Avanturiou an aotrou Skrabelaou/Skrabelaou zo tizet



IV. Skrabelaou zo tizet


Laou gam a lavaraz neuze da vestr ar barrez, en devoa c’hoant ar c’hlanvour da gaozeal ganthan. Ar mear, goude beza staget e gazek ouz post eur gled, a deuaz da welet e zen.

— Ahanta, Armel ! eun tammik vad a ra d’eoc’h al louzeier !

— Ar gwin, aotrou mear a zo eat dija ! eur vad skrijuz a ra d’in, ha gantan e kredan teuin adarre da botr iaouank ! An ezanz tourmantin, n’em beuz ket touchet outan, rak beteg-hen em beuz bet tourmant awalc’h.

N’em beuz bet tam biftek ebed, hag hennez a gav d’in en devije great vad d’in ive, rak sempl oun, mantruz !

— N’oc’h ket goest da brena eun tam biftek oc’h unan ?

— Euz a beleac’h ! aotrou kez ! n’em euz ket eul liard toull etre va daouarn, ha panefe an dud vad, pell zo e vijen marvet.

— Mar kirit e vezo laket hoc’h hano war roll ar beorien, a neuze ar barrez a bourveo d’oc’h ezomou neseser epad ho klenved, ha divezatoc’h.

— Paourkez aotrou ! re vad oc’h evidon, hag abaoue deac’h, an daëlou na zihanont da ruilla euz va daoulagad, pa zonjan ennoc’h, en ho madelez e kever an dud paour.

An aotrou mear neuze a dennaz euz e c’hodell eun tam paper, hag a c’houlennaz :

— Pe hano peuz ?

— Hein ! pe hano m’euz ?… Armel !

— Armel petra ?

— Oh, aotrou mear, arabad d’eoc’h goulen ken ouzin, rak ne lavarin ket d’eoc’h.

— Hag abalamour da betra !… N’oun ket goest da lakat hoc’h hano war roll ar beorien, ma n’her roit ket d’in, hag hen-ma ar papar-ma a ranko mond etre daouarn sous-prefet Kastellinn, araok ma c’hellin rei d’eoc’h aluzen diwar goust ar barrez. Rakse ta hastit buan rei d’in hoc’h hano.

— Lakit an hano a garfoc’h, aotrou, evidon-me ne lavarin ket d’eoc’h piou oun, nag euz a beleac’h oun deut aman, ha goude ma ve toullet va fenn d’in.

— N’euz meneg ebed da ober droug d’eoc’h, ha n’em beuz c’hoant nemed da ober vad, mez evit kementse, ez eo red d’in heuill al lezen evit holl dud va farrez, ha p’e gwir emaoc’h war douar Lothei, p’e gwir e c’houlennit digant ar barrez ober vad d’eoc’h, ez eo red d’eoc’h soubla d’al lezen evel ar re all.
— Lezit ac’hanon da gousket, aotrou, ha da veva er giz-ma ; n’em beuz ezom netra ebed digant ar barrez, ma rankan rei va hano evit kaout eun tam biftek hag eur banne gwin.

— Ouspenn an dra-ze ze, aotrou ! hag eur mear en e barrez, a rank gouzout piou eo e dud, euz a beleac’h int deut, petra o deuz great, ha petra reont. C’houi n’oc’h bet biskoaz en ti-kear o tiskleria hoc’h hano ha me em beuz manket d’am dever, dre ma n’em beuz ket goulennet diganeoc’h hoc’h hano, hano ar barrez oc’h ganet ennhi. Marteze c’houi a zo eun torfetour, deut em parrez da guzat araok ar prizon pe ar geleou, ha ma ne roit ket hoc’h hano d’in hirio, varc’hoaz e vezo dao d’eoc’h her rei dirag daou archer. Rakse 'ta livirit d’in : hirio pe varc’hoaz ?

— Birviken.

An aotrou mear neuze, a zammaz ar c’holc’hedad pell hag ar beac’h plouz, o zaolaz er c’harr, ha gantho d’ar gear droug braz ennan. Neuze ive Skrabelaou na zante ken nag al laou nag ar c’hoenn o trailla d’ezan e ziwesker koenvet, n’en doa ken ezom na gwin na biftek, na viou na leaz, e gof a oa karget gant ar glac’har, an enkrez na vije dizoloet e denzor prisius. Breman ne oar mui netra da ober, ha seblantout a ra d’ezan er meaz euz e wele, hag oc’h hen lakat en eur c’harr evit beza kaset da c’hlanvdi Kastellinn. Hirvoudi a ra, ha skuilla ra eur mor a zaëlou. Skei ra gant e zaouarn sarret war ar c’holc’hed, rak aoun en deuz na deufe Laou-gam pe Gato da laërez e ialc’had, rak n’euz nemeto hag a ouffe ez eo pinvidik.

An noz a dremene, ha Skrabelaou, eat er meaz anezan e-unan, pa welaz an deiz o c’houlaoui, a gemeraz e vragou, eun tam chileten mil gwech penseliet, eun tok louët hag eur boutou faout, hag a ieaz en hentchou doun gant e denzor. Lommik, chomet dihun beteg hanter-noz, a gouske c’houek d'an ampoënt ma oa partiet e vestr. Laou-gam ha Kato, bet o daou eur pennad mat o soroc’hat araok kousket, na glevchont den o vont kuit. Eat oa al lapouz er meaz euz e gaoued, den na ouie da beleac’h.

Evelato da seiz heur euz ar mintin, daou archer war loan euz Kastellinn a erruaz da sponta Laou-gam hag e vreg, c’hoaz en o guele. Mont a rechont da skei war dor Skrabelaou, ha Lommik dihunet en eun taol kont, a resevaz anezo. Ar potrik en em lakeaz da ouela, pa welaz ar pennou glaz e ti e vestr :

— E peleac’h ema an aotrou Armel, pa n’ema ket en e wele ?

— N’oun ket evit lavaret d’eoc’h da beleac’h eo eat, rak kousket oan. Met asuri a c’hellan d’eoc’h e oa aze c’hoaz deac’h, divezad en noz ; lopa ree war e wele evel eun den kounnaret, eun den dizesperet.

— Sao euz da wele, hag e zaimp d’her c’hlask buan-buan, rak ezom hon deuz da gaozeal gantan er mintin-ma.

Laou-gam ha Kato a en em ginnigaz ive d’an archerien evit mond da ober an enklask asamez ganto, ha wardro dek heur, goude beza furchet ar c’hoat tro wardro, unan euz an archerien a gavaz Skrabelaou astennet etouez ar ieot uhel was ribl ar ster vraz. Kerkent o oe kroget enna ha treinet beteg e di. An archer a reaz eur c’hwitelladen evid diskuill d’ar c’hlaskerien all oa kavet an aotrou tec’het, al lapouz dianket.

An aotrou mear, erruet eur pennadik warlerc’h an archerien, a lavaraz neuze da Skrabelaou :

— Ahanta aotrou Armel, hirio e lavarfoc’h d’in hoc’h hano, pe e vefoc’h kontant pe ne vefoc’h ket !

— Biken na lavarin d’eoc’h va hano, biken ganen na glevoc’h e peleac’h oun ganet.

— Petra eo ar zac’h-ze a zalc’hit etre o tiwesker o krena !

— Ar zac’h-ma a vez ganen o klask va zam bara.

— Gwelomp, eme mestr an archer all, ha kaout a rafemp ennan eur dra bennag hag a c’hellfe lavaret d’eomp hano e berc’hen ! Eul lizer, eur golo-lizer, a zo awalc’h evit sklerijenna hor spered, ha gouzout ar wirionez a c’hellomp dre nebeud a dra avechou !…

En sur lavaret ar c’homzou-ze, an archer a ziframmaz ar zac’h digant Skrabelaou. Kerkent hema a zaillaz war an archer, a skoaz gantan en eur lavaret ne zelle ket outan ar pez a ioa er zac’h. An archer a c’hoarze, a zigoraz ar zac’h, hag a daolaz war leur Laou-gam, al liasen billejou hag ar zac’had aour melen. Strafuillet oll o welet e denzor war an douar, Skrabelaou a gouezaz ive d’an douar, semplet, e grabanou war al liasen billejou.

Pa oe deut ennan e-unan, an aotrou mear a lavaraz d’ezan dirag an archerien :

— Setu aze an den n’en devoa gwennek ebed deac’h evit kaout gwin ha biftek vit en em grenvaat !… Setu an den a jom da c’houzanv dienez war eur bern teill, kentoc’h eget dispign eur gwennek deuz e arc’hant. Ia ! bet en deuz ar galon da c’houlen ouzin rei d’ezan medisin ha louzeier evit netra, ha c’hoaz war ar marc’had, en deuz goulennet beza laket war roll ar beorien, evit kaout biftek, viou ha leaz da lonka diwar goust c’houezen al labourerien douar euz va farrez. Kontant e vije bet da zebri tout ar pez a zo dleet d’ar beorien gwirion ha lonket en dije laouen bara an intanvez, bara an dud mac’hagnet. Ra vezo kaset da brizon Kastellinn, ken a vezo gouezet ar wirionez, ken a vezo gouezet euz a beleac’h e teu an arc’hant-ze a zo kazi sur arc’hant laëret war-lerc’h eun torfet.
Lommik neuze a lavaraz :

— A veac’h e oa eiz de abaoue ma oan mevel gant Armel, pa gaviz e doubleier e vantell, eul lizer pleget etre pevar. Al lizer-ze a c’hellan da rei d’eoc’h, rak dalc’het e meuz anezan e kornik va godell, ra zervicho d’eoc’h, aotrou mear, evit ho sklerijenna ma z’eo great evit-se.

An aotrou mear neuze a zisplegaz al lizer duet gant al louzdoni deuz godell Lommik, hag a lennaz gwella ma c’hellaz :

D’an aotrou Armel Kerscabel, e maner an Derven-goz e Lamball.

Sant-Briek, 12 a viz Du 1894.
Aotrou,
Klevet em euz oc’h kontant da werza o maner, ha dre-ze e lavaran d’eoc’h, ez oun koutant da rei d’eoc’h 50.000 lur evitan. Ne gavfoc’h den da ginnig d’eoc’h muioc’h eget na ran. Skrivit d’in, raktal ma vezo great ho sonj.

Alan Kerdelliek.

E keit ma oa an aotrou mear o lenn al lizer-ze, Skrabelaou a ouele hag a en em zifrette evel eun den penfollet gant ar gounnar.

Neuze, en eur denna e lunedou diwar e zaoulagad, ar mear a lavaraz d’an daou archer :

— Gwella zo da ober brema, eo skriva raktal da aotrou mear Lamball, evit goulen outan petra eo deut da veza an aotrou Armel Kerscabel, bet gwechall o chom e maner an Derven-goz. Deuz ar respont an devezo neuze, e welimp petra da ober euz an den-ma.

— Evel a livirit, aotrou mear, gwella zo da ober eo an dra-ze. Lezomp an den ma dindan gward e zaou amezeg, da c’hortoz ma vezo deut respont euz Lamball.

Pa oe partiet an dud a lezen, Laou gam ha Kato a esaaz sevel diwar al leur an aotrou Skrabelaou, mez kaer o devoa bet, e oa bet red d’ezo mont da c’houlen sikour evit lakat an aotrou en e wele.

War e vern plouz heiz, Skrabelaou na zihane da hirvoudi, da ouela, rak sonjal a ree dija dirag e zaoulagad e zaou niz, Efflam ha Briek, o tiframma digantan e denzor, o redek kuit gantan, hag o lezer anezan en e gozni heb bara hag heb ti.

Goulskoude an amzer a dremene, ha pevar devez goude, eul lizer a erruaz euz Lamball en hano aotrou mear Lothei. Neuze mestr ar barrez a deuaz beteg an ti plouz, ha dirag Skrabelaou, Laou-gam ha Kato e lennaz al lizer-ma :

Lamball, 15 a viz du 1904
Aotrou mear,
Evel respont d’o lizer skrivet d’an 13 euz ar miz-ma em euz an enor da lavaret d’eoc’h ez euz bet gwechall e maner an Derven-goz e Lamball eun aotrou hanvet Armel Kerscabel ; neuze a deuaz da chom en eun ti dister o traou kear, hag eun devez e partiaz kuit, hag abaoue n’euz bet kelou ebed dioutan. Eur c’hoar d’ezan a zo dimezet da eus ijiner braz deuz Raozon, an aotrou Robel. Skrivit d’ezhi, rak hi marteze a c’hello muioc’h eged-on-me, sklerijenna ac’hanoc’h war an affer ec’h euz gant e breur.

Mear Lamball.

En devez-ze, aotrou mear Lothei a gasaz lizer d’an aotrou Robel ijiner e Raozon.

Lotheï, 15 a viz du 1904.
Aotrou hag itron Robol,
Eun den a zo ebarz em farrez gant eur sac’had aour ha billejou. Hervez eul lizer kavet warnan, an den-ze a zo hanvet Armel Kerscabel, bet o chom e maner an Derven-goz e Lamball.

Eur respont em euz bet digant mear ar barrez-ze, hag hen a lavare d’in skriva d’eoc’h, e c’heller sklerijenna ac’hanon war an dever em euz da ober e kenver an den a zo deut d’en em guzat em parrez gant eun heveleb bern madou. An aotrou Armel a zo klanv pell zo, dalc’het eo war e wele gant ar remm didruez, ne c’hell mui bale, koulz lavaret. Rakse ta, skrivit d’in raktal, evit ma ouezin petra em euz da ober euz an den n’anavezan ket mad.

Dinec’hi refoc’h d’in va spered dre eur respont trum.

Mear Lothei,

dre Bleïbenn, (Penn-ar-Bed).

Pemp devez goude, d’ar zadorn vintin, aotrou mear Lothei a ioa adarre en ti plouz o lenn eur lizer deut euz Raozon. Lakat a reaz e lunedou war e fri, he dirag Skrabelaou hag e zaou amezeg, e lennaz ar c’homzou-ma :

Raozon, an 18 a viz du 1904.
Aotrou mear,
Estlamet omp bet oll o lenn o lizer, hag hon daouarn o skriva ar c’homzou-ma d’eoc’h, a gren c’hoaz gant ar gounnar hag an enkrez.

An den-ze a zo en o parrez, a zo hanvet Armel Kerscabel, ha bet eo perc’hen d’eur maner kaër euz Lamball. Gwerzet en deuz ar maner a roaz d’ezan en eur vervel, e dad hag e vam, ha great en deuz faë war e hano, eun hano Breizad a zo bet ken aliez brudet gwechall, ha douget gant enor gant e dud koz, tud a vrezel dindan ar Rouaned. An den ze a zo breur-kaer d’in-me, hag ama, o ouela em c’hichen, va greg a lavar d’in ez eo hennez he breur.

Ah ! aotrou mear !… panefe ma 'z eo deread da eur c’hoar kemer truez ouz eur breur dianket, tec’het diwar ar rouden, ha panefe ive m’en deuz kalz madou, em bije lavaret d’eoc’h treti an den-ze evel an disterra euz o chass, ha lezer anezan da vervel war e vern teill, p’e gwir e plij d’ezan skrabat e laou war e vern plouz fleriuz. Mez va itron a zo ouela em c’hichen, e c’houstians a gristenez a lavar d’ezhi eo red ankounac’haat peb udurnez, peb dísmegans, ha lonka an disenor, goude ma teufe deuz eur breur.

Rakse ta, aotrou mear, pedi reomp ac’hanoc’h en hano an enor dleet d’hon hano, da ober o posubl evit kuzat gwella ma c’hellfoc’h hano an aotrou Robel a skriv d’eoc’h al lizer-ma. Va mab kosa, Efflam, a gemero prestik ar wetur vraz a gaso anezan beteg Lotheï, el leac’h e veillo war e eontr.

Tugdual Robel,

ijiner e Raozon.


Pa oe lennet al lizer-ze, an aotrou mear a en en dennaz d’ar gear, en eur lezer dindan Laou gam ha Kato an aotrou Skrabelaou.

Iudal a ree hon aotrou noz ha deiz en e wele, dreist-oll abaoue m’en doa klevet lavaret e teufe e niz da weilla warnan. Hennez, an niz-ze a ioa e ziaoul, rak seblantout a ree d’ezan en dije diframmet digantan e oll vadou evit o c’has da di e vam.

Goulskoude d’ar meurz vintin, eun aotrouik naontek vla, gwisket brao, a en em gavaz en ti soul. Mont a reaz war eün beteg gwele e eontr, e zourn astennet gantan, e zrem laouenik. Pa welaz an dra-ze, ar eontr a leskaz eur iouc’haden spontuz, hag a en em lakeaz da bigosat war e wele gwasoc’h eget biskoaz. Pa welaz doare e eontr, an tan en e zaoulagad, e varo hir roestlet, Efflam spouronaet a gemeraz an teac’h hag a deuaz da di ar bouteger.

Laou ha Kato a dostaaz neuze ouz guele ar c’hlanvour, a c’houlennaz outan perak ne felle ket d’ezhan reseo e niz.

— Ne fell ket d’in a briz ebed gwelet al liou dioutan, rak hen eo va brasa enebour, hen eo va laëro, mar teu d’in serri eul lagad.

— Nan, nan, va eontr, gortoz a rin ma vezint serret o daou. Va mam e deuz va digaset.

— Kerz, kerz da di da vam, den milliget, a lavaraz Skrabelaou savel en e gouaze.

— Da ober vad d’eoc’h oun dent, va eontr !

— D’am laza ! d’am laërez !…

D’ar c’homzou-ze, ar eontr a gouezaz war e benn wele plouz, an dizesper en e spered, ha diaoul an avarisded en o galon, dounoc’h eget biskoaz.

Efflam neuze a lavaraz da Laou :

— Karout a rafen gwelet ar medisin o tont aman, evit gouzout just penaoz ema ar bed gant va eontr, ha va mam en deuz lavaret d’in skriva d’ezhi kenta ma c’hellfen, evit dinec’hi he spered.

Kato neuze a ieaz raktal da lavaret d’e mab mont war eün da Gastellin daved ar medisin.

Wardro peder heur deuz an abardaëz, ec’h en em gavaz en ti. Skrabelaou pa welaz an aotrou-ze, a gemeraz drem eun den penfollet : iouc’hal a ree gwasoc’h eget ma vijet o vont d’her laza, on om zifretta ree, lampa ree war e wele, gwasoc’h eget eun den o vont ouz ar groug.

Goulskoude Laou gam hag ar medisin a deuaz a-benn da liamma anezan start en e wele, ha neuze pa ne c’helle mui finval na breac’h na gar, ar medisin a c’hellaz gwelet penaoz e oa kont gantan.

— Ne gredan ket, a lavaraz ar medisin, e iafe gwall bell ken, rak re sempl eo, n’euz nemed e gounnar o rei nerz d’ezan ken. Ahent all, he ziwesker hag e gof a zo koenvet mantruz, ha pa zavo ar c’hoenv-ze beteg harz deuz e galon da vont en dro, e vezo mouget raktal. Deuz eur c’hostez all, e spered a zo diez, hag a vezo ato enkrezet abalamour d’e denzor. An dra-ze mar teufe da veza re vraz, a c’helfe elumi en e benn eun derzien vraz, terzien boueden ar penn. Mar krogfe ar c’hlenved-ze ennan, e c’hell beza sammet a vianoc’h eget eun heur. N’oun ket eta evit rei fizians ebed d’eoc’h, na lavaret d’eoc’h d’ar just pe da vare e varvo, mez gouzout a ran ne ielo ket a-bell ken.

Kasit unan bennag daved odevi camphret ha frottit d’ezan bemdez e zivesker gant al louzou-ze, ha roit d’ezan da eva gwin Kola-Koka. Mez arabad eo d’eoc’h gortoz deuz al louzeier-ze ober burzudou, rak o eontr a zo kollet.

Per, mab Laou gam a ieaz adarre daved eur voulaillad gwin Kola-koka, hag eul litrad odevi camphret hag e oa dek heur noz pa oe en em gavet er gear.

Antronoz, mintin mat, Laou a deuaz da lavaret da Skrabelaou e oa deut gant e niz eur voutaillad gwin mad, gwin dous da eva, hag a rafe kalz vad d’ezan.

— Ne evin banne ebed, rak aoun em euz na vije laket ampoëzon ebarz.

— Mar kerez me a evo da genta, ha goude e c’helli beza dinec’h oc’h ober ive.

— Nan, nan ! ne fell ket d’in a briz ebed eva, rak e c’hellfen beza ampoezonet. Ev ar gwin-ze mar kerez, rak evidon-me n’em euz ezom ebed anezan. Da beleac’h eo eat al lakez, va niz ?

— Du-ma ema, ha bremaik pa lavarin d’ezan ne pezo ket evet a win, e vezo droug ennan.

— Lavar d’ezan mont d’ar gear, rak me n’em euz ezom ebed anezan aman da veilla warnoun.

— Da niz na ielo ket d’ar gear, ken a vezi pare, rakse 'ta hast buan lonka traou mad, p’e gwir da niz eo a baë, hag abalamour d’id da barea buanoc’h.

— N’em euz na naoun na sec’hed, mez va spered zo enkrezet, ha va fenn a zo tom, ken tom, ken a zeblant d’in eo prest da faouta gant an tanedigez a zo ennan.

Laou gam neuze a lezaz Skrabelaou e-unan, hag a deuaz d’e di da lavaret da Efflam ne felle ket d’e eontr na debri nag eva gant aoun da veza ampoëzonet.

— Lezomp anezhan da ober evel a garo, hag ar c’henta eo ar gwella ma vezo kaset diwar ar bern teill-ze da zouar ar vered. Ouspenn, gouzout a rit koulz ha me, n’euz dizro ebed evitan, hervez lavar ar medisin ! Da betra neuze kemer poan en aner ganteun den hag a vezo eul laouenedigez pa vezo maro.
— Ouspenn, aotrou Efflam, lavaret en euz d’in e sant e benn o faouta outhan.

— An derzien vraz o kregi ennhan ? gwell a ze, ar maro a dosta !

— Evelkent ! aotrou Efflam, ho kalon a zo kriz, hag ho komzou n’int ket deread !… An den ze, n’euz forz pegement en deuz e eun izeleet, n’euz forz pegen izel eo kouezet, a zo breur d’ho mam. Maget int bet o daou gant ar memez leaz, hag e vam, gwechall pa oa hen bihanik, a vouche d’e mabig gant kement a garantez evel ma vouche d’e merc’hig, ho mam.

Ar gwad a zo o ruilla dre e wazied, a zo ar memez gwad hag a ruill e gwazied ho mam. Arabad eo d’eoc’h da viana kaout hast da welet o eontr o vont en douar, ha lezit an aotrou Doue da ober outan e volontez. Evit gwir, o tad, o mam, a zo tud huel, tud enoret en o bro dre o buez vad hag o madou.

Marteze o deuz ankounac’heet o breur, marteze e reont faë warnan, e tisprizont anezan, ha goulskoude war heur ar maro, al lignez, ar garantez, ar gwad a dlee trec’hi an dismegans hag an disenor…

Diouallit, aotrou Efflam, n’en em gavfe ganeoc’h, pe gant unan bennag euz o famill beza kaillaret en eur c’hiz bennag, diouallit na lakefec’h eur goumoulen da harz deuz an heol da bara war an enor a lugern hirio war o famill.

— Ho komzou, Laou, n’int ket komzou eun den fur, lezit ac’hanoun da lavaret an dra-ze d’eoc’h, daoust ma tlean an doujans d’oc’h oad. En em lakit em plas-me, hag e welfoc’h :

Va zad du-ze e Lamball, ijiner, mestr an ijinerien all. Va mam, ato, gwisket gant aour ha gant perlez, bemdez en ebatou braz, gwelet mad gant an holl hag enoret gant an dud huela. Gwelit va breur ha me, hon daou e Pariz, o poursu hor studi a vedisin, gwelit hon tad hag hor mam o rei d’eomp ar pez a garomp. Gwelit ac’hanomp divezatoc’h o tarempredi ar merc’hed euz ar renkou huela !… Mez enn devez, unan bennag en deuz klevet lavaret ez euz marvet du-ze war eur bern teill dindannan eur bern aour, eun den hanvet Armel Kerscabel… Evel an tan dre eur bern plouz seac’h, ar c’heleier a gerz, an teodou a ia en dro, hag eur famill vraz a-bez a zo dizenoret, ken buan evel ma vez devet eun orzen lann kraz. Azaleg an devez-ze, ar famill-ze ker uhel deac’h, a zo eun tarch dre war e zâl, hag an tarch-ze na vezo kuzet nemed pa vezo eat an diveza ezel anezhi en douar. Ma ! Laou ! an tarch-ze a zo o vont da veza merket war hon tal-ni, rak dija re a dud siouaz, a oar ar c’helou heuzuz.

Nan, birviken ebarz em bro n’em bezo plijadur, rak ekreiz an ebatou ar re gaëra, ekeit ma vezo o lintra war va zâl bannou skeduz heol an enor, e seblanto d’in ato gwelet unan bennag o sanka e poull va c’halon kleze an dizenor. Ia ! aoun em bezo na deufe unan bennag da lavaret d’in : setu aze niz Skrabelaou !… Ha sonjal a rit-hu e vezin hiviziken em eaz o komz gant merc’hed iaouank euz va bro ! N’em bezo-me ket a leac’h da zonjal e taolint d’in ouz va fas, eleac’h eur ger a garantez, eur skeupaden gant an hano henzuz-ze : Skrabelaou. Ha c’hoaz e livirit eo kriz va c’halon, ha krisoc’h va c’homzou !

— Ar pez a livirit Efflam, a zo gwir, eme Kato, mez Doue a ordren d’eomp pardoni ato d’hor brasa enebourien war heur ar maro, ha mar d’oc’h savet gant eur vam gristen, e ouezoc’h en ober. Deomp adarre da welet ar eontr, rak klevet a ran aneza o pasaat pe o tiroc’hal, lavaret a rafen e ve gwaseet.

Pa oant digouezet etal ar c’hlanvour, Kato a lavaraz e oa deut ar mare da vont da glask ar belek.

— Klask ar belek d’am eontr ! petra zonjit, Kato ! Ouspenn ugent vla zo m’oarvad n’eo bet wardro belek ebed ! Gwelloc’h eo kas kelou buan d’ar gear, da lavaret eo falleet ar eontr.

— Grit evel a gerfoc’h, aotrou Efflam, evidon me ne vezo ket eaz ma spered, mar teufe d’ezan mervel heb e zakramanchou, ha mont a ran raktal da lavaret d’an aotrou Person dont da noui anezan, ma ne c’hell ket kovez anezan.

Efflam a skrivaz neuze war eun tam paper ar geriou-ma :

— Eontr klanv braz, deuit buan !

Per a redaz neuze da gas an tam paper-ze da botr ar sinaliou, a ioa war eun dachen eun hanter-leo deuz eno. Kato deuz e c’hostez, a rede warzu ar presbital, ha prestik an aotrou Person a en em gavaz e ti Skrabelaou. Pa welaz e pe seurt stad e oa ar c’hlanvour, berr warnan evel war eur c’hi o redek warlerc’h eur c’had, pa zantaz ar galon o lampat evel eur podad lijou, pa welaz ar gwad savet d’e benn, e lavaraz :

— Noui a c’hellan anezan, mez re divezad eo evit ar govesion. Mar teufe eur wellaën d’ezan, ar pez na zonjan ket, galvit ac’hanon trum, ha marteze e c’hello kovez… Perag oc’h euz gortozet ken divezad-ma da c’hervel ac’hanon ? hervez oc’h euz lavaret d’in, ar medisin en deuz lavaret d’eoc’h pell zo na oa dizro ebed evitan. Rakse e tliec’h beza war c’hed ato.

— Da greizdeiz, aotrou Person, e oa brao c’hoaz, e komze ouzomp, hag en eun taol-kont eo eat dilavar, diseblant.

— Dalc’hit ato eun torchouer ien war e benn, ha lakit traou tom en dro d’e dreid, evit ma tiskenno ar gwad d’an traon.
An noz a dremenaz braoik, Skrabelaou a gouskaz pennadou, ha deuz ar mintin war-dro dek heur, eur wellaën a deuaz dezan. Mez allaz ! n’oa ket bet padet pell, rak da greizdeiz e kommansaz ar gwad sevel gwasoc’h gwas d’e benn, ha da beder heur e varvaz war e vern teill etal kant mil lur kuzet etouez plouz e wele.