Avanturiou an aotrou Skrabelaou/Eat da Vro-Zaos

Ar Bobl, 1910  (p. 10-12)



VI. — Eat da Vro-Zaoz


An heol a ioa o kuzat du-ze en dremwell Sant-Nic, ar Mene-Hom lorc’huz a ziskoueze sklear e griben d’an oabl glaz. Du-ze er c’hostez all d’ar ster vraz, daou botr iaouank, daou vreur, a dosta founnuz ouz Kastellinn, aoun o deuz da veza tapet gant an devalijen, rak ganto ez euz eur ialc’had hag a zo pounner. Na reont seblant ebed deuz kan dudiuz ar mesaerien o tont gant o loened er gear, o spered a zo breman o sonjal e traou grevuz. Unan anezo, Efflam, ar c’hosa a lavar d’e vreur Briek :

Breurik, lez ac’hanon da lavaret d’id ar pez a zo war va c’houstians ; kosoc’h oun eged-oud, ha marteze ive em euz muioc’h a anaoudegez deuz ar vuez eged na peuz…

Daou hent a zo breman digor dirak daoulagad va spered. Diez int o daou da heulia, ha m’oarvad ne ouezi ket da unan ken nebeud ha me pehini da gemer evit kaout an nebeuta danjerou.

An torfet heuzuz en deuz great hor eontr o kuitaat e vaner hag o tont aman da vervel etouez ar lornach, a daol eur goumoulen-zu war hon amzer da zont.

— Gwir a leverez, Efflam.

— Prestik e Lamball, mar teufe d’eomp kaout gras-fall unan bennag, e vezo taolet d’eomp ouz hor fas an hano a Skrabelaou.

— Re wir eo an dra-ze siouaz, hag ar ruzder a zav d’am penn, pa zonjan e kementse !

— Lodenni a rankimp gant hon tad hag hor mam, an dismegans, an disenor en deuz taolet warnomp hor eontr, hag ar pez a zo gwasoc’h, al loden vrasa eo a jomo ganeomp-ni.

— Ia Efflam, al loden vrasa, al loden hirra a vezo evidomp, rak divezatoc’h, pa vezo deut evidomp ar mare da ober hon tiegez hon unan ah ! neuze e welimp splann dirag an daoulagad, grevusded an torfet-ze. »

— Ia pa welimp eun enebour o tiframma deuz tre hon dinec’h eur plac’hik hon devezo karet, pa welimp an enebour-ze o skeupa en hor fas, hag o taoler d’eomp an hano a Skrabelaou, neuze n’hon devezo nemed lezer hor c’halon da frailla, ha soubla hor penn dindan taol an dismegans.

— Gwelet a ran, Efflam, eo teval ar goabren a zo a-uz d’hor penn, ma chomomp e Breiz. Gwelet a ran an disenor merket war hon tal, gwelet a ran an holl o sellet ouzomp, hag o lavaret gant dispriz : « Nizien Skrabelaou ».

— Sellomp breman eun tammik war an hent all a c’hellomp da heulia, hag hanvomp anezan hent an Aberz. Mar kemeromp an an hent-ze, emaomp o tilezer hon tud er gear, emaomp o lezer da redek feunteuniou a zaëlou. Gwelet a ran va mam baour o lezer bemdez ha bep noz he daëlou da ruilla, hag e c’halon da ranna, keit ma ne welo ket ac’hanomp hon daou en e c’hichen.

— Doaniet eo va spered, va c’halon na c’hell ket beza muioc’h glac’haret, o klevet hevelep gwirioneziou, ô va breur !

— Kriz eo hor c’halonou, pa jomomp eur pennad hebken da zonjal ober eur seurt torfet.

— Ia !… Ha goulskoude Efflam !… Deomp 'ta neuze d’ar gear da ziskouez d’hon holl c’henvroiz hon tal duet gant merk an disenor.

— Biken ! Briek.

— Petra ri ta neuze, breur ?

— Beuzet eo va c’halon gant an anken, n’ouzoun petra da c’hober nag e peleac’h en em daoler evit esaat va spered.

— Red eo d’id goulskoude koulz ha d’in-me, kemer unan euz an daou hent, hent an teac’h pe hent ar gear.

— Hent an teac’h a gemer eul liou du heuzuz, rak ouspenn ma kasimp d’ar bez araok o c’hozni hon tad hag hor mam, e taolimp c’hoaz war o buez eun disenor nevez. Ni, o tec’het douz ti hon tud gant eur bern arc’hant, a roio leac’h da dud hor bro da zonjal o vezimp partiet da ober dispign fall gant ho arc’hant ; ha neuze, war gorre an disenor kenta, e lakimp eun all ken grevuz hag hen.

— Gwelet a ran, Efflam, ez eo gwelloc’h ganez mont d’ar gear da dreina hed da vuez chaden an disenor, eget kwitaat dre an teac’h, hon tad hag hor mam. Goulskoude eur vech tec’het, eur vech erruet du-ze e Londrez, ne vije ket diez d’eomp skriva d’ar gear, ha lavaret d’hon tud e vezimp tec’het deuz Breiz evit harz ouz an dismegans, ouz an disenor da vrouda d’eomp hor c’halonou hed hor buez. Hon tud a gompreno mad kementse, ha gant ma ouezint e vezimp eüruz, ar garantez a zougont evidomp a iennaio a nebeudou. Deuz eur c’hostez all, e Bro-Zaoz koulz hag er Frans, e c’hellimp poursu hor studi, dont da veza medisined eno evel aman.

— Ar pez a leverez a zo eur seblant euz ar wirionez, ha netra ken. Petra c’hello rebech d’eomp hon tad hag hor man, mar tec’homp heb o asant ? Lavaret a c’hellint ne ket ta ez omp daou laer, tec’het da zebri arc’hant o zud en eur vro pell.

Ouspenn-ze, Briek, e Bro-Saoz ni a vezo daou zen estren, hag eno, piou a lavar d’eomp na vezimp ket eun devez bennag laëret marteze gant ar re hon devezo ar muia fizians enno. Te lavar e teskimp eno koulz hag er Frans ar vedisinerez : mez ne ouzomp ket mat iez ar vro, hag e kollimp kalz amzer o teski ar iez da genta, ha goude ar vedisinerez.

— Poueza mad a rez peb tra. Efflam, ha gwelet a ran e peuz c’hoant da dec’het deuz al lestr a lakafe ac’hanomp da dreuzi ar mor. Goulskoude e kav d’in em bije kalz plijadur o treuzi ar mor braz, ha goude, kalz ebat o pourmen dre ar ruiou e Kear-Benn Bro-Zaoz. Deomp da viana, p’e gwir hon euz arc’hant, da ober eun droïk da welet ar Zaoz, ha goudeze e tizroimp d’ar gear, ma n’en em blijomp ket.

— Asanti a ran ganez, Briek, mont da Vro-Zaoz da ober eun droïk, daoust ma ouezan e vezo evidomp eur veach diskiant ha didalvez.

— Allo ta, Efflam ! n’ouzoud ket ez eo Bro-Zaoz bro al listri kaëra zo er bed ! N’ouzoud ket e kavimp eno peb tra evel e Frans, ha gwelloc’h zoken heb douetans.

— Ia ! gwir a leverez, mez hor ialc’had a vezo boulc’het mat, ma chomomp eur miz hebken eno.

— Petra ra-ze d’eomp-ni ! hon tud n’emaint ket o c’hortoz an arc’hant-ze ! Koulz all, ne gredan ket o divije kalz a blijadur o tispign an aour a dalv d’ezo hirio koulz ha d’eomp-ni, an dismegans hag an disenor a hed o buez.

— En taol-ma e leverez ar wirionez, Briek, ha kaozeal a rez evel eun alvokad. Varc’hoaz vintin e kemerimp eur wetur evit hor c’has da Vrest, ha deuz eno emichans e kavimp eul lestr evit hor c’has en eur penn pe benn euz Bro Zaoz. Red eo d’eomp ankouaat eun tammik hon tud er gear, evit kemer eun tam ebat, ha tremen hor iaouankiz evel eo dleet d’hor renk.

— Gant plijadur Efflam, e welan e c’houzout ne c’hell ket beza an den ato e tristidigez ar galon hag ar spered, hag ez eo red d’ezan ive eur vech an amzer, en em rei d’an ebatou d’ar joa, d’al laouenedigez.

Mez setu ni e Kastellinn, d’eomp breman da goania, ha goude e zaimp da gemer eur repoz on euz ezom.

An daou botr iaonank a ieaz da goania en eun hostaleri gaër war rib] kae ar ster vraz, hag araok mont da repoz, e c’houlenchont eur wetur evit o c’has antronoz da Vrest.

Heol miz meurz a daole war an douar e vannou skeduz ha tom dija, hag an daou vreur, seder ha dizoursi, a gemere ebat a hed ar veach o sellet ouz ar c’hoajou o kemer eur gwiskad nevez, eur vantell delliou glaz.

Wardro peder heur deuz an abardaez e tigoueschont e Brest. Bale rechont dre gear, da c’hortoz ma vije deut ar poent da vont da goania. Mont a rechont d’ar porz a gonverz, hag eno e welchont listri, lod o karga, lod all o tiskarga mac’hadourez a bep seurt. Gwelet a rechont war ribl ar c’haë eul lestr kaër ha braz, ha merket e oa warnan daou c’her saozmek, Sea Star. Efflam neuz, hag a ouie eun tam iez ar Zaoz, a en em lakeaz da gomz gant unan euz martoloded al lestr a ioa o walc’hi e zaouarn war ar pont. Hen-ma lavaraz d’an daou vreur, e tlie partial en de warlec’h da Londrez.

— Kontant e vijec’h da gas ac’hanomp-ni beteg eno ?

— Mont a ran da c’helver ar c’habiten, rak hen hebken eo a c’hell rei aotre da zigemer beachourien war al lestr.

Ar c’habiten a deuaz war ar pont, hag o welet eur gall o komz outan e iez e vro, e lavaraz raktal d’ezan beza war al lestr da ziv heur goude kreizde, en de warlerc’h. Goude beza paët bep a vanne da vartoloded ar Sea Star, an daou vreur a bignaz e kear evit mont da goania, hag antronoz d’an heur merket, e oant o daou war al lestr braz.

Kerkent ma oan erruet, ar c’habiten a roaz urz da zevel an heor. Prestik goude, al lestr, e weliou gwen digor ha troet d’an avel, a faoute ar mor, hag a bellee buan deuz porz Brest.

An daou vreur, azezet war ar pont, a zelle a bep tu d’ezo, ha gant ebat e sellent euz an touriou tan nevezik elumet e Konk-Leon hag en Eusa.

Pa deuaz an noz gant ar freskadurez, an daou veachour a ziskennaz en o c’hambr, da zebri boued prenet ganto e Brest evit ar veach, ha goude e iachont da gemer o repoz en eur gwele striz ha kalet, gwele ar beachourien war vor.

Antronoz pa zavchont na welchont mui nemed ar mor glaz hag an heol skeduz o lintra en oabl.

Efflam neuze a lavaraz :

— Kollet hon euz ar gwel euz douarou Breiz, euz douar hor bro muia-karet ! Bremaik, evit gwir, e welimp du-ze en hanternoz douarou all, mez an douar-ze a zo douar an Estren, douar enebourien Bro-C’hall.

Petra dalv d’id, Efflam, sellet war da lerc’h, ha perak, an daëlou o ruilla deuz da zaoulagad, e klaskez en dremwell gwelet douarou Breiz, douar an dispriz hag an disenor ?

Ar zonj euz hor mam ha deuz hon tad, a zav adarre da huela en da galon, mez sonj eta o c’harantez ar muia tener n’eo ket evit renta d’eomp ar pez hon euz kollet, n’eo ket evit renta d’hon hano, ar sked en devoa gwechall.

— Ah ! va breur Briek !… Da galon ha va hini a zo dishenvel, er gwelet a ran breman. En hini-me ez euz eur gouli, ha na vezo morse stanket nemed dre ar gwel euz va zad ha va mam, ha seblantout a ra d’in e kresk, e kresk dre ma pellaan diouto.

Gouzout a ran ez omp hon daou disenoret dre torfet hon eontr, gouzout a ran, e vezo abalamour da-ze, taolet meur a wech hon hano kaer er fank, mez va c’houstians a rebech d’in dija an torfet emaoun oc’h ober asamez ganez. Va c’halon gouliet a ziskouez d’in ez oun faziet, hag eun dra bennag a lavar d’in lonka heb mez an dismegans, an disenor, evit harz ouz kalonou va zad ha va mam da ranna gant ar glac’har. Pell deuz ar re en deuz roet d’in ar vuez, va buez na c’hell beza nemed eur rebech, ha seblantout a rai d’in ato gwelet dirak va daoulagad va zad ha va mam o rebech d’in krizder va c’halon, hag o tiskouez d’in o c’halonou fraillet dre ar ar garantez. Rakse 'ta na zaleimp ket e Bro-Zaoz, hag ar c’henta lestr a gavimp, a gemerimp evit beza taolet ar c’henta posubl war douar ar Frans.