Explication ar figuren genta
Ledan, Hep bloavezh embann. (war-dro 1823) (p. 8)
EXPLICATION AR FIGUREN GENTA.
————
Mission Jeremi.
————
Ar Profet, oajet a bemzec vloas, a anonç
d’ar roue Sedecias, revin e rouantelez ; discuel
a ra dezàn an Templ, peini a vezo souden
distrujet, ma na retorn da Zoue. Ar Roue a
seblant spouronet eus e c’hourdrous. E qever
e dron zo, eus eur c’hostez, Princet ar bobl,
hac en tu all ar Vêleyen hac ar Fals Profetet.
Ar re guenta a ziscuel, dre eur c’hoërz-goab
ha dre jestou insolant, ar mepris o deveus
evit Jeremi hac e bredicationou : ar re all a
ziscuel gant an tan fulor a vrill en o daoulagad,
ha dre grigonch o dent, an arrach o
deveus a enep ar Profet.
- Erat enim eos docens, sicut potestatem habens, non sicut Scribæ eorum et Pharisæi.
- Maz. ch. 7. v. 29.