Ar vates vihan
Selaouet hag a klewfet, hag a klewfet kana,
Ur zon a zo bet savet a-nevez wit ar bloa,
Gret da ur vates vihan a oa o serviji
’N un noblanz gant un aotro, m’ho ped da ententi.
Ann aotro ’n doa ur merer dlee d’ez-han kant skoed,
Hag a lakaz ar serjant da vonet d’hen kavet.
Ar merer, p’hen euz gwelet ar serjant arruet,
Hen euz komerret he vaz, da di he vestr eo et.
Un eiz dewez a dermenn out-han ’n euz goulennet ;
— E-lec’h eiz dewez, merer, me a ro did pemzek :
Wit me na vinn ket er ger, ma mates vihan ’vo,
Ar gouitans ’vo en armel, ma merer, m’hi zino. —
Pa ’n euz kontet he arc’hant serret he zinerou,
Komerret hen euz he vaz, wit mont d’baëa ’nn aotrou.
Pa oa kontet he arc’hant, laket ann asuranz,
N’hen doa biskoas ar sonj da c’houlenn he gouitanz.
Pa oa erru gant ann hent, gant ann hent avanset :
— Aotro Doue ! eme-z-han, me oar ez on manket,
Ia, o veza n’am euz ket ar gouitanz goulennet,
Ha mar deu ar plac’h da nac’h, setu me glac’haret ! —
P’arru ann aotro er ger, kerkent ’n euz goulennet ;
— Na eo ket bet ma merer ’baoe euz ho kavet ? —
— Oh ! nann a-vad, eme-z-hi, n’am euz-han ket gwelet,
’Ma ho kouitanz en armel, lec’h m’ho poa hi laket. —
Komanset eo da bec’hi, da ofansi Doue,
Laket hen euz ar serjant d’ vont d’ar merer arre.
Ar merer, p’hen euz gwelet ar serjant arruet,
D’ann douar a zo kouezet, hag a zo fatiket.
Ar serjant ’oa un den-mad, hag hen euz-han savet ;
Hag hen euz-han bet savet, ha d’ez-han lavaret :
— Deuz ganin-me, merer paour, deuz ganin d’ann noblanz,
Me a raï did kaout arc’hant, p’ autramant da gouitanz. —
— Perag, eme-z-han, aotro, n’ ret d’ann den-ma kouitanz,
P’hen euz paëet hi arc’hant, laket he asuranz ? —
— Penaoz ta, ’me ann aotro ec’h hallfenn ober-ze,
Pa n’am euz gwelet biskoas liard euz ann ez-he ? —
Goullet e ’r vates vihan da zont d’ann nec’h, d’ar gambr,
Da welet a hi anzao ar gouitanz pe ’nn arc’hant.
— Perag ta, mates-vihan, n’ ret d’ann den-ma kouitanz,
P’hen euz paeet ann arc’hant, ha laket asuranz ? —
— Penaos eta, eme-z-hi ec’h hallfenn ober-ze,
Pa n’am euz gwelet biskoas liard euz ann-ez-he ? —
Ar merer, pa ’n euz klewet ann-he gant ho freposiou,
Diskennaz en eur oela, a zo deuet d’ann traon.
Pa eo erru gant ann hent un tammik avanset,
Setu ’n den-jentil iaouank hen euz bet rankontret :
— Na lar d’in-me merer paour, petra ’ra did goela,
Pa deuz euz a di da vestr, pa oud-te ken trist-ma ? —
— Aotro Doue ! eme-z-han, petra zervij d’in nac’h !
Me ’m euz kollet brema deon pemp kant skoed gant ur plac’h ! —
— Deuz ganin-me, merer paour, ha retorn war da c’hiz,
Me a raï did kaout kouitanz peautramant aviz.
— Perag, eme-z-han, aotro, n’ ret d’ann den-ma kouitanz,
P’hen euz paeet he arc’hant, laket he asuranz ? —
— Penaos ta, ’me ann aotro, ec’h hallfenn ober-ze,
Pa n’am euz gwelet biskoas liard euz ann ez-he ? —
— Gret-c’hui d’ho mates-vihan dont d’ann nec’h bars ar gambr,
Da c’houd a hi anzavo ar gouitanz pe ’nn arc’hant.
Perag ta, mates-vihan n’ rez d’ann den-ma kouitanz,
P’hen euz paeet he arc’hant, laket he asuranz ? —
— Me c’houlenn tan d’am dewi, ann diaoul am dougfe,
Mar am euz gwelet biskoas liard euz ann ez-he ! —
— Gaou lares, mates-vihan, bars en kreiz da ine !
Rag e-maint en ur ialc’had en golc’hed da wele.
Rag e-maint en ur ialc’had en golc’hed da wele,
Kalz a draou a t’euz laeret a zo eno gant-he.
Mar zo bet lazet, aotro, tri mewell-braz ’n ho ti,
Ez eo ho mates-vihan a zo kiriek da-ze ! —
Ann aotro, p’hen euz klewet komz ’hi dri mewell-braz,
Ter-gwes d’ann douar goezaz, ter-gwes a fatikaz ;
Ter-gwes d’ann douar eo koet, ter-gwes eo fatiket,
Ann diaoul a oa er gambr hag hen euz han savet.
— Arsa, eme-z-han, aotro, mar eo ar plac’h-ma d’ac’h,
Pe dre dan pe dre awell ’vo lamet diganac’h ?
Mar ia ganin-me dre dan, ’vo dewet ann noblanz,
Mar ia ganin dre awell n’ vo ket ker braz ofanz. —
Dont ’ra ur c’houad-awell hag a zo krenv meurbet,
Ha da greiz stang ar vilinn hï a zo bet taolet !……
Ur meliner iaouank a oa o serri ann dour,
Hen deveuz bet astennet he vrec’h wit hi zikour.
Ar fulor euz ann arc’hant hag ar plac’h milliget
Ho deuz bet beteg he skoa brec’h ar meliner dewet ;
Ho deuz bet beteg he skoa brec’h ar meliner dewet ;
Setu enor ha profit denner euz ar merc’hed ! —