Ar roc’h lenverez

Gloada ar Prad. Rakskrid gant Dirlemm
Ti moulerez Sant-Gwilherm, 1909  (p. 157-160)



Ar Roc’h lenverez


————


Gwechall, a leverer, e veve e Konk-Leon, tostik da Lok-Maze-Penn-ar-Bed, eur pesketaer koz, Ivonig e hano. Piz-gagn e oa, ne glaske nepred nemet e vad e-unan ha dare e oa atao da gredi edo an dud o trouk-prezek anezan. N’en doa evit ti nemet eur c’hoz kraou koad savet oc’h kein eur roc’h war gorre an teven.

O veza n’ez ea morse da di ebet, e vuez a yoa henvel a-walc’h oc’h hini eun den gouez. Savet kerkent ha goulou-deiz, Ivonig a ziskenne en aod da ziskoulma korden e vag evit mont lark da bes keta, ha pa veze echu e labour gantan, e teue endro – evit mont da Gonk da werza e varc’hadourez ha dizrei ac’hano d’e doull ti.

Daoust ne rea ken eus e vuez, traou iskiz ha spontus zoken a gave ar besketerien all da lavaret war-benn an ermid koz.

Den morse ne lavare grig d’ezan ; ar vugale a dec’he kerkent ha m’her gwelent o tont e korn distro an hent-bras ; ar merc’hed hag ar baotred yaouank o-unan a droe o fenn gant heuz p’en em gavent dirake zrem zu hag e gein chouket.

Kozidi ar c’harter a gonte penaos gwechall — pell bras a zo abaoue avat — Ivonig a yoa deuet da jom er vro gant eur plac’h yaouank a-zoare. An tiegez, koulskoude, n’ea ket kaer an traou ennan. Kemente seblante Ivonig beza kalet ha piz, kement ez oa Noëla madelezus ha karadek.

Penaos bennak edo ar vuez ganto, ar re goz a gendalc’he da doui e oa maro ar vaouez geaz gant an naon hag an diouer a bep tra, red d’ezi gouzanvi a-berz he fried. Setu ma chome Ivonig e-unan gant Lanig, a yoa henvel kaer oc’h e vamm.

Bazatet bemdez gant e dad, hep eun tamm kreun da lakaat etre e zent, ar c’heaz a gemeras an tec’h eun dervez a oe, hep m’en divije den gouezet, abaoue, petra oa deut da veza. Neuze eo, pa welas edo an hu warnan, e teuas Ivonig da zevel e lochen war c’horre an teven.

Ar bloaveziou a dremenas o tigas d’ar besketaerien levenez ha glac’har bep eil dro. Ivonig hepken a gendalc’he da veza didrous, eürus bepred, evel pa vije difennet gant eur wrac’h bennak, gant eur galloud kuzet, diaoulek marteze, a zigase d’ezan nerz, yec’hed ha kalz pesked. Deuet e oa an dud da lavaret edo an diaoul e-unan o teurel evez war ar paotr piz, o rei d’ezan kement a c’hoantea er bed-ma. Paotred ar zabat, an hoperien noz, ar c’horred, ar c’hannerezed-noz ha kement viltanz a zo a deue, eme an dud, da goroll en dro da di Ivonig ha da zerc’hel kompagnunez d’ezan.

Tud chomet divezad war an teven o doa gwelet eno traou souezus, gwasoc’h ’zo ! traou heuzus ha mezus, na gredent koms anezo nemet goude beza great sin ar groaz n’ousped gwech.

An aotrou person, tad holl dud e barrez, evel m’eo han vet ganeomp, mantret gant kement a gleve, a glaskas distrei war an hent mat an danvad dianket. Ne oe ket selaouet nemeur.

« Dilez da vuez fall, Ivonig, eme ar person : Distro ouz an Doue a ankounac’hao da bec’hejou, ma teuez davetan a greiz kalon ha ma roez da c’her e reni hiviziken eur vuez gristen. »

— « It gant hoc’h hent. N’ez eus Doue ebet ! a hopas an den difeiz. It prim ac’halen, ha n’ankounac’haït ket e lavaran d’eoc’h brema e taolin ac’hanoc’h en aod eus gorre an teven ma, ma tigouez c’hoaz ganeoc’h dont betek ama. »

An aotrou person a ziskennas en eur ouela.

Hogen, setu eun dervez eur gorventen eus ar re vrasa o tont eus ar c’huz-heol. Ar mor pennfollet a deue da lipat betek gorre an teven, o koueza goude-ze war ar reier en eur ober eun trouz spontus. Al luc’hed a yea hag a deue dre an oabl, o treuzi ar meneziou koabr du, hag e kleved goude tarsiou kurun a lakae da grena an hardisa pesketaerien. Pep tra a zeblante beza dirollet hag a yoa evel dare da drei ar bed-holl war an tu gin.

Ar bagou, a drugare Doue, a yoa digouezet e poent. Ne vanke hini ebet. An holl besketaerien ivez a yoa er gwasked. N’oa den eta war an aod, o veza n’edod war c’hed eus merdead ebet chomet divezat ha tapet gant ar gorventen.

Kristen ebet war an teven ; kroazet e ziouvreac’h gantan hag azezet e toull eur roc’h, Ivonig hepken a zelle dizeblant ouz ar mor kounnaret.

Setu, en eun taol, ma klever klemmou truezus Beza ez eus du-ze, pell, pell, unan bennak o c’hervel eus e holl nerz. Klevet mat a reer, en despet da drouz spontus ar mor o freuzi war ar reier. Ivonig a zav soun en e zav : e lagad, boaz oc’h ar mor, a wel eur vag en dremwel. Ar vag-se ken dister a ra lammou souezus, a-wechou war c’horre ar gwagennou, a wechou-all e strad islonkou doun divent, dare atao da veza goloet.

Ivonig a azez a-nevez oc’h ober eur mousc’hoarz :

— « Unan nebeutoc’h da vont da besketa », eme ar paotr koz digalon.

— « Da vab eo, Ivonig a zo oc’h da c’hervel ! » a lavaras eur vouez.

— « Ya da ! Piou a zo ama o koms ouzin ? »

— « Hast buan, Ivonig, mar ’peus c’hoant da zavetei da vab ! » eme c’hoaz ar vouez.

— « N’em eus mab ebet… »

— « Ra vezi eta milliget, den fall ! »

Ha raktal an teven a-bez a oe sklerijennet gant eul luc’heden dispar.

Hag eun eal neuze, skedus evel an heol, eur pez kleze en e zourn, a deuas d’en em ziskouez da Ivonig, a grene en dro ma evel eur bern deliou. Hag an eal a lavaras :

« Den koz, an Aotrou a zo deuet da skuiza o welet da galon ken kalet. Kredet en doa e vije deuet da voukaat gant an darvoud-ma, hag ez pije goude troet kein d’az tizursiou. N’ac’h eus karet morse na da Zoue, na da wreg na da vab, na den. Lakaet ec’h eus da holl garantez er madou vil a dremen gant ar vuez. Karget oun gant Doue da zi gas kelou d’it eus e varnedigez. Da ene a deuio dre ama da huanadi, endro d’ar roc’h-ma, bep tro ma kouezo ar gorventen war aochou Breiz. »

..............................................................................................................

Pa en em zav ar tarsiou, pa c’houez an avel viz, e klever ar Roc’h o ouela, oc’h huanadi keit ha ma pad ar gorventen.

Setu perak, eme an hini a gonte d’in an dra-ma n’eus, nag e Konk na wardro, den piz na den digalon ebet.



————