Lajat, 1909  (p. 22-24)



AR VLEUEN GENTAN


Ar gouanv oa tremenet, ar plac’hig a ouele,
Enpad pevar miz hir, staget war he gwele,
He devoa hirvoudet… Ha daoust d’am amzer vad,
He foaniou a greske, gwasoc’h e oa he stad :

Eun devez koulskoude, eur bân-heol, o dudi !
A gargas he c’halon a levenez, a spi…
— « O zav, eme he c’hoar, gant kan al lapoused
» Dalc’hmad d’an dudou klanv e tizro ar yec’hed…

» Deus ganin-me breman da vale ar maeziou,
» Marteze e kavfomp en tu pe du bleuniou ;
» Mar kavomp eur vleuen, eur vleuennig hepken,
» Ar c’hlenved a dec’ho… Bez seder, bez laouen ! »

Hag ar glanvourez paour, kasti, dinerz da vad,
Skoazellet gant he c’hoar, a ankoua eur pennad,
Hag ar c’hlenved garo, hag he foaniou kaled :
— « Oh ! ar yec’hed, emei, pebez evurusted ! »


Pep tra en dro d’ezi a zeblante laret :
— « Bez seder, bez laouen, ar gouanv zo tremenet ;
» Pa gân al lapoused gant an amzer-neve,
» An den n’hall ket mervel… Re vantrus e ve ze !

» Bez frealzet eta, hepdale ar glazur
» A wisko a-neve ar c’hoajou ken hudur ;
» Pa hadvev ar maeziou, pa ziwan ar bleuniou,
» Komzomp eus ar vue, ankouaomp an Ankou ! »

Goneet hep gout d’ei, ar glanvourez neuze,
Gant kalz a blijadur a hunvre er vue :
— « Mervel breman, emei, hep bezan bet bevet…
» Ar bleun na varvont ket hep bezan bet bleuniet ! »

Ha hi o vouskana, seder ive d’he zro,
A glask, a hed ar c’hleun, ar vleuen a denïo
Da laret d’ei eo gwir n’hall ket an den tec’hel
En kreiz e yaouankiz : beva araok mervel !

Kavet ez eo ganti ar vleuen e klaske,
Nag ez eo kuzet koant dindan ar yeod aze !
A boan eo c’hoaz digor… Eun daou pe dri devez
Ha hi a zispako evel eur rouanez…

Mar na vije pec’het he doa he c’hutuilhet,
C’hoant he deus d’he lezel ken ma vezo gwelet

Hag hen hi a c’hallo bleunia ha dispaka :
— « Mar teu d’ezi bleunia, me a c’hallo beva ! »

Diwar heuze ar plac’h a deue bep kreiste,
Da welet he bleuen gant kalz a garante ;
Herve sonj he c’halon he yec’hed oa ken striz.
Hag eur vleuen dister kuzet dindan ar gliz…

Eun devez, o glac’har ! ar vleuen ken tener,
Dindan eun nosvez-reo a gollas he c’haerder ,
An de warlerc’h ar plac’h he c’havas pulluc’het,
Outi na oa netra nemed deliou krazet…

Neuze ar glanvourez da sonjal a chomas,
War he diouchod koac’het daerou stank a ruilhas
« Ar vleuen zo marvet hep bezan bet bleuniet,
» Me ive a dec’ho hep bezan bet bevet… ! »

Eun amzer ar yenan warlerc’h an heol klouar,
A lakeas an erc’h da c’holo an douar ;
Ar plac’hig kez, mantret, a gouezas adarre,
Ar c’hlenved milliget a grogas didrue.

Da dri devez goude, henvel ouz he bleuen,
Hi a dec’has pell, pell eus hon zammig traouien,
Hec’h ine vel eur goulm ’nijas dreist d’an oablou,
A yeas da vleunia da liorz an Nenvou !