Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Dom Yann Derrien.

Édouard Corfmat, 1868  (Levrenn I, p. 120-124)



DOM IANN DERRIEN
________


I


   — Dom Iann Derrien, kousket a ret,
War ar plun dous, me na rann ket ! —

   — Petra ’zo d’ar c’houlz-ma ann noz
E-toul ma dor oc’h ober trouz ? —

   — Me eo ho mamm, Dom Iann Derrien,
’Zo ama ’c’h ober pinijenn ;

   ’Zo ’c’h ober pinijenn garo
Dom Iann , ’baoe ma ’z on maro.

   — Ma mammik paour, d’in lavaret
Petra ’zo defaot ’n ho andret ?

   — Gwez-all, pa oann war ar bed-ze,
Me am boa gret ur bromese,

   Da vont da zant Jakez ’nn Turki ;
Hir eo ann hent, ha pell mont di ! —

   — Ma mammik paour, d’in lavaret,
Servijout ’raë d’in monet ? —

   — Servijout raë d’ac’h monet,
Evel ma unan, ma veenn bet. —

   Dom Iann Derrien a lavare
D’he dad ha d’he c’hoar, en de-se :

   — Ma zad, ma c’hoar, mar am c’haret,
Roït d’in daou pe dri c’hant skoed ;

   Roït d’in daou pe dri c’hant skoed,
’N ur veaj pell ’m euz da vonet. —

   — Brema ta, pa ’z oc’h beleget,
Brema, ma breur, hon c’houitafet ? —


   — Me ia d’ zant-Jakez ann Turki,
Ewit ma mamm, hag ho hini. —


II


   Pa oa gant ann hent o vonet,
Un Turkian hen euz kavet :

   — Daoust did pe gouitad da lezenn,
Pe vont er mor braz war da benn ! —

   — Me n’ gouitaïnn ket ma lezenn,
Pa iafenn er mor war ma fenn ! —

   Dom Iann Derrien a lavare,
’N kreiz ar mor braz, war he goste :

   — Aotro zant Jakez benniget,
D’ho ti am boa c’hoant da vonet :

   Me a roï dac’h un donezon,
A vezo kaer dez ho pardon :

   Me a roï dac’h ur c’houriz koar,
A raï ann dro d’ho holl douar,

   Ann dro d’ho ti ha d’ho pered,
Ha d’ho holl douar benniget ;

   A raï un dro pe diou d’ho ti,
Iel’ da skoulma d’ar grusifi ! —

   N’oa ket he c’hir peurlavaret,
Bars ann iliz eo antreet.


III


   Dom Iann Derrien a lavare,
En zant Jakez pa ’z arrue :

   — M’am bije gwinn ha platinenn,
Ur re d’ respont ann oferenn ! —

   N’oa ket ar gir peurlavaret,
Gwinn ha platinenn ’zo rentet ;

   ’Zo rentet gwinn ha platinenn,
Un el da respont ’nn oferenn !

   N’oa ket he ofern achuet,
He vamm d’ez-han em diskouezet :

   — Kendalc’h, ma mab, kendalc’h bepred,
Ene da vamm t’euz delivret !

   Ene da vamm t’euz delivret,
Da ene da unann zalwet ! —

   Dom Iann Derrien a lavare
En zant Jakez hag en de-se :


   — Aotro zant Jakez benniget,
Grit c’hoas ur burzud em andret :

   Plijit gant-oc’h ma ’z inn d’ar ger,
Me roï d’ac’h un donezon gaer :

   Me a roï d’ach ur banier-gwenn,
Vo seiz kloc’h arc’hant euz he benn ;

   Vo seiz kloc’h arc’hant euz he benn,
Hag un troad balan d’hen dougenn ;

   Me a roï d’ac’h ul lamp aour-finn,
Braoa hini vo ’n foar Kintinn,

   Ha gwiskamant d’ho seiz aoter,
Hag un oferenn bep-gwener ! —

   N’oa ket ar gir peurlavaret,
War dreuzou he dad eo rentet ;

   Rentet er ger, en ti he dad,
O c’houeza ann dour hag ar goad !

   He c’hoar, vel ma deuz-han gwelet,
Wit hen torcha hi a zo et ;

   Ma deuz tapet ul lienn-gwenn,
Ewit hen torcha penn-da-benn.

   — Ma c’hoarik paour, n’am torchet ket,
Ken am bo ma c’houezenn eured ;

   Ene ma mamm ’m euz delivret,
Ha ma hini am euz zalwet ! —

   Doue d’ bardono ’nn holl anaon,
’Ma he gorf paour war ar var’-skaon ;

   Breman ema dirag Doue,
Graz d’imb holl da vonet iwe !


Kanet gant Mari-Anna Ann Noan, paourez-koz,
parroz Duault.


──────────