Peden ar profet Jeremi

Disanv (Per ar Bailh)
Ledan, Hep bloavezh embann. (war-dro 1823)  (p. 75-81)






Peden


Ar Profet Jeremi.


————


O Doue benniguet, hor Mestr hac hon Otrou,
Bez sonch eus hor maleur, hor glac’har, hor poanniou ;
Priz sellet a druez hac a gompassion
Eus hon stat deplorabl, hon dezolation !
Hon touriou magnifiq, hon paleziou brillant,
Qenlies a di caer, a zuperb batimant,
Monumanchou pompus a reuz hac a vombanç,
Ne reont demp hirio nemet mez, dismeganç :

Hon oll vad, hon danvez, ar froüez eus hon labour
Zo êt eus hon douar en daouarn estranjour ;
Errant ha vagabon, ha bepret dindan dec’h,
Hep appui na souten, na refuch e nep lec’h,
Da biou cavet recours ? Hon tadou zo captif :
Abeurs hor mamou sempl, hor bugale chetif,
Na ellomp esperout, en hor brassa danjer,
Nemet eur zouten vên hac eur zicour dister.
Hon adversour, dija c’hoezet a vanite
O velet e driomf hac hon adversite
En deus discaret oll qeuneud hor forestou,
Hac o guerz deomp bremâ euz pouez hon dinerou.
Er c’hantoniou rust-se, pervien guèz ma zomp bet,
Peguen qer e paejomp an dour hon eus evet !
Gant pebes dizesper, evel pa vijemp foll,
E treinjomp hon houarn en prezanç ar bed oll !
Tortet dindan ar bec’h, ha pel demeus hor bro,
Ar famin a voa prest da rei deomp ar maro.
Hor bugale, mouguet gant glac’har hac anqen,
A goeze maro-mic ouz treid an drec’hourien :
Beuzet en o daelou, e c’houlennent bara,

P’otramant ar maro prontamant d’o laza.
Hon tud côz a bec’has, ha ne maint pelloc’h…
O goal exempl en eus hon rentet ni goassoc’h
Ha muyoc’h debordet eguet na voa-int c’hoas,
Ha bremâ ni zo seul ar victimou, siouas,
Eus o direglamant hac eus o zotizou ;
Ni zoug ar boan a voa dleet d’o fec’hejou.
Penos ! hac hor guelo an artizanet-se
Eus hor poanniou cruel hac hor c’halamite,
Goechal hor sujedet, mes hor mestrou bremà,
Hor guelo, me’n lavar, da viqen o plega
Dindan ar bouez barbar demeus o fuissanç,
Hac o touguen ar bec’h horrupl eus o venjanç ?
Hac e vomp dilezet ?… Ah ! mignonet traitour,
Penos ec’h ellit-u refuz deomp ho sicour !
Perac, da viana, n’en doc’h-u bet sansipl
D’hor c’hlêmou truezus, d’hor poanniou qen terribl !
Goude qen alies a zervich signalet,
A vadelez o poa eus hor peurz recevet,
Ne voac’h-u qet coupabl, infidel, didrue,
D’hon lezel a zindan an dorn hon oprime ?

Allas ! ô tud ingrat, cruel hac inhumen,
Criminelloc’h e voac’h eguet hor bourrevien,
Ouz hon abandoni d’o furor diremet
En eur vro detestapl, en peini bepret
Ne brezantet dirac hor zell, hon diouscouarn
Nemet al liou, an drouz eus an dir, au houarn…
Clasq a remp hor bevanç er vro dezolant-se,
En eur voëla dourec var hon adversite ;
Ha dindan an toliou redoublet ha sanglant,
Nemet cavet bara ne glasqemp seulamant :
Mes, chanç funest ! el lec’h ma clasqemp ar vuez,
Allas ! e roet deomp ar maro didruez !…
An naon hac ar zec’het, ar famin devorant
A voenv hon entraillou, hor c’halon languissant,
A rent hor c’horf evel chiminal an ifern,
Hac a lèz a verniou var ar zabl hon esqern…
Mes, ô pebes eston ! en creiz hor famillou
Me vel ec’h outrajer hor merc’het, bor mamou :
O zrec’hourien infam, caledet er pec’het,
Ouz o dizenori ne reont van ebet
O clêvet o c’hlêmou hac o c’hriadennou ;
Goab a reont memes demeus o fedennou.

Hor Bêleyen, oc’h offr o homach da Zoue,
A zant, goas eguedomp, o c’hounnar didrue ;
O zâliou leun a voad a c’houl beza venjet:
Tenn venjanç evite, va Doue benniguet !
Foueldr ar monstrou fier, qemer da gurunou
Enep hon tirantet, lanç-e var o fennou.
Penaos ! an dud cruel, hep dont da respecti
Al lezen naturel, a zeu da vassacri
Hep conscianç ebet, betec hon Rouane !
Ha c’hoas, ô crim eûzus !… souillet o deus ive
Objet da garantez, ar yaouanqis êmabl
Eus a Jerusalem… Ah ! fortun detestabl !
Hor Princet accablet dre’r rusta labouriou,
En em greve dindan ar bonnera bec’hiou.
Hon tud côz n’en dint mui hor cheffou respectabl,
Conseillourien prudant, barnerien eqitabl ;
Hon diacret captif, crignet gant ar chagrin,
N’en daint mui da gana an ofiçou divin,
En concert an hymnou, carguet a veuleudi,
En hor goueliou publiq a deue d’hor charmi,
An êriou sublim-ze, canticou ravissant,
En henor hac en gloar Crouer ar firmamant

Hor muzic zo chenchet en clêmou truezus,
Hac an Templ en eul lec’h eus a grimou eûzus.
Rac se ne zougomp qen en hon assambleou
Ar gurunennou fleur, ornamant hor pennou,
Mercou eus ar pouvoar, an domination
Hor boa var an douar var bep sort nation :
Petra ta zo chommet c’hoas ganeomp er bed-mâ ?
Ar vez, an dizesper, ar gonfusion vrassa…
Penaos ! hac e velin Sion, ar guêr royal,
Peuplet eus a loënet, anevalet brutal !
Ar menez huel-ze, qen qer d’hon tadou coz,
N’offro mui deomp nemet eur chomach direpos !
Er guelet e meus-én reduizet oll en poultr
Gant an tan, ar gurun, al luc’het hac ar fouldr.
Ah Doue ! gouscoude piou biqen a gredje
E tistrusjes hor gloar eun devez a vije ?
Hon reuz ne deo padet nemet eur zêr-lagad,
Effet cruel, mes just, eus a furor hon Tad.
Mes te, Doue Jacob, ne zessi qet da rën :
Da dron ha da c’hallout a bado da viqen.
Ah ! sell eus a druez ouzomp, paour fortunet !
Ret ê deomp perissa, ma n’or zicoures qet.

Possubl ve ne ve qet tenerrét da galon
O velet hon daelou, glac’har, componction !
Guel, evit hor zelaou, Tad just ha deboner,
Var hon tal drouclivet effejou da goler !
Comz hac hor c’honvertis ; attantif dac’h urzou,
ñi vo fidel da heuill bepret da lezennou.
Priz eur vech aucouât e zomp bet pec’herien ;
Priz hon retablissa var hon tron ancien :
Laqa fin d’hon tourmant, clêo moéz hor pedennou,
Hac hon c’harg a nevez eus da vadelezou ;
Adnevez hon deiziou, deiziou qen douç, qer mad,
En pere ne voelas taqen hon daoulagad ;
Ne ra mui deomp santout nerz da doliou ponner ;
Re hir omp bet, siouas, objedou da goler.


Fin ar Beden.


————