Imprimeries Réunies A. Bouteloup et fils Aîné, 1913  (p. 18)




VII. — Eun diviz e Pariz.


Gwenola en em gav gant Jaketa, eur Vretonez eveldi. Ha dioc’htu e sav etrezo.

— N’ouzout ket, Jaketa ?… Eur c'helou !…

— N’ouzon netra ; petra vefe a-nevez ?

— Anaout a rez Katellig Kerheol ?

— O ya, pell a zo !… Ac’hanta ?… Maro eo ?…

— Tra ! Tra ! Diziou e vezo e Pariz !…

— Chekon ! e Pariz en-deün ?… Plac’h sot zo anezi ! Ma c’houfe pegement a boan a zo o veva dre ama !… Evidon-me a vije fouge ennon o tistrei da Vreiz !

— Ya, Jaketa, ar c’hinaouegez-se a gav d’ezi ema o vont da gaout arc’hant ama da rastellat !…

(Sell ’ta ! Petra ! Gwenola, te eo a goms evel-se ? Ha piou a zo bet o chacha anezi da Bariz, ma n’eo ket te da-unan ? Piou en deus touellet anezi ?… Mantrus eo ! Abret pe zivezat e paei ker da fallagriez !)

— Sodez ! eun tamm eo eürusoc’h e Kerheol eget ne vezo ama biken !… Gwelet a raio…

— Diziou d’abardaez e tigouezo. Lavaret em eus d’ezi ez ajen d’ar « gare » ; n’ouzon ket avat ha gellout a rin…

— Lez anezi… Ne vezo ket diesoc’h d’ezi eget d’ar re-all ! M’em boa ranket en em jacha va-unan !…