e vijemp bet friket evel silzik maout ; evit doare n’omp ket en em gavet c’hoaz, rak me wel a-hont eur pez pont da dremen ; ken huel hag eur menez eo, ha dindan-han eur volz vraz o terc’hel anezhan klok ha sounn.

Dre ma tostaent oc’h ar pont, Laouik a zelle, ha kaer enn devoe ne wele ken hent da bignat nemet deresiou sounn ha ker striz ouspenn c’hoaz m’en divije bet eunn den e-unan beac’h o tremen eno. — Birviken eme-z-han, ne d-aio va azen dre ann deresiou-ze d’ann neac’h, ha koulskoude n’euz hent all e-bed. N’eus fors, mar marv aman, me a raio ivez. evid-oun-me, ne ziskroginn ket anezhan hag her lezo da vont d’al leac’h ma troio enn e benn.

P’en em gavaz ann daou-man e traon ann deresiou, ann azen a zavaz he dreid araok evit pignat war ann derez kenta. Darbet e voe d’ezhan koueza, panefe ma c’hellaz kaout harp d’he zaou droad adre e gwask eur mean-ben a gavaz eno. Neuze ann azen a zao adarre e dreid araok evit pignat hueloc’h. Sevel a ra pep tro hueloc’h-huela, ha Laouik, krog stard enn he voue, a zao d’he heul, enn eur lavaret d’ezhan : — Beac’h war-n-oud, va azen ! Enn em gaout a raimp ! — Pa en em gavchont war-laez, al loen keaz a voa skuiz-maro ha beac’h enn devoa o tenna e alan. Evelato ne chomaz ket tamm a-zav da ehana. Eno breman Laouik a glev eur ganaouenn gaer evel n’en devoa klevet biskoaz. — Petra eo ar c’han-ze, eme-z-han, ne welann den koulskoude war-dro aman. — A-benn eunn hanter-heur vale goude, ez ejont enn eur c’hoat ; ar gwez a voa huel ha bodennek a-ziouc’h ho fenn, ha disheolia a-bell a reant tro-war-dro. Laboused euz ar re gaera, ruz, melen, gwenn ha glaz, a nije enn dro d’ezho, enn eur gana ker koant ma voa eunn dudi o c’hlevet. Dreist kan ar re-man e kleve Laouik mouesiou all kaeroc’h c’hoaz, ma vije lavaret e voant elez ar baradoz o kana hag o c’hoari war o zelennou.

Ann azen a valea atao pa en em gavchont e penn eur vali hirr-hirr, ha Laouik a wel eno eul letonenn vraz hag enn-dro d’ezhi eur c’hael spern-gwenn ker stank, ne vije den evit lakaat penn he viz enn-hi hep beza toullet gant ann drein. Ne voa eno hent all e-bed da vont pelloc’h, ha red mad e voa treuzi ar c’hael spern-ze pe zistrei enn-dro. Mad ! ne d-eo ket traou a seurt-ze eo a zalc’h ann azen a-zav. He-man a ia atao, ha pa voe tost d’ar c’hael spern hag harp out-han, ar c’hael a zigor o plega a bep tu hag heb he doulla tamm e-bed.

Pa voe al loen-man en em gavet eno e-kreiz al letonenn, e choumaz krenn a zav hag en em lakeaz da beuri. Setu Laouik neuze ha diskenn diwar he gein, dre ma welaz n’en devoa ket da vont pelloc’h. Ne voa ket diskennet

mad a-veac’h, ma welaz astenn eunn
dousier dira-z-han, ha war-n-ezhi peadra

d’ezhan da zibri ha da efa. Ne wele o tegas ann traou-ze nemet eunn dourn hag eunn hanter-vreac’h gwenn-kann. Ar burzud-ma a lakeaz Laouik nec’het. Naoun enn devoa hag evelato ne grede ket kalz dibri, ha, m’oarvad, n’enn divije debret tamm, anez ma tilammaz enn e spered ne dlie ket beza fall d’ezhan dibri eunn dra-bennnag, pa wele ann azen e-unan o peuri. Neuze Laouik a stagaz gant-hi, a zebraz hag a efaz gwalc’h e galoun, na petra ’ta ?

Ann azen ; pa voe leun e gof, a c’hourvezaz da ehana. Ne voa ket eur zouez, rak skuiz e tlie beza goude eur pennad hent evel enn devoa great. Ar paotr Laouik a reaz ivez evel ann azen hag en em astennaz eno war al letoun. Evelato pa gavaz d’ezhan e voa diskuiz a-walc’h he-unan hag e tlie e azen beza evel-d-han, e lavaraz Laouik d’he azen : — ac’han ’ta, va azen, mont a reomp adarre. — Al loen, pa glev, a zao Dioc’htu enn e zav, hag ar paotr a lamm war e gein adarre. Neuze avad, e-leac’h mont araok evel enn devoa great beteg-hen, ann azen a zistro war e c’hiz dre ann hent ma voa eat di, hag en em gaout a rejont o-daou er gear ; goude tremen penn-dre-benn dre ann hent ho-devoa great evit mont.

Pa voent eat e porz ar maner, Laouik a ziskennas, a gasaz he azen d’he graou hag a ieaz war-eeun d’ann ti. Lavaret a reaz d’ann aotrou, a voa oc’h e hortoz : — Setu-me distro, aotrou, great am beuz evel ho poa lavaret d’in, ha laosket ann azen da vont el leac’h ma kare, hep biskoaz sacha war e benn. — Mad as peuz great, eme ann aotrou ; breman pa’z oud distro, lavar d’in e pe leac’h oud bet ?  — E feiz avad, aotrou, ne c’houfenn ket lavaret d’e-hoc’h petra eo ar vro-ze am beuz gwelet, rak dre ama n’euz bro e-bed hevel out-hi na tost zoken.  — Mad, eme ann aotrou ; ma n’oud ket evit lavaret d’in petra eo ar vro-ze, lavar diana petra as peuz gwelet, rak emichans es-peuz gwelet eunn dra-bennag enn da dro ; n’oud ket dall ha n’es peuz kennebeud, m’oarvad, serret da zaoulagad ivez. — Nann avad, aotrou, ha traou a-walc’h am beuz gwelet, traou e-leiz ha ker burzuduz, ma’m-beuz klasket anaout petra voant, ha kaer am beuz bet klask gwella ma c’hellenn, n’ounn ket bet evit gouzout netra. — Mar kerez lavaret d’in petra eo ann traou-ze, me marteze a c’hello rei da anaout d’id petra int. 

— Da genta, eme Laouik, eo eat ann azen er mor, hag a-benn eur pennad goude, ar mor a zo bet izeleat dindan he dreid hag ann azen enn deuz kavet eunn hent da vale. — Ar mor-ze, eme ann aotrou, a zo ar bed-man, hag ann hent-ze a zo hent buez ann dud war ar bed. — Goude, eme ar paotr, hor beuz bet kavet eur pez rod vraz hag a c’holoe ann hent, hag enn he c’hreiz lammennou kountellou e-leiz, aotennou, tachou ha filsier, ha traou all lemm pe lemmoc’h a bep seurt anezho. Dre greiz ar rod-se omp tremenet hep kaout kemend a boan evel a gave d’in hor bije bet. — Ann dra-ze, eme ann aotrou, a zo ar penn kenta da vont d’ar baradoz. — Goude ar rod vraz-ze, eur pennad mad enn tu all, em beuz klevet kri forz ha iud gant eunn den, eur biz d’ezhan hepken enn tan. Enn eur dremen em eus lavaret d’ezhan tenna he viz kuit ha n’enn divije ken a boan. — Ne voa ket heb abek e krie er c’hiz-se, eme ann aotrou ; ann den-ze a iea d’ann ifern, ha kaer enn divije sacha, ne vije ket bet evit tenna he viz ; barnet e oa ha barnet mad ; goude he viz e tevche he vreac’h, hag he gorf a-bez da ziveza.  — Pelloc’hik ac’hano, eme Laouik, em beuz gwelet eunn den all war greiz he gein enn tan hag o c’hoarzin evelato enn eur zellet oc’h ann env. Gant ann daou zen-ze ounn bet nec’het eur pennad mad. — He-man, ann diveza-man, a lavaraz neuze ann aotrou, a voa er purgator hag a wele Doue ac’hano. Fisians en devoa e torrje nerz e boaniou hag ez aje da ziskuiza d’ar baradoz.  — Ac’hano ez ounn bet souezet adarre o welet eur pez bagad saout lard-kuill evel toaz e-kreiz eur waremm goloet a vein hag a rec’hier, ha ne voa enn-hi nemet koz bruk d’ezho da beuri, hag eur pennad ac’hano, enn eur prad goloet a c’heot flour, eur vandennad saout all a voa treud-eskern ha ken diskarn, mac’h hejent gant ann avel war o zreid ; beteg ho c’hof edont koulskoude er boed. Gant

ann dra-ze eo bet gwall dregaset va
spered, ha biskoaz, kaer am beuz bet,

n’ounn ket bet evit gouzout petra a voa. — Ar rumm saout lard kenta, eme ann aotrou, a zo skouer ar re baour war ann douar, evito n’ho deuz kouls lavaret, netra da zibri, nemet a-wechou tamm ama, tamm a-hont ; evelato laouen bepred enn ho stad, ez int lard, da lavaret eo ez eo eaz o spered gant ar pez a zo roet d’ezho gant Doue. Ne c’hoantaont ket kaout madou ar re all, gant gras Doue ho deuz a-walc’h. Ann eil rummad saout treut avad a zo skouer ar re fall ha pinvidik ; beteg o c’hof emint e-kreiz ar boed hag evelato ho spered ne d-eo ket eaz gant ar pez o deuz. Seul-vui o deuz, seul-vui o deuz c’hoant da gaout. 

— Ac’hano, eme Laouik, ez ejomp hag e valejomp pell amzer heb kaout netra, ken n’en em gavchomp gant diou bez karrek vraz oc’h en em dourtal war greiz ann hent, eunn trouz braz hag eunn dregern gant-ho, m’ho c’hlevet a bell bro. Pa en em stokent, e strinke diout-ho luc’hed ha tan, ha mein, ma voa eur spount tostaat out-ho. Ann azen a ieaz d’o c’haout evelato. Beac’h e voe d’ezhan mont e-biou ha d’in-me ivez, rak bek ha lost a voe paket etre ann diou garreg. Lavarit d’in, aotrou, me ho ped, petra eo ann diou garreg-ze ? — Ar re-ze a zo da zaou vreur eat d’ann ivern ; ne reont eno nemet en em ganna. — Goude, eme Laouik, hor beuz ranket tremen dreist eur pont huel savet war eur volz vraz, biskoaz ne weljoun bolz evel houn-nez. Gwasa a voa eo ne voa da bignat war-n-ezhi nemet deresiou ken enk ka ker moan, ma voe tost d’ann azen diruilla diribign d’ann traon ne c’houfenn lavaret ped gweach. Evelato e c’hellaz goude kalz a boan tizout ar c’hreac’h, ha goude e tiskennaz, me atao war e gein. — Ann hent-ze striz, diez hag huel, a zo ann hent tosta da zor ar baradoz, eme ann aotrou ; poan a ranker da gaout evit mont di, ha n’eo ket ann holl evit pignat eno, evel az peuz gwelet. Meur a hini, pa vezo pignet eur pennad mad, a ziruill ouz traon, ha goude n’ho deuz ket ar galoun da bignat adarre ; klask eunn hent all a reont ha ne gavont nemet hent ann ifern. — Diskennet ac’hano, eme ar paotr, e klevjoun goude eur ganaouenn gaer, hag ez eaz va azen dre eur vali gwez kaer (ar re gaera am beuz gwelet biskoaz), da eul letonenn vraz, eur c’hae spern gwenn enn-dro d’ezhi. Ar spern a voa ker stank, ne vije ket evit lakaat penn ar biz ebarz heb beza toullet gant ann drein. Evelato, ann azen, Dioc’htu ma voe tost, a lakeaz he benn e-touez ar spern hag ar c’harz a zigoraz evit lezel anezhan da dremen eno. Pe voe eat ebarz, e choumaz a-zav hag en em lakeaz da beuri. Neuze e tiskennjoun diwar e gein, ha me gwelet eur vreac’h hag eunn dourn gwenn o tont hag oc’h astenn eunn dousier a zira-z-oun ha war-n-ezhi a bep seurt traou mad da zibri ha da efa. Ha me naoun d’in, e voenn lent da genta ; evelato e tebrjount goude-ze hag ec’h ehanjoun gourvezet war al letonenn, ann azen em c’hichenn. Goude dibri ha diskuiza eur pennad, e tistrojomp hon-daou enn dro, dre ann hent ma voamp eat ; ha setu ni en em gavet evel a welit. Breman, aotrou, ho peuz klevet gan-en kement hor beuz gwelet. 

— Ar vali gaer-ze az peuz gwelet hag al letonenn vraz se a voa eur c’hael spern gwenn enn dro d’ezhi, a zo, evel ma lavarfen d’id, a-zindan ar baradoz ; ann dourn hag ar vreac’h wenn a zo dourn ha breac’h eunn eal, hag ar pez az peuz debret a viro ouz-id da vervel, da lavaret eo, da vont d’ann ifern.

— Breman lavar d’in, eme ann aotrou, pegeit a zo, a gav d’id, abaoue ma’z oud eat ac’hano ? — Ne ouzounn ket, aotrou ; marteze ez eus eur pemzek dervez-bennag pe ouspenn. —  Evit doare, ne d-oud ket bet enouet enn hent ? — Nann avad, rak traou a-walc’h a gavenn d’am dizenoui ; n’am beuz ket kavet tamm hir ann amzer. — Mad ! koulskoude ez euz hirio daou vloaz ha kant abaoue ma’z oud bet eat kuit ac’hann. Da vamm a zo maro hag a zo pardonet gant Doue ; er baradoz ema. Te a vevo c’hoaz eur pennadik, ha goude ma vezi maro, ez i da gaout da vamm d’ar baradoz es peuz gounezet o senti ouz-in, rak ann hini na zent ket oc’h e vestr pe oc’h Doue a zo mestr ann holl, a zo eunn den kollet.

Breman e ouzoud ervad petra eo

kement as peuz gwelet enn da hent.

Koulskoude e kav d’in n’es peuz lavaret ger diwar-benn ann hini koz a voa en em gavet gan-ez enn hent a-dost aman. — Nann, aotrou, gwir a lavarit.  — Mad ! hen-nez, ann hini koz-ze ha me, ne d-omp hon daou nemet unan. Ar pez as peuz bet roet d’ezhan, as peuz roet d’in-me, hag, hervez a welez brema, ar pez as peuz great ne d-eo ket bet kollet evid-oud. 

Goude klevet ann traou-man gant ann aotrou, Laouik, beteg eno choumet evel eur paotr iaouank-flamm, a zeuaz da veza eunn den enn eunn taol, hag eunn den koz zoken, pa en devoa neuze dek vloaz ha kant, rak eiz vloaz en devoa pa en em gavaz da genta e ti ann aotrou-man a voa ann Aotrou Doue he-unan.

Laouik a varvaz eno hag he ene a voe kaset gant ann elez rak-eeun d’ann envou.




————