Ar spilhen sanket er zoroc’hel

Imprimeries Réunies A. Bouteloup et fils Aîné, 1913  (p. 15-17)



VI. — Ar spilhen sanket er zoroc’hel


Katellig ne c’houie penaos en em gemeret evit kaout asant he zud : eno edo an dalc’h. Ar pez a c’houie eo e vije kurun ha luc’hed. Mall he doa da vont da Bariz, hogen, melkoni he doa o sonjal er boan edo o vont da ober d’he zud. Karet a rea he zad hag he mamm, hag o veza ma edont o vont war an oad e vije poaniusoc’h c’hoaz d’ezi tec'hel diouto…

Katellig ken dous, ken aketus, ken sentus betek neuze a deuas da veza tenval he fenn, ha ne rea mui nemet huvreal e Pariz ! Dalc’hmat e chome al labour da ober, pe e veze hanter-c’hreat hepken ; a-wechou zoken e torre meur a dra dre ne veze ket a-walc’h war evez.

Ha neuze an tad a rea trouz, ar vamm a skandale…

Eun dervez edont o zri en eur park o c’houennat n’ouzon dare petra. Setu en eun taol an tad o trei da zellet ouz e verc’h chomet eun tammig warlerc’h. Katellig a yoa difinv, digor frank he daoulagad ganti o sellet ouz an douar. Roi a eure eun taol glin d’e wreg da lavaret d’ezi sellet ouz ar plac’h yaouank :

— Asa, emezan, va foatrez kez, petra c’hoarvez ganez eur pennad a zo ? Ne rez mui nemet huvreal…

— Alo ! va zad, emaoc'h adarre o c’hrignouzat !

— O c’hrignouzat ! O c’hrignouzat !… N'em beus ket a leac’h da c’hrignouzat, marteze ?… Mes petra c’hoarvez ganez ? Difesonet-oll e kavan ac’hanout eur pennad zo, n’out mui ar memes den ! N'emaout mui gant da labour ! Da spered a nij dalc’hmat da vro an huvreou ! Me garfe gouzout, me fell d’in gouzout, merc’h kez, petra zo a-nevez ganez… C’hoant dimezi ? Kavet ec’h eus, pelloc’h, unan bennak dioc’h da zoare ? Ne c’houlennan ket gwelloc’h, hel lavaret am eus d’it pell zo.

Katellig he doa pleget he fenn. Sevel a reas anezan pa glevas hano eus dimezi.

— Lavaret am eus d’eoc’h ivez n’emaon ket e poan da zimezi, evit c’hoaz.

— Mes lavar ’ta neuze petra fell d’it.

— Mat, va zad, p’eo gwir e fell d'eoc’h a-grenn, ez an eta da lavaret d’eoc’h. Gwaz aze ma ’z it e kounnar : va zonj a zo great ha great da vat… Gouzout a rit ez a kalz merc’hed yaouank da Bariz eus ar c’harteriou-ma abaoue eur pennad a zo…

— Ha neuze !… Daoust ha c’hoant az pefe da ober eveldo ?

— Ar merc’hed-se a c’hounit arc’hant brao e Pariz.

— Trei kein d’o zud evit mont da redek war-lerc’h an arc’hant ! Brao eo !!!

— En em blijout a reont ; n’ez eus evit c’hoaz dizroet hini ebet anezo d’ar gear.

— Lavar buhan ’ta ec’h eus mall da vont ivez !

— Ne lavaran ket em beus mall da vont, va zad, rak kris e vezo d’in dispartia diouzoc’h ha diouz va mamm.

Ar wreg a zirollas da ouela.

— Perak mont neuze ? Ha petra ra d’it kaout kement-se a youl da vont da Bariz ? Daoust hag hor mamm-goz Breiz-Izel n’eo mui gouest da vaga he holl hugale ?

An douar a roas d’az tadou
Eur bevans frank, mat ha nerzus,
A roio d’it, epad da zeiziou,
Magadurez krenv ha yac’hus ;
Bez eta dinec’h ;
Gant poan da ziouvrec’h
E vevi e Breiz gwelloc’h pell ’vit nep lech !

O chom e bro da gavel !
Chom, chom e Breiz-Izel ! [1]


— Me a c’hounezo arc’hant d’eoc’h…

— Serr da c'hinou !… Kempennoc’h e vije d’it chom ganeomp er gear da labourat douarou hou zud koz ha da zerri d’eomp hon daoulagad pa deui ar maro ! N'omp mui yaouank, her gouzout a rez.

— C’hoant am eus da vont, ha skrivet em eus da lavaret ez in.

— N’ez i ket gant va asant-me, da vihana.

— Merc’h paour ! eme ar vamm a-dreuz he daelou.

Ar plac’h yaouank a zavas uhel he c’hribel da lavaret ken otus ha tra :

— Mat, va zad, pe e root hoc’h asant pe ne root ket, mont a rin.

— Gra evel a giri, plac’h digalon ; n’eo ket diganen-me ez pezo gwenneien da vont !…

— A drugare Doue, n’em eus ket ezom eus hoc’h arc’hant !…

— Mat ! mat ! kea eta, pa fell d’it mont en despet d’eomp. Diouall avat da zont biken en dro ; ne zigorfen ket va dor d’it.

War gement-se Katellig a zavas. He mamm a deuas d’he c’haout, d’he briata o ouela dourek.

— Va merc’h kez, emezi, petra rez ? Da beleac’h ez eez ?… Hag ec’h eus ar galon da zilezel da dud evel-se ? Daoust ha gouzout a rez petra zo ouz da c’hedal du-ze ?

— Mont a rankan, mamm baour ! Lakeat em eus an draze em fenn, n’hellan mui chom ama… Kenavo, mamm !

— Chans vat d’it evelato, va merc’h kez.

  1. Ar Yeodet