Etre daou zen yaouank
Chanté au Huelgoat (Finistère) le 8 mai 1905 par Franseza Guillo.
1. Dibonjour d’hec’h va mestrezik,
Penoz a ra ho Kalonik, Penoz a ra ho Kalonik ?
2. — Va c’halonik a zo seder
Ma, be oc’h hini va zervicher :
3. Va c’halonik a zo kontant
Ma be oc’h hini den yaouank.
4. — Ma mestrezik ma em c’heret,
Promettit d’in em c’hemerfet :
5. Promettit d’in em c’hemerfet,
En iliz dirag ar beleg
Dirag ar Zent hag an Elez.
6. Me na zemein ket ar bla-man
Nag er bla na rin ket ive.
7. Na da vla, na da viken-jamez
Oar me ial da leanez ;
8. Me verzo ma zantelezou,
Va c’hroazou kaër, va rubanou :
9. O lakaï da bedi Doue,
E ialo d’er gouant gathê.
10. Peger brao ve kos ar botred,
Pe ven godissa ar merc'hied !
11. Koseal a reont a c’hinou
Mez mud ve o c’halonou.
12. Evel d’ar bleuen var ar mor
Kalon ar botred ’zo traïtour.
13. Evel d’ar bleuen var ar mor-braz
Eo karantez plac’h ha goaz.
14. Evel d’ar mel var ar men-glaz
E ze karantez plac’h ha goaz :
15. A mel-se ia gant ar guenan,
He garantez gant peb unan.
|