Gloada ar Prad. Rakskrid gant Dirlemm
Ti moulerez Sant-Gwilherm, 1909  (p. 152-156)



OAN AR MABIG JEZUZ


————


Eat e oa ar bastored gant o hent ; hag, endra ma ’z eant, e komzent eus an traou kaer o doa gwelet.

Josef neuze a c’horroas o c’hinnigou ; bez’ ez oa leaz, fourmaj, viou, frouez ha koad, donezonou paour roet a galon vad hag a dlie beva an Tiegez Santel. Unan anezo, pinvidikoc’h eget ar re all marteze, kalon vad ha brokus d’ezan ivez, a lezas e-harz ar Bugel-Doue eun oanig donv, beg ruz, gant gloan gwenn-erc’h en dro d’ezan.

P’oa eat e vestr kuit, an oan a zigoras frank e zaoulagad evel pa vije sebezet ha nec’het bras. Hogen, anezan e-unan, ez eas war-eün d’ar Mabig Jezuz p’her gwelas astennet war ar c’holo.

An azen hag an ejen a astenne o fenn a-zioutan hag a glaske e domma gant ar c’houezen a deue diouto pa dennent o alan.

Dioustu an oanig a welas kement-se, hag hen da lipat goustadik daouarnigou ar Mabig Jezuz.

Ar bugel a zigouez gantan dihuna ; ha neuze, evel evit trugarekaat al loenig dous, e ra allazig d’ezan war e benn, hag ec’h en em ro da gousket adarre.

An oanig a gerz d’e dreid, hag a c’holo gant e c’hloan toufek ar memprou tener skornet gant ar riou.

Oc’h e welet Mari ha Josef a veule an Aotrou a gemer kement a breder gant an dud dister.

An oan, ne-oe ket pell, a deuas da veza mignon an Tiegez Santel ; ar Werc’hez Vari a daole evez outan, ha Josef a gase anezan da beuri ar yeot fresk. Ar Mabig Jezuz a gemere gantan e blijadur.

Hogen, setu ma teu, eun nosvez, eun eal eus an nenv da lavaret da Jozef eo red d’ezan tec’het dioustu da Vro an Ejipt, abalamour da gounnar ar roue Herodez. Sentus bepred oc’h mouez Doue, Josef a zavas hag a sternas an azen evit mont kuit.

Rannet e oa e galon o sonjal e rankche lezel war e lerc’h an oanig kunv ha tener a blije kement d’ar Bugel-Doue. Setu, pa’z edo o vont er-meaz eus ar c’hraou, eur pastor o tigouezout. An hini en doa e roet d’an Tiegez Santel e oa.

N’ouzon dare na piou na petra a lavare d’ezan mont da welet e vignoned a Vetleem, en noz, evel en dro genta, p’oa kaset gant an elez, kanerien ar « Gloria in excelsis. »

Reketi a reas beaj vad d’an Tiegeziad Santel. Kemeret a reas ive e oan. Heman, avad, na felle ket d’ezan dilezel e vignon-bihan. Hogen ar Mabig Jezuz a astennas e zourn war al loenig mad, ha neuze ar pastor a zistroas d’ar gear gantan.

Peur-eveziegez Doue, koulskoude, a daole evez mad ouz an tri beachour santel ; o hencha a reas penn da benn an hent hag epad derveziou o harlu.

Herodez o vezan maro, eun eal a deuas a-nevez da gaout Josef. Hema sentus, a sternas adarre an azen hag, o veza kemeret e benn-baz, e tiztroas d’e vro. Da Nazaret eo ez eas en dro-ma da jom, e leac’h mont da Vetleem.

Antronoz e zistro, eun den war an oad, ar vaz a bastor en e zourn hag ar baner oc’h e gostez, a yea dre an hent, eun oanig oc’h e heul ; laouen e seblante beza.

Dlgouezout a ra, hag e sko war an nor. Sant Joseph a deu buan da zigeri. Anaout a ra pastor Betleem deuet da zigas da Jezuz an oanig mad kresket kalz. Ar Mabig Jezuz a ra stad d’ezan, hag, eo eur vennozi ar pastor, e lavar : « Eürus an dud kunv, habask, rak d’ezo e vezo an douar ! Eürus ar re baour, rak ma welint Doue ! »

O veza klevet e oa dizro an Tiegez Santel d’ar gear, Elisabet hag he mab Yan a gemeras an hent evit mont d’e welet ; nebeut goude e tigoueschont e Nazaret, e leac’h e oe great d’ezo enn digemer kalonek.

Mab Elisabet a yoa gwisket gant eur c’hroc’hen danvad, gwriet war e skoaz gant eur pennad korden, er gouelec’h (dezert) divezatoc’h e vezo goloet gant kroc’hen eur c’hanval.

Eun dervez edo sant Yan hag ar Mabig Jezuz o c’hoari war dreuzou an ti ; tom e oa d’ezo dindan heol bero bro ar Zav-Heol. Ganto edo ivez an oan o kemeret perz e c’hoariou e vignoned.

Setu en eun taol Yannig o vonet e ti ar c’halvez, hag hen o kemeret daou bez koad hag oc’h ober eur groaz ganto. O welet war al leur eun tamm lian roget, bet dresel gant ar Werc’hez, kredabl, e kemer anezan, hag hen d’hen staga evel eur ruban oc’h divreac’h ar groaz.

An avelig skanv, o c’houeza goustadik, a rea d’ezan heja en eun doare plijadurus da welet.

Tost d’ezan edo ar Bugel-Doue, hag eun tammig larkoc’h sant Josef, ar Werc’hez Vari ha santez Elisabet, sebezet o sellet oc’h c’hoari ar vugale.

Mari koulskoude a skrijas o welet ar groaz. Dont a reas sonj d’ezi eus komzou glac’harus an den koz Simeon ; he c’halon a zaoulammas, hag eus he daoulagad e tiredas daerou c’houero.

Hogen, setu eun dra laouennoc’h o tremen dirak o daoulagad.

O vesa savet war gein an oan, Jezuz a zeblantas kaout c’hoant da ober dre araok ar pez a dlie ober divezatoc’h en eur vont e kear Jeruzalem. Yannig a gas an oan gant eun dourn, hag en egile e toug e vanniel ; ma oe klevet en nenvou moueziou gwerc’h o kana da zabaturi ar garva diskouarn : « Bennozet ra vezo an hini a deu en hano an Aotrou ! »

Goude beza c’hoariet eur pennad evel-se, Jezuz a roas e frankiz d’al loen ; moueziou an nenvou a davas, ha ne oe klevet ken nemet trouzig an eskel o trouc’ha an ear. Ha netra ebet mui…

Elisabet koulskoude a lavare distrei d’ar gear ; sonet e oa heur an disparti. Yannig a gave dies kenan kuitaat e genderv hag… an oan en doa kement a blijadur gantan. Jezuz a welas mat e dristidigez hag a ouezas dioustu perak :

« Mar kerez, emezan, me a roi d’it va oan. » Eur mousc’hoarz a darzas war muzellou ar paotr, hag e zremm a deuas da veza laouen. Hogen, ar Mabig Jezuz a gemeras eur vouez c’haro hag a lavaras : « An oan a vezo hiviziken ez kichen evit da rei da anaout. Me eo an oan divlam a vo lakeat eun deiz d’ar maro ; d’it eo d’hen lavaret d’ar bobl er gouelec’h. »

Hag e oe klevet adarre kantikou an elez. Kana reant gant eur vouez ankeniet, leun a flourder :

« Ecce Agnus Dei, ecce qui tollit peccata mundi. »

Setu ama Oan Doue, setu an Hini a walc’h pec’hejou ar bed !


————