Nouveau dictionnaire pratique breton-français du dialecte de Léon
J. B. & A. Lefournier, 1876  (p. 441-442)



TREIZ PLOUGASTEL
TOST DA VREST


Perak ez euz reier pe rec’hier e tu Kerne, ha ne d-euz nikun e tu Leon ?

Eur mintinvez, e-tro teir ha peder heur, ec’h arrujounn e treiz Plougastel o tont euz ar vourc’h ; n’oa na deiz na noz. Ar vagerien, dihunet gant eunn tad koz en doa mall da welet he vap-bihan arruet e rad ann deiz araok, a ioa o vont da boulsa. Kerkent ha lammet er vag, e kuitajomp Kerne evit Leon. Huanad e-bed ne glever ; ar roenviou hep-ken o soubla er mor, a ra eunn trouz-bennag.

An tad koz, bet gwechall martolod, a zonje er broiou pell en doa gwelet. Jopik, he vuia-karet, a roje d’ezhan kelou euz he iaouankiz.

Evid-oun-me n’oann ket evit distaga va daoulagad dioc’h reier Plougastel. Ho skeud a c’holoe ar mor ; ho fenn e-touez ar c’hoabr, ho c’horf du ha bodennuz a stage va daoulagad. — Perak, eme-ve, kement a reier e Kerne ha nikun e Leon ? — Perag, paotr iaouank ? Pa vezo glazet ho pleo evel va re-me gant ar barrou-amzer, ec’h ouzoc’h ann dra-ze. — Plijadur am befe o c’houzout kement-se, araok ma vezo glazet va bleo.

— Pa’z eo gwir n’hoc’h euz ket a zismegans ouz ar re goz, selaouit mad ar pez a livirin d’e-hoc’h evit ma c’hellot eunn dervez lavaret ivez ann dra-ze d’ho pugale vihan :

Gwechall ez oa truk aman, pa’z eo gwir eur weach, ann diaoul, skuiz o klevet meuleudi karantez tud Breiz-Izel, a zeuaz he-unan d’ho gwelet, rak diez oa d’ezhan kredi e ve kemend a vadelez e-touez ann dud.

Er vro-man ec’h arruaz, ha neuze ec’h en em wiskas gant dillad eur paour-keaz. He zac’h goullo war he skoaz, he vaz enn he zourn, ez eaz da skei war dor eur pesketaer koz. Ker buhan hag e oe digoret ann or, ar pesketaer a anavezaz anezhan dioc’h-tu enn despet d’he vouez ha d’he bedennou truezuz. Ann den fall a zo atao gant-han eunn dra-bennag hag a droc’h anezhan.

— Deut enn ti , eme ar pesketaer. — Kerkent ha m’en devoe ann drouk-spered lakeat he droad dreist ann treujou, ar paotr koz a zerraz gant nerz ann or hag a foultraz ar paour keaz war mein ann aot. — An diaoul, blonset he izili, a zavaz en eur grosmolat, hag eunn tammig pelloc’h ez eaz en eunn ti all. Tud ann ti, araok mont d’ho labour, a lavare ho chapeled, hag etre diou bedenn, e oe klevet eur vouez klemmuz ha skiltruz e-tal ann or : — Digorit d’in, a lavare ar vouez, naon ha riou am euz. — Ke da zigeri d’ar paour, Biganna. — Aoun em euz, biskoaz n’em-euz klevet eur vouez ken euzuz. — N’euz fors, arabad lezel den er-meaz.

Kerkent ha ma vije gwelet he dreid skrabet, he fri sparfel, he zent lemmet, ha dreist-oll he zaoulagad ruz-tan, ann oll a anavezaz ann drouk-spered. Pep hini, o veza great sin santel ar groaz, en em lakeaz da ober goap anezhan ha d’he gas er-meaz enn eur deurel war-n-han kemend berad a ioa er vuredenn dour benniget. — Paket ounn bet, eme ann diaoul.

Kounnar enn-han ken a, e tec’haz dirag ar galloud-ze ; koulskoude ez eaz d’eul lochennik a welet du-hont e riblenn ar mor. N’oa nemet eur bugel en ti. — Va mab, eme ar paour, n’ec’h euz netra da rei d’in da eva ? — Eo avad, eme ar paotr, setu ama leaz-ribot. — Ken trenk ha ker fall oa al leaz-ma, n’en divije ket bet debret gant ar moc’h. Ar paour, o veza tanveet al leaz, a foultraz anezhan war al leur hag en em daolaz er mor.

Arruet enn tu all, ez eaz da skei war dor eunn intanvez. Eunn arne dirollet a rea, ar glao a goueze puill hag ar gurun a c’hourdrouze. — Naoun braz em euz, eme-z-han. — An intanvez, goude eur zell, a anavezaz enebour ann dud. Koulskoude e sonjaz : — An den fall pa’z a da glemm a zo dreist ann holl. — Deut enn ti, eme-z-hi, setu ama peadra da derri ho naoun, ha tan da domma hoc’h izili.

En eur lavaret ann dra-ze, ann intanvez a lakea dirak ar paour eur vasinad vraz a iod. Hag o palarat e-verr gant-hi, en eunn taol-kount e oe lipet ar iod ha diou bodezad leaz kaoulet. — Mad eo ar iod, maouez, n’hellfac’h ket rei d’in kemend-all ? — Eo, eme ann intanvez, dioc’htu e vezo poaz ar pouloud. — Ha ker buhan e oe lakaet dira-z-han leiz ar vasin-kouez a bouloud hag eur bern krampouez. Eunn nebeut goude, ne choume netra ken da zibri.

An diaoul neuze, o sevel diouz taol, a lavaraz d’ann intanvez : — Plijadur vraz hoc’h-euz great din. N’hellfen ober netra evidoc’h ? Nerzuz ounn, ha n’euz forz pe seurt labour, me raio dioc’htu. (En amzer-ze, klevit, ar reier braz ha bihan a weler breman e tu Plougastel a ioa e tu Leon).

— Peadra a-walc’h am-euz da zevel va bugale ; va douarou a zo mad, n’em euz poan nemet abalamour d’am amezeien, eme ann intanvez ; sellit oc’h ar vein-ze, ma ne vijent, n’em be netra da c’houlenn. — Ha ne d-euz ken evit ober plijadur d’e-hoc’h ?

Hag o veza tennet he jupenn, Paol-Gornek a gemeraz ar reier ann eil goude eben, hag a daolaz anezho en tu all d’ar mor, eleac’h ma’z int abaoue.


————