Arguamant ar c’henta cantic
Jeremi a hirvoud var distruch Jerusalem ;
en em glêm a ra eus e adversourien, pere o
deus neantet ar guêr gaer-ze en diveza izeldet.
Ar guêr infortun-mâ a c’houlen ardammant
patroniach an Doue eternel. Laqat a ra he oll
boanniou da douch e galon a druez, en eur
discuel dezàn an diluch n dourmanchou e pere
e zeo beuzet. Ar Profet a beint anezo en eur
fêçon tener meurbet : netra na achap d’e bluen :
Jerusalem en goad…, an Templ santel en
tan…, an Auter en ludu…, ar Vêleyen
muntret…, al Levitet laqet o fennou en ecan…,
ar Vesseliou hac an Ornamanchou sacr
profanet…, an Tiez distrujet…, ar Paleziou
discaret…, ar Rouanet didronet…, ar Brincet brevet dindan ar boez eus o chadennou…,
ar Guerc’heset dishenoret…, hac ar Vammou
o tifframma memprou o bugale, hac o tevori
anezo gant arrach…
Goude ma voe casset ar bobl a Israël en captivite, ha ma voe ar guêr a Jerusalem antieramant dilezet, ar Profet Jeremi, beuzet en e zaelou, a azezas var ar vogueriou distrujet, hac a reas an Hirvoudou-mâ varlerc’h, gant eur galon mantret.
- Quomodo sedet sola civitas plena populo ? facta est quasi vidua Domina gentium : Princeps provinciarum facta est sub tributo.
- Jerem. ch. 1. v. 1.