Explication an eil figuren
Ledan, Hep bloavezh embann. (war-dro 1823) (p. 28)
EXPLICATION AN EIL FIGUREN.
————
Ar Bêleg-Bras a scô Jeremi.
————
Ar Bêleg-Bras, Phasur, offanset pel a voa eus
Jeremi, ha disesperet eus ar bredicationou a rê
d’ar bobl en Templ , er chasse, en eur sqêi varnàn
gant calz a vepriz. Pelloc’h e pouls c’hoas e
venjanç : soudardet, dre e urz, er c’hemer, hac en
trein d’ar prison. Er guelet a rêr a gostez d’an
Templ, rac beza e voa realamant eno, tost da
zôr huel Benjamin. Graguez, tud ancien, tud
yaouanq a zeblant beza mantret o c’halon, en
eur zellet eus an arvest eûzus-se.
- Corpus meum dedi percutientibus, et non averti faciem meam ab increpantibus.
- Isa. ch.50. v. 6.
————