Ar pec’hejou gant ar vertuziou control dezo

L. Prud'homme, 1849  (p. 123-125)



CANTIC VAR PEC’HEJOU,

Particulieramant var ar re gabital, galvet communamant ar seiz pec’het marvel, ha var ar vertuziou control dezo evit ma tiouallimp ouz ar re guenta-se, ha ma pratiquimp ar re ziveza-ma epad an deiz. Var an ton, Contemplit an hent bras.

GOude beza guelet
Ar mad so necesser
Evit beza salvet.
Da bep den da ober,
Dre gonsecanç an droug
So ret deomp da lesel,
A rest bremâ da c’hout
M’en detestimp fidel.
An droug ma tleomp tec’het
Gant horrol dioutâ,
Eo certen ar pec’het,
Pîni ne de quet tra
Nemet quement a vez
Grêt, lavaret, sonjet
Enep ar volontez
A Zoue, pe leset.
Daou seurt pec’het a so,
Original unan,
Hac a zeu var un dro
Gant an den er bed-man
Actuel eguile,
Hac a guemeromp-ni
Oc’h heul hon liberte ;
Pa ouzomp ræsoni.

Ar pec’het actuel,
So a zaou seurt ive ;
Unan a so veniel
Ha marvel eguile :
Ne ra quet ar c’henta
Coll Doue nac he c’hraç,
Hoguen couscoude e ra
Ouz hon ene gaou bras.
Dont a ra d’hor ienaat
En carantez Doue,
Ha d’hon diegussaat
En he servij ive;
Ar poaniou tamporel
A veritomp dreizan ,
Ha d’ar pec’het marvel
Omp disposet gantan.
Mæs ar pec’het marvel
A ra coll graç Doue
Hac ar gloar eternel,
O laza hon ene ;
Hac ous[pe]n [1] hon rent dîn
D’ar poaniou infernal
A dle padout hep fin
En ur prison teval
Seiz, so ispicial

A bec’bejou marvel;
Ar seiz viç capital
Eo e tleer ho guervel,
Rac ma’z int ar sourcen
Eus an oll bec’hejou,
Peautramant ar pen
Eus a bep seurt viçou.
Evel superbite,
Avariçdet, avi,
Coler, lubricite,
Gourmandis, diegui :
Chetu an hent ledan,
A lavar hor Salver,
A gundu gant satan
D’a[r] [2] maro eternel.
An nor hac an hent enq
A gundu d’ar vuez
Eleac’h ma ema’r sænt,
So seiz vertuz ivez :
Chastete, tamperanç,
Douçder, humilite,
Carantez, dilijanç
Ha liberalite.
Orgouil a vez chasset
Gant guir humilite ;
Hac ar avariçdet
Gant liberalite ;
Hac oll lubricite,
Autramant al luxur,
A vez gant chastete
Banisset a dra sur
An avi a drec’hot
Dre voyen carantez ;
Dre zouçder e cassot
Peb seurt buaneguez ;
Goude an damperanç
A vir ouz gloutoni,
Ha dre an dilijanç

E lamer diegui.
Cassaomp ar viçou-se
Mui eguet ærevent ;
Casseet int gant Doue,
Casseet int gant ar sænt :
Caromp ar vertuziou
A so control dezo :
Anes, gloar an êvou
Birviquen n’hor bezo.
N’en em abusit quet,
Eme ar Scritur sacr :
Ne d’aï d’ar joaüsdet,
Muguet un idolatr,
Na lubric, nac aoultrier,
Nac avaricius,
Na voler, na mevier,
Na teod malicius. a
Ma n’en em amantit
Diouz peb pec’het marvel,
Ha ma n’en em rentit
Henvel ouz ur buguel,
M’en assur deoc’h certen,
Eme Salver ar bet,
N’en antreot birviquen
En bro an eürusdet.
Besomp hivisiquen
Douç hac humbl a galon,
Na zisoblijont den
Expres en nep fæçon,
Ha bezomp liberal
En andret ar beorien,
Ma vezimp er bed all
Eürus dre ho moyen.
Caromp mad hon hentez,
Hep caout avi ontâ ;
Quent-se gant carantez

Procuromp-en dezan :
Bevomp en chastete,
Oc’h en em zerc’hel pur
A gorf hâc a ene
Diouz peb pec’het impur.
Tec’homp diouz gourmandis,
Magueres ar viçou,
Bezomp sobr en peb guiz,
Ha iunomp aviziou :
Servijomp hor Salver,
O veza sourcius

Da ober hon dever
Hep beza diegus.
Va Salver benniguet,
Hep d’hoc’h n’ellomp netra ;
Dre ho craç, ni ho ped,
Ato d’hon assista,
Ma trec’himp ar viçou,
Ha ma c’hallimp goude,
Oc’h heul ar vertuziou,
Mont d’ho quelet en eê,.
Amen.



  1. Moullet : -pren.
  2. Moullet : d’an.