Arguamant an eilvet cantic

Disanv (Per ar Bailh)
Ledan, Hep bloavezh embann. (war-dro 1823)  (p. 26-27)






ARGUAMANT


AN EILVET CANTIC.


————


Ar Profet a zeblant beza surprenet eus an distruch a Jerusalem, ar guêr-ze qer brudet, en peini en devoa Doue fontet e Dabernacl hac e Dempl. Ne baoues da huanadi varnezi. Ar vogueriou discaret eus he falesiou respectabl, a ra dezàn antren en eun estlam santel, peini er c’hontraign c’hoaz da zespeigni ar maleuriou eûzus he deus souffret, a bere e voa bet e-unan test ha souffrus. Tamal a ra an nombr hac ar rigol anezo d’ar vêleyen ha d’ar fals-profetet, pere, pel da brezeg gant nerz a enep debordamant ar bobl a Israël, er meule, er c’hontrol, en he fec’hejou, en eur brometi dezi e tispenje he adversourien evel eun uvre, hac er rentje perc’hen didrous demeus ar c’haera contreou eus a rouantelez Nabuchodonosor, roue a Vabylon. Jeremi erfin a ali ar Judevien, tromplet dre an divisou gaouyad-mâ, da redec adare etreze Doue o zadou, a beini an drugarez a zo brassoc’h c’hoas eguet ar c’hrimou o deveus cometet.

Quomodo obtexit caligine in furore suo Dominus filiam Sion ? projecit de Cœlo in terram inclytam Israël, et non est recordatus scabelli pedum suorum in die fuloris sui ?
Jerem. ch. 2. v. 1.


————