Arguamant eus a beden Jeremi

Disanv (Per ar Bailh)
Ledan, Hep bloavezh embann. (war-dro 1823)  (p. 73-74)






ARGUAMANT


EUS A BEDEN JEREMI.


————


Ar Profet Jeremi a ra er beden touchant hac admirabl-mâ eun dastum eus an oll dismegançou hac eus an oll dourmanchou en eus souffret ar bobl Judean, ar bobl-ze, qer caret gant Doue, abaoue ar gommançamant eus a siech Jerusalem, betec an distruch general eus ar guêr gaer-ze. Ne zeus netra caeroc’h, crevoc’h ha touchantoc’h. Disqeul a ra da Zoue ar stat mizerabl en peini eo rentet Jerusalem. An dienes bras a voed a goaz anezi ; ar vuntrerez eus he habitantet ; disprizanç an trec’her evit an dud ancien ; an outrach grêt da verc’het Sion ; an incest, an aoültriach a rën enni ; an distruch eus ar c’hult ; an dismeganç a beini eo goloet ar vajeste royal ; hac enfin, an distruch eus an Templ hac eus an Auteriou. Finissa a ra e Beden dre c’houlen digant Doue ar c’hraç da retablissa en e stat qenta hac en e brosperite gaera ar bobl eus a Israël.

Recordare, Domine, quid acciderit nobis : intuere et respice opprobrium nostrum.
Jerem. ch. 5. v. 1.


————