Avanturiou an aotrou Skrabelaou/E Roazon

Ar Bobl, 1910  (p. 12-13)



VII. — E Raozon

Goulskoude du-ze e Raozon, eun den avanset dija war an oad, gwen he vleo, a zo eun dra hennag a vraz o trei hag o tizrei en e spered. En e gichen, eun itron, griz ive e bleo, a zo o kaozeal gantan en e vureo, hag eur veraden daëlou a ruill war e chod drouglivet ha gwen evel eur goaren.

— Petra zonj d’id, Tugdual, zo en em gavet du ze e Lotheï, pa ne resevomp kelou ebed na deuz ar c’hlanvour, na deuz hon daou vugel ?

— N’ouzoun ket d’ar just petra da zonjal deuz kementse paourkez Helena !… Marteze eo gwellaet d’ar eontr ! pe marteze emaor bep ar mare o c’hortoz anezan da vervel. En eur ger, n’oun evit sonjal nemed ar pez a zonjez da unan ! Ha goulskoude ez eo iskiz d’hor bugale lezer ac’hanomp eiz dez heb kelou.

— Aoun em euz na ve digouezet eun droug bennag gant unan pe unan deuz ar vugale, va c’halon zo enkrezet.

— Va hini-me zo ive, Helena, goulskoude n’euz ket a leac’h da zonjal e droug, rak neuze sur on dije bet va c’halon zo enkrezet ha setu aman abalamour da betra.

— Ar eontr on devoa kalz arc’hant, an dud wardro eno a ouie, ha marteze eun den bennag en doa avi ouz an aour-ze, hag evit dont a-benn da laërez ar ialc’had, n’en deuz ket bet aoun euz eun torfet.

— Oh ! va Doue !… Tugdual petra leverez ?

Lavaret a ran o c’hell an den-ze beza lazet, hag ar eontr, hag ar re a ioa o tioual an tenzor.

An itron a lezaz eur griaden, hag a zemplaz war ar plas. Pa oe deut ennhi e-unan o lavaraz :

— Perag e peuz spontet ac’hanoun er giz-ze, Tugdual !


N’ouzout ket ta ! mear ar barrez a oar e peleac’h e chomomp, ha raktal en dije skrivet d’eomp.

— Ia gwir a leverez, Helena  ! ha pardoun ac’hanoun m’am euz great eur seurt spontaden, ne zonjen ket ken er mear, mez evelato eo gwelloc’h skriva raktal, pe kas kelou dre zinaliou da vear Lotheï.

— Ia dre zinaliou Tugdual, ha raktal.

Kerkent e oa skrivet ar c’homzou ma war eur paper :

11 a Veurz 1825.
Da aotrou mear Lothei (Penn-ar-bed).

Petra eo deut Armel Kerscabel da veza ? skrivit raktal.

Tugdual Robel, e Raozon.

Pevar devez goudeze, an ijiner a lenne al lizer-ma deut digant aotrou mear Lotheï :

12 a veurz 1825.
Aotrou Robel,

An aotrou Armel Kerscabel a zo douaret e Lotheï dek devez a zo, da lavaret eo d’an daou a viz meurz. Souezet e oa an dud war-dro ar c’horf-maro, o welet o mab Efflam o furchal ar gwele hag o lakat tenna e eontr war eur bern raden war al leur-zi, a veac’h en devoa an hini koz serret e zaoulagad. Prestik ec’h en em gavaz o mab all, hag o daou asamez, ec’h en em lakechont da iouc’hal a bep seurt traou louz diwar benn ar c’horf-maro. Bet oun va unan en interramant, ha souezet oun bet o welet ne oa ket deut ho taou baotr iaouank da zigas o eontr beteg an douar benniget. Klevet em euz e oant partiet war o zroad da Gastellinn, kerkent m’o devoa gallet tapa krog en tenzor, da beder heur deuz an abardaëz… Iskiz eo bet o c’hundu e Lotheï, goude maro o eontr. Setu tout ar pez a c’houzon, o saludi a ran.

Mear Lotheï.

Al lizer-ma evel a zonjit, a lakeaz eur reveulzi braz e ti an aotrou hag an itron. An daou goz en em c’houlenne petra oa kaoz ma ne oa ket digouezet o daou vreur er gear c’hoaz. A bep seurt zonjou a droe hag a zistroe en o fenn. Lazet int, ha taolet en eur ster bennag, pe en eur c’hoat bennag, ha laëret evel just !… Marteze e c’hellont beza partiet gant an arc’hant !… Mez da beleac’h ?…

An daou goz na gouskent mui, na zebrent tam, o sonjal en o daou vugel lazet pe dianket. Evel daou zen penfollet e ieent da di o c’herent, da di o mignoned e kear, da c’houlen kuzul ha nerz-kalon diganto.

An holl a lavare d’ezho e oa red mont beteg Kastellinn da vihana, evit kaout eur c’helou bennag, gouzout e peleac’h e vijent bet eno o loja en dizro deuz Lotheï, ha gouzout pe seurt hent o dije kemeret deuz eno pe war droad pe en eur wetur bennag.