Ar plac’h glac’haret
Chanté au Huelgoat (Finistère) le 8 Mai 1905 par perrine Choquer.
1. Pa oan em c’havel bihanik, Treï-talala-la, la-la-la-la-la, Pa oan em c’havel bihanik, Me m’oa choazet eur Vestrezik.
2. Me m’oa choazet eur vestrez koant Eb ober d’heï he c'homplimant ;
3. Hounnez a zave beure mad Evit lakaat he c’hoef ervad.
4. Setu ma lare he mamm d’ezhi : — Setu ma merc’h ker koant he me.
5. — Petra talv d’in-me beza koant, Peguir ne c’helan kaouet ma c’hoant.
6. — Tavit, ma merc’h, na ouelit ket ’Barz a-benn bloa c’hui ’vo dimeet.
7. Nag a-benn bloa me ’vo maro Ha dimezet neuze neb a garo.
8. Pa vin maro hag interet Lakeit va bez kreiz ar vered :
9. Lakeit varnhan peder fleuren, Diou a vo ruz, diou a vo guen :
10. ’Vit ma lavaro ’r botred yaouank, Ama ’zo interet eur plac’h koant,
11. A zo maro gant an Envie. C’hoaz a raïo meur a hini.
|