Ar plac’hik hag ine hi mamm
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Ar plac’hig hag ene he mamm.
Ur plac’hik euz a baroz Blan,
’Deuz goulennet gwelet hi mamm ;
Gwelet hi mamm ha komz oud-hi,
Gant ar c’heuz braz hi doa d’ez-hi.
Monet ’ra da gaout ar person,
Wit konta d’ez-han hi rezon :
— Ia, ma merc’h, komz gant-hi ’refet,
Mar gret ’vel ma vo d’ac’h laret :
Epad ter-noz, a-c’houde koan,
Iefet d’ann iliz ho unan ;
Kass ganac’h tri davanjer d’eï,
Da lakad war ’r bez da bedi. —
Pa well allumi goulou-glaz,
Bars ann tu-deo d’ann aoter-vraz,
Ez ia bars ar govezion,
Kelennet mad gant ar person,
Nag ewit gwelet ann anaoun,
Oc’h ober tro ’r procession.
Assedet oant ’tre ter vandenn,
Re-du ha re-c’hriz ha re-wenn.
Touez ar re-du ez oa hi mamm,
Oh ! Doue, pebeuz da estlamm !
P’ho doa gret ann dro en antier,
Ez ia da gaout hi davanjer ;
Ez ia da gaout hi davanjer,
Hag hen laka ’tre nao c’hartier.
En noz warlerc’h, p’oa debret koan,
’Z ia arre d’ann iliz hi hunan ;
Kass an eil davanjer gant-hi,
Da lakad war ’r bez, da bedi.
Pa well allumi goulou-glaz
Bars ann tu-deo d’ann aoter-vraz,
Ez ia bars ar govezion,
Kelennet-mad gant ar person,
Nag ewit gwelet ann anaoun
Oc’h ober tro ’r procession.
Assedet oant ’tre ter vandenn,
Re-du ha re-c’hriz ha re-wenn.
Touez ar re-c’hriz ez oa hi mamm,
Na oa ket ker-braz hi estlamm.
Pa doa gret ann dro en antier,
Ez ia da gaout hi davanjer ;
Ez ia da gaout hi davanjer,
Hag hen laka ’tre c’houec’h kartier.
Ur c’hoar dimezet doa ’r plac’h-se,
Hag a Willioudaz en noz-se.
Da derc’hel ’r bugel eo klasket,
Ha prest a deuz laret monet.
Pa ’z ia ’r bugel d’ veza badeet
Euz ar belek deuz goulennet,
Deuz ar belek deuz goulennet,
M’ vije ’n hano d’hi mamm laket :
— Kerlies gwes ha m’hen gwelinn,
Dont a raï sonj euz ma mamm d’inn. —
Pa ’z eo ar bugel badezet,
Neuze kerkent eo bet marwet ;
Neuze kerkent eo bet marwet,
D’hen veill’ hi a zo bet chommet.
Pa ’z eo ar bugel douaret,
Da gaout ar person hi ’zo et ;
Mont a ra da gaout ar person,
’Wit konta d’ez-han hi rezon.
— Ia, ma merc’h, komz gant-hi refet,
Mar gret ’vel ma vo d’ac’h laret. —
Ar plac’h, pa oa debret hi c’hoan,
Ez ia d’ar vered hi hunan,
Kass ’nn drivet davanjer gant-hi,
D’ lakad war ar bez da bedi.
Pa well allumi goulou-glaz,
Bars ann tu-deo dann aoter-vraz,
Ez ia bars ar govezion,
Kelennet-mad gant ar person,
Nag ewit gwelet ann anaoun,
Oc’h ober tro ’r prosession,
Assedet etre ter vandenn,
Re-du ha re-c’hriz ha re-wenn.
Touez ar re-wenn hi mamm a oa,
Dimeuz estlamm, deuet da joa !
Pa doa gret ann dro en antier,
Ez ia da gaout hi davanjer ;
Ez ia da gaout hi davanjer,
Hag hen laka ’tre tri c’hartier.
Da gaout hi merc’h ar vamm ’zo et,
Ha ’vel-henn d’ez-hi deuz laret :
— Un taol-mad ez eo bet dide
Pa n’ ’m euz da ziframmet iwe ;
Pa n’ ’m euz da ziframmet en beo,
’Vel ma renn d’ann davanjerou !
Te greske ma foaniou bemde,
Gant ar glac’har a reez d’in-me !
Ur bugel a t’euz bet dalc’het,
Em hano a t’euz-han laket ;
Em hano a t’euz-han laket,
Hennes hen euz ma zikouret.
Me ia brema d’ welet Doue,
Te a deui iwe hep-dale ! —
Anna SALIK, 75 bloas.
Plouaret, 1864.
Ar vinorezik, ’draon al lann,
’Deuz glac’har da varo hi mam ;
Medi noz-dez o estlami,
Hi c’hovezour ’n deuz poan gant-hi.
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
P’oa war bez hi mamm ’n orezon,
’Klewaz ann anter-noz o soon ;
Klewaz ann anter-noz o soon,
Erru koulz ar prosession.
Erru ez int en ter vandenn,
Re du ha re c’hriz ha re wenn.
’N touez ar re du a well hi mamm,
O Doue, pebeuz da estlamm !
Deiz warlerc’h da noz ’z ia ’darre
War bez hi mamm d’ bedi Doue.
P’oa war ar bez en orezon,
’Klewaz ann anter-noz o soon ;
’Klewaz ann anter-noz o soon,
Erru oa koulz ’r prosession.
Erru int e-tre ter vandenn,
Re du ha re c’hriz ha re wenn.
’N Touez ar re-c’hriz a well hi mamm,
Na doa ket kement a estlamm.
Deiz warlerc’h ’noz ez ia ’darre
War bez hi mamm d’ bedi Doue.
Pa oa war ar bez, ’n orezon,
’Klewaz ’ann anter-noz o soon ;
Klewaz ann anter-noz o soon,
Erru koulz ar prosession.
Erru int etre ter vandenn,
Re du ha re c’hriz ha re wenn.
Touez ar re-wenn a well hi mamm,
Neuze na doa ken a estlamm.
’N hi davanjer ez eo kroget,
En pewar zamm deuz-han laket,
Hi mamm evelhenn deuz laret :
— Penamet oud en graz Doue,
’M boa da diframmet a beziou,
’Vel ma rez d’as davanjerou !
Ur bugel a t’euz bet dalc’het,
Em hano a t’euz-han laket,
Hag hennes hen euz ma zalwet ! —
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Kanet gant Mari HULO.
Kerarborn, 1855.